Kuzulioù pleustrek evit bevañ e brezhoneg

Leun a draoù a c’heller ober da vrezhonekaat e vuhez-pemdez ha na soñjer ket bepred enno. Daou dra a zo mesket rak dre ober gant ar yezh en hor buhez pemdez e kemeromp ^perzh en un doare efedus-tre er stourm evit ar yezh. War ober emañ ar roll-mañ : kasit mar plij hoc’h evezhiadennoù !

  • emezellañ e EMGLEV AN TIEGEZHIOU : da grouiñ liammoù rak pa vezer meur a hini e vezer kreñvoc’h.
  • dibab mat al lec’h-annez o klask tostaat ouzh brezhonegerien all : amezeien, familh… Klask er c’hadastr anv brezhonek ar park m’eo bet savet an ti da zibab un anv dezhañ…
  • skolioù a zo evit ar vugale, daoust maz int holl diglok ecit ar c’hatekizañ hag istor Breizh, na vezont ket kelennet (ober skol er gêr ez eus tu d’ober ivez : lod eus izili EAT o deus graet)
  • kreizennoù-vakansoù e-pad ar vakañsoù-skol ;
  • klask kenweturiñ gant tud a ra gant ar yezh evit ar skol, ar stajoù, ivez evit mont d’al labour…
  • beajiñ gant familhoù all e broioù dic’hallek pergen ar broioù keltiek ;
  • ar skinwel : dre ar genrouedad e c’heller sellout ouzh abadennoù pa garer. Brezhoweb da skouer ha zoken France 3 ;
  • ar skingomz : dre ar genrouedad e c’heller tapout an holl radioioù brezhonek pe a ra a-wechoù gant ar yezh ;
  • Levrioù, kasetennoù kleweled ha DVD-où a c’heller prenañ pe amprestañ el levraouegoù pe digant mignoned ; (da ober : sevel rolloù levrioù dre dem hag hervez oadoù ar vugale)
  • Lenn kalz, ha da gentañ an aozerion glasel : Yeun ar Gov da skouer ;
  • Buhez relijiel :  emezellañ e Breuriezh Kristenion Breizh, pediñ en e unan e brezhoneg hepken ; oferennoù a vez aozet ingal ; kemer ar boaz da bediñ er gêr gant e bried hag a ziforc’h gant ar familh, priedoù ha bugale (sell. da skouer ouzh lodenn ar pedennoù el levr “Stumm dreistordinal an Oferenn”) ; klask ur beleg brezhoneger evit kofes ; benedicite kanet da sul, anjeluzoù kanet, kentelioù katekiz (goulenn ouzhimp) ; mont d’ar pardonioù brezhonek (gwriziennañ ar feiz)
  • chekennaouegoù er CMB hag er CA : kemer ar boaz da chom hep sevel chekennoù e galleg, implij bilhedaouer ar CMB e brezhoeg.
  • brezhonekaat e chomlec’h ; lakaat sevel ur blakenn vrezhonek e-tal an ti ; prenañ ur siell ; kartennoù-bizitSkrivañ ar chomlec’hioù e brezhoneg..
  • Kenweturañ e brezhoneg


Un afer  arc’hant eo ar yezh ivez :

  • koumanantiñ d’an holl gelaouennoù d’o sikour ha d’o reiñ en-dro dimp ; o lezel war daol ar saloñs ;
  • gouestlañ arc’hant da zispign bep miz da brenañ an traoù brezhonek a vez kenderc’het (prenañ touchennaoueg An Drouizig da skouer, ivez :bouestoù-mir, disglavier, tavañjer, deiziadurioù h.a. h.a.
  • ma feurmit pe ma werzhit traoù, sevel fakturennoù, lizheroù feurm en div yezh ;
  • grit gant ar yezh e bed ar vuhez-kevredigezhel 1901 (dreist-holl maz oc’h ezel oberiant : selaouet e viot)

Ar vuhez foran :

  • dimezin en ti-ker hag en Iliz e brezhoneg hepken : hervez lezenn ez eo.
  • sevel ur gevrat Noter e brezhoneg (goulenn titour ganimp)
  • en em ginnig d’ar votadegoù evel brezhoneger (paperennoù votiñ en div yezh a zo gallus ober)
  • er ger, ober atav gant ar yezh e pep degouezh, kuit da vrezhonekaat gerioù a rafe diouer deoc’h ;
  • mont atav e brezhoneg ouzh forzh piv, hogen seven-tre, zoken pa n’o anavezer ket (alies mat e vez komprenet da vihanañ)
  • lakaat ar genwerzhourien hag an artizaned brezhonegerien da labourat
  • skrivañ e brezhoneg d’an amaezhierezh, d’ar person pe d’an eskob, evit forzh petra ; da vihanañ kregiñ hag echuiñ gant ur bomm brezhonek ;
  • Niveridigezh : kas an enklasker da gac’hat dre ma ne ra ket gant ar yezh ;
  • reiñ gourc’hemennoù d’an amaezhierezh a ra gant ar yezh p’hon eus tro d’en ober ;
  • mont e brezhoneg ouzh ar bolised e brezhoneg mar geller, ouzh ar barner, hag all hag all
  • dougen ar spilhennig ;
  • mont war eeun e brzhg pa zivarc’her ar pellgomz ; responterez e brezhoneg ;
  • manifestiñ e brezhoneg (zoken da genver traoù n’o deus netra da welout gant ar yezh)

Ouzh ar vugale, ar vuhez familh

  • reiñ anvioù-badez brezhonek d’ar vugale, meur a hini zoken da bep hini ;
  • dibab an tad paeron hag ar vamm maeronez brezhonegerion ;
  • sevel kartennoù-kemenn e brezhoneg (ganedigezhioù, badeziantoù, paskoù-bihan ha bras, kouzoumenn, euredoù, kañvoù…)
  • kaout kalzik a vugale, ar muiañ ma vo gellet, nebeut amzer etrezo, e doare ma kreskint a-gevret : rak evel-se e teskint etrezo : yezh ar vugale etrezo a zo a-bouez-tre, deskiñ a reont kalz en ur c’hoari ;
  • eskemm bugale gant tiegezhioù brezhonek all evit un nebeut devezhioù ;
  • raktresañ baleadennoù eeun-tre gant mignoned tiegezhioù brezhonek all ;
  • daremprediñ tiegezhioù brezhonek all
  • bezañ war evezh eus an abadennoù brezhonek a ginniger tro-dro d’hoc’h annez (c’hoariva…)
  • kinnig filmoù saozneg d’ar vugale, kentoc’h eget e galleg ; chom hep ober gant filmoù brezhonek istitlet ;
  • kanañ  e brezhoneg (mont d’ul lazkanañ , deskiñ kanaouennoù)
  • Degouezhioù war ar bloaz : kinnig ur banne bloaz nevez er gêr ; idem gouel ar rouaned pe Tantad Sant Yann ; da Nedeleg, panell-degemer “Nedeleg laouen deoc’h !” ; kanañ kantik Sant Yann da geñver tantad Sant Yann ; kantikoù en enor d’ar Werc’hez pa vez o gouel ; dre vras implij kantikoù arbennik ar bloaz kristen.
  • pa vez bras ar vugale : Festoù-noz ;
  • pa vezont bihan : kontañ istorioù a bep seurt, bemnoz, d’ar vugale. Pa ne vez istor ebet, ur pennad eus an Istor Santel ; buhez ur sant. Forzh petra ‘zo mat.
  • pediñ brezhonegerien da zebriñ er ger : mignoned ha beleion.
  • reiñ lesanvioù heson pe brav d’al loened ha d’an traoù e brezhoneg “Nanarzh”, “Bolomig” etc

Traoù “bihan” all :

  • pellgargañ kement meziant brezhonek zo ha pergen firefox, thunderbird…
  • ober gant lec’hiennoù o deus un doare brezhonek : Google e brezhoneg, geneanet e bzhg ha kalzig lec’hiennoù a c’heller ober ganto dre ar yezh (wordpress da skouer) ; evel war al liammoù a gaver war hini EAT dibab dre zefaot ar stumm brezhonek..
  • ober gant kartenn-hent Breizh Ofis ar brezhoneg
  • ober gant pegsunioù brezhonek war blakenn-varilhañ ar gweturioù ; war ar poubellennoù melen ; war ar vouest-lizhiri (unan a gaver e ti Ofis ar bzhg ha re all c’hoazh “Privezioù” hag all…)
Advertisements

3 soñj war “Kuzulioù pleustrek evit bevañ e brezhoneg

  1. Goulenn groñs gant ar skolaerion ma vo brezhoneg etre ar vugale e pep lec’h er skol (e Diwan atav, kar embann a ra ober gant ar soubidigezh). Diskouez dezho ez oc’h prest da lâret ar pezh a faota evit ma kompreno ar vugale n’eus ket tamm dibab ebet. Diwan, skolioù dre soubidigezh, pas skolioù ar gaouier.

    (peurunvan gant al lec’hienn. Daoust da se n’eo ket peursklaer pezh a skriv Yann Brezhonegour. Kompren a reomp evel-henn : ret-mat eo d’ar gerent souten ar skloaerion evit ma vezo o ren ar soubidigezh e gwirionez.
    Siwazh e ouezer ez eo izel-izel dregantad ar familhoù e Diwan a zo evit rediañ da vat o bugale da ober gant ar yezh er skol ha pergen war porzh ar skol rak er gêr n’eus nemet galleg ganto… Un afer a lojik eo. Ar vugale a sant maz eo lojik emzalc’h o zud pe n’eo ket… Petra da ober neuze ? )

    • Prederiet eo pennadurezhioù DIWAN gant ar gudenn-mañ. E niv. 7 o c’hannadig diabarzh, nevez deuet er-maez e lenner ur “mennad” a zo bet mouezhiet er c’hendalc’h diwezhañ evit broudañ ma vezo graet gant ar yezh e pep degouezh ha ma vo sikouret ar skoalerion gant ar familhoù.
      Siwazh n’eo ket prest Diwan da harpañ ar familhoù hollvrezhonek : re nebeut int er skolioù, re izel niver ar vugale enno, re vresk en abeg d’an torr-dimezioù, re gleizart evit c’hoantaat sevel kumuniezh kenetrezo.

  2. Pingback : Kuzulioù pleustrek evit bevañ e brezhoneg - Ar Gedour

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s