“Poanioù-spered an Tad Gwazdoue” : ur prof kaer evit Nedeleg.

Golo 1 in gwenn ha du

Emañ E.A.T. IMBOURC’H o paouez embann

Poanioù Spered an Tad Gwazdoue

Romant kentañ Youenn Olier

300 pajennad

Priz : 18,50 € franko ar skouerenn

evit Breizh, Bro-C’hall, Europa hag Amerika.

Kas ho chekenn da Yann MIKAEL

12 straed René Giraud 44130 BLAEN Breizh – Brittany

Hanter-kant vloaz ’zo, war e wele e klinikenn Kerlena Roskov, e skrivas Youenn Olier e romant kentañ, dres d’ar mare ma oa birvilh en Iliz ha ma voe igoret Sened-Meur Vatikan II e Roma.

Ur c’helenner war ar brederouriezh, an Tad Gwazdoue, eo an dudenn bennañ. Kelenn a ra en ur skolaj prevez a Vro-Wened. Kavout a ra dezhañ ez eo dellezek eus ur post-labour gwelloc’h, en ur c’helenndi all, unan a lorc’h, e Pariz da skouer. Mouget e vez dezhañ etre mogerioù uhel ar skolaj-se. Klask a ra an dro da c’hellout ober troioù er-maez eus e skolaj gant e reolennoù strizh a drugarez d’ur … strakell. An Tad Prefed – an Tad Bleiz -, a glasko lakaat e gabestr warnañ…, hag ar soubenn a drenko da vat etre an daou veleg.

War zigarez un romant leun a fent evel m’henn diskouez talbenn al levr e-unan, e taolenn Youenn Olier doare an Iliz d’ar poent-hont, en em gave etre daou ved : hini ar gevredigezh plouezat kristen a viskoazh o tizeriañ, hag hini ar gevredigezh kêrel dizoue, deuet diwar Filozofed an Sklêrijennoù… Diskouez a ra eta penaos edo an Iliz 50 vloaz ‘zo, hag ar c’hemm ez eus bet er bloavezhioù tri-ugent-se.

Poanioù-Spered en deus an Tad Gwazdoue gant e vrokadennoù hag e c’hoantoù bugelel un tamm, dister ha farsus war-un-dro. Gant piv ez aio ar maout, gant ar “Bleiz” pe gant an “Oan” ?..

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s