3 euro ar pegsun poubellennoù melen

Klikañ amañ da welout ar pegsun

Ar mennozh diazez a zo lavarout d’ar strollelezhioù foran a embann dre holl emaint evit an “Diorren Padus” n’int ket “ekolo” e gwirionez peogwir e tisoñjont ar brezhoneg a zo ul lodenn eus hor peadra a zo en dañjer.

Al lañgaj-mañ a zo da lavarout ha da adlavarout adal bremañ ha pergen d’an dud e karg.

Kinnig pegsun ha prizioù

Kas 3 euro war anv EAT da :  EAT, Kergreven 29800 Trelevenez

Renabl Imbourc’h betek 2005

Setu amañ ul labour gortozet pell a zo gant an dud a fell dezho adkavout pennadoù ‘zo hag oberennoù ‘zo e-barzh ar gelaouenn ez eus bet enni ouzhpenn 400 levrenn.

Renabl-imbourc’h betek 2005.odt

Ar fichennaoueg hir-mañ a zo talvoudus bras da adkavout pennadoù hag oberennoù strewet e niverennoù ha stagadennoù pe levrennoù hep niverenn embannadurioù Imbourc’h betek 2005 : war word pe writer libre-office, klikañ war “embann” ha “kavout”, ha lakaat ur ger bennak. Kelc’houiziek eo Imbourc’h : tri metrad bennak a levrennoù ez eus en holl : ur vengleuz hep he far ! Implij an nozelennoù Ctrl+F

Liderezh an Eurioù

Amañ lakaet “Liderezh an Eurioù”, da lavarout eo al levr-pediñ a zo en arver hiziv gant an Iliz katolik : an holl ofisoù eo karget ganti ar veleion, diagoned, menec’h, manac’hezed, leaned, leanezed da ober bemdez… hag ivez an dud lik a fell dezho abaoe Vatikan II dreist-holl.

Pajennaouet eo an oberennoù-se heñvel-mik ouzh pajennadur an embannadur-orin e latin eus 1985 e peder levrenn :

LE1 Liderezh an Eurioù Azvent-Nedeleg gant menegva Moullet eo bet e 2009 pp. 113-1308(s. o. Stal EAT) nemet ar menegva Ar fichennaoueg-mañ a zo klokoc’h ha nevesoc’h (tennet fazioù ‘zo, gwellaet an testennoù : war ober e chom atav…) pp. 113-1399
LE2 Liderezh an Eurioù Koraiz-Pask.doc Echuet e 2012 1973 pajennad
LE3 Liderezh an Eurioù Amzer blaen pp. 1-360 (1/5/2013)

Ouzhpenn 3000 pajennad eta betek-hen. 6000 a vo pa vo echu. Sellout ouzh ar menegerioù e dibenn al levrennoù evit adkavout an testennoù a glasker : bez ez eo talvoudus bras an oberenn-se e-keñver yezh ivez peogwir e tro en hor yezh testennoù ar Bibl (diwar labourioù “Ar Bibl Santel” hag “An Tour-Tan”) ha testennoù pennañ an Tadoù eus an Iliz, diwar al latin.

Deuet eo a-benn ar brezhoneg da gaout an oberenn-se a-drugarez da strivoù un nebeut beleion ha laiked eus strollad Kristenion Breizh, ur vreuriezh a bedenn hag a studi. Gouestlañ a ra he labour d’an dud a spered ganti, aet da Anaon, en o zouez :

Yann-Vari Perrot, beleg, + 12 Kerzu 1943, 66 vloaz, Skrigneg

Marsel Klerg, beleg, 28 Gouhere 1984, 72 vloaz Buhulien-Lannuon

Herri Pungier 01 Meurzh 1985 53 bloaz Pleuwigner

Loeiz ar Floc’h, beleg, 05 Du 1986 77 vloaz Louaneg (Maodez Glanndour)

Gwilherm Dubourg, beleg, 31 Meurzh 1988 60 vloaz Plufur

Pêr ar Gall, beleg, 11 Mae 1988 75 vloaz Eviaz

Pêr Bourdellez, beleg,  26 Gouhere 1989, 72 vloaz, Gwareg

Mari-Jozef Gag, w.d. 1993, Kistinid

David Davies ASB Bro-Gembre

Seamus O Tuama 16 Genver 1992 Dulenn

Madalen Sant Gall de Pons 22 Ebrel 1994 86 vloaz Gwengamp

Rene Gorvan 22 Mae 1994 Roazhon

Yann Vari Bouëssel du Bourg 24 Mae 1996 72 vloaz Nant-Izeg

Youenn Souffes-Despré 18 Genver 1997, e wreg 1990 Gwipavaz

Vefa de Bellaing 16 Ebrel 1998 89 vloaz Kêrglof

Pêrig Keraod 29 Here 1997 80 vloaz Pondivi

Loeiz Bihannig 15 Eost 1998 74 vloaz Sant-Maloù

Alan Heussaff e 1999 78 vloaz hag e wreg Brid e 2008 Gaillimh

Gwenn de Parceveaux 13 Gwengolo 2000 Lokournan

Diarmuid O Laoghaire, beleg,  21 Gouhere 2001 85 vloaz Dulenn

Pêr Even 16 Kerzu 2002 83 bloaz Gwengamp

Maoris ar C’hollo, beleg,  2003 Brest

Youenn Olier 13 Kerzu 2004 81 bloaz Kistreberzh

Ivona Martin C’hwevrer 2005 98 bloaz Brest

Roisin O Tuama 09 Meurzh 2005 86 bloaz Dulenn

Janed Queille 21 Here 2006 81 bloaz Gwengamp

Yann Petton e 2009 97 vloaz Lokournan

Ar Feiz dre ar Meiz Jil Ewan

Gant dekvet deiz-ha-bloaz tremenvan Jil Ewan (Pêr Even) e lakaomp en linenn ar liamm evit lenn al levr ha fichennaoueg ar c’heriaoueg en doa goveliet a-benn gellout plediñ gant ar skiant uhelañ : ar feizoniezh (ul levr 300 p. deuet er-maez e 2002)

Ur c’hatekiz katolik evit gouroadidi eo Ar Feiz dre ar Meiz [1], savet gant Pêr Even, hag un dibab a-douez ar pennadoù a oa bet moulet e-kerz 30 vloaz er gelaouenn Imbourc’h, un dibab a zo bet graet gant ar skrivagner e-unan dre ma felle dezhañ ober eus e skridoù un oberenn unvan, ha da gentañ dre an urzh en deus roet dezho enni.

“Ar Feiz hag ar Meiz” n’eo, e stumm ebet, un oberenn hiniennel nag a faltazi. Ar feiz reizhkred, hini an Iliz a-viskoazh, en deus fellet da bPêr Even displegañ ha netra ken. Pezh en deus graet ar skrivagner n’eo nemet danzen gerioù , resisañ ma c’halle, a-benn tizhout ar pal-se.

Levr “Ar Feiz dre ar meiz” 

Geriaoueg Feiz ha Meiz.pdf