An Aotrou Bourdelles hag an Divina Comedia
Ar C’helc’h katolik war Facebook
Ur strollig war facebook da vagañ ar feiz gant tammoù berr eus ar Bibl, eus buhez ar sent hag all. https://www.facebook.com/groups/3916567951695022
Oferenn ar C’hrist-Roue
Filmouigoù Youenn Olier
e-lec’h e weler tiegezhioù ha beleien EAT.
Filmig «Kamp (KEAV) Rostren 1965»
https://www.cinematheque-bretagne.bzh/Base-documentaire-Kamp-Rostrenen-426-12566-0-194.html?ref=
1,02 31 Leurgêr al lisoù Roazhon Emvod Emglev An Tiegezhioù
1,21 Youenn Souffes Despré gant ur beleg, marteze an Abad Poisson
1,54 Alan Al Louarn
2,09 Mikael Duval kelenner war ar Gwir (an den a vent uhel)
303 Frañsez Kervella ar yezhadurour (blev gwenn)
3,37 Maodez Glanndour
3,43 Gwilherm Dubourg beleg
3,55 ? Ao. Ao. beleien Armañs Ar C’halvez ha Bourdelles ?
6,34 Annette Couée, pried Youenn Olier
11,48 Ballon
14,30 ? Skol I.V. Rostren ?
17,20 Sant Servez Kallag
Filmig «Lannion»
https://www.cinematheque-bretagne.bzh/Base-documentaire-Lannion…-426-12565-0-194.html?ref=
8.00 e Ballon (anavezet eo dre ma weler ar groaz)
11,00 Youenn Souffes
14,00 Annette OLIER hag Ivona Martin, ?Vefa de Bellaing ?
Filmig eured Youenn Olier gant Annette Couée
https://www.cinematheque-bretagne.bzh/Base-documentaire-Mariage-426-12538-0-193.html?ref=
e-lec’h e tamweler Nouela Olier-Louarn hag an Abad Blanchard a lidas an eured.
Sellout ivez ouzh :
Pajenn FACEBOOK hon Emglev
Ur bajenn FACEBOOK ‘zo bremañ gant EAT. :
Digor eo d’an holl vrezhonegerien a-youl vat, a fell dezho rannañ tammoù eus o frederioù.
Mont a ra da glokaat al lec’hienn a zo kentoc’h evit an dielloù prizius.
Evit bezañ kelaouet, deuit da c’houlenn bezañ mignon da dTepod Gwilhmod war FB, webmestr ar Forom.
Manifestadeg enep PMA e Pariz
luc’hskeudenn Breizh info
Da reizhañ e Bibl EAT
Mark 9, 29 : “dre ar bedenn hag ar yun“.
Ar ger “yun” a zo bet lammet diouzh holl droidigezhioù kempred eus ar Bibl, nemet diouzh hini Chouraqui. Ar ger-mañ a gaver padal e Vulgata Stuttgart dre m’hen gaver e holl dornskridoù ar Vulgata nemet unan. E gavout a reer ivez en darn vrasañ (tost an holl evit gwir) eus an dornskridoù gresianek (ha siriek, koptek…) ha pergen er papirus 45 eus an trede kantved, hogen n’emañ ket e daou eus an tri codeks a zo sellet evel ar re wellañ. Anv ebet ken eus ar yun eta… un dra ret, hervez Hor Salver, koulskoude, evit argas diaouloù ‘zo…
Evit pediñ ar Rozera
Pardon Sant Divi Dirinonn
Da bevare sul miz Gouere an hini eo e vez lidet ar pardon bihan-mañ, gant daou gantik brezhonek, unan en enor da Sant Divi, egile en enor d’e vamm Santez Nonn.
KANTIK SANT DIVI (war un ton anavezet)
Diskan : O Patron karet, Sant Divi, ni ho ped amañ gand dudi Selaouit mat hor pedennoù, grit deomp ganeoc’h mont d’an neñvoù.
1 ) Ho mamm, Divi, eo Santez Nonn Hor Patronez hag hon itron Pebezh enor d’hor parrez-ni Kaout d’he diwall Nonn ha Divi
2 ) Pell amzer zo hon Tadoù Kozh E Dirinonn war lein ar roz, un iliz kaer o-deus savet Da enoriñ ho mamm garet
3 ) Tostik d’ho mamm, e Lannuzel C’hwi ho peus ivez ur chapel el-lec’h ma roit da bep hini Grasoù nerzhus, o Sant Divi
4 ) Skoliet oc’h bet gant Sant Ildud Kelenner dreist, santel e vrud Beleg, eskob oc’h bet goude Abostol braz Breizh ha Kembre.
KANTIK EN ENOR DA SANTEZ NONN (war ton da sant Paol a Leon)
Diskan : Kanomp, kanomp a greiz kalon, meuleudioù da santez Nonn Ha goulennomp dre ar bedenn, eus he bennozh an aluzen ( bis )
1 ) Gant eun douster leun a resped
Ho pugelig ho peus savet un ene gwenn ‘vel al lili
O peus graet d’ho mab Sant Divi (bis)
2 ) Goude ur vuhez ken Santel Santez Nonn zo bremañ uhel E mesk ar Sent hag an Aelez Gant kurunenn ar Santelezh. (bis)
3 ) Gouel ar pardon, gouel a enor Gouel a joa, e Bro Arvor En deiz hirio, e trid kalon holl Barrezianiz Dirinonn. (bis)
4 ) Eus barr an neñv, ô Santez Nonn
Bennigit parrez Dirinon
O kanañ deoc’h meuleudioù
Gant he c’halon hag he mouezhioù. (bis)
5 ) Grit ma chomo gwrizioù ar feiz
E kalon ho parrezianiz
Evel gwrizioù ar gwez derv,
A ziwan war douar hor Bro. (bis)
6 ) Ha gant sikour ho pedennoù Digorit deomp dor an Neñvoù Ha ni gano deoc’h mil bennozh E kreiz dudi ar Baradoz. (bis)