Engehentet gant ar Spered Glan
ar Werc’hez a c’han
ar Mabig Jezuz bihan.
Dielloù dre viz : Kerzu 2013
Noz Nedeleg gant kalvarioù Breizh-izel
Gant Ar Vro Bagan ez eo bet savet Noz Nedeleg, un abadenn e stumm misterioù ar Grenn-Amzer diwar-benn mister enkorfidigezh Hor Salver :
Petra ‘sinifi “Et Caro Factum Est” , setu enklask delwennoù bev ar c’halvarioù.
Un abadenn 1eurvezh hanter :
– d’an 12 Genver e Plouvien
– d’an 19 er Gelveneg
-d’an 9 C’hwevrer en Oriant
Da notiñ ivez ar Basion Vras e Plouha d’an 13 a viz Ebrel
titourtoù resis : http://www.arvrobagan.fr/spip.php?rubrique2
Kenstrivadeg Kreier Nedeleg
Kantikoù evit Nedeleg
http://www.deezer.com/album/172690
Selaou a c’heller evit netra goude bezañ lakaet e anv. Prenañ a ranker a-hent-all ma fell deoc’h kaout an mp3
En Naoned, izili EAT a glask sevel emgavioù da zeskiñ kantikoù brezhonek :skrivañ deomp.
O tistreiñ diouzh Menez Are war roudoù YV Perrot
Roll an dud marv evit ar Vro en eil brezel-bed e dibenn ar video
Kannadig Imbourc’h 83 Here-Du-Kerzu 2013
Taolenn niv. 83 (Here-Du-Kerzu 2013)
Ar Bonedoù ruz hag hon Emsav, gant Tepod Gwilhmod
Ar “Rannoù”, kevrinusañ gwerz ar Barzhaz Breizh, gant Yann Mikael
Deskadurezh, gant Olavo de Carvalho, tr. gant Ewan Delanoy
Hon Tad, gant Youenn Troal, beleg
Notennoù diwar an darvoudoù gant Y. Maneguen
Oberiantizoù EAT. Oferennoù Nedeleg
Pellgargañ amañ : Kannadig 83
13/12/2013 : XV-vet beilhadeg e Karaez
D’ar Yaou 12 a viz Kerzu : 70vet deiz ha bloaz drouklazh an Aotrou Perrot
Ur skouer eo an Aotrou Perrot evit kement stourmer brezhon a zo.
Amañ “Pedenn d’an Aotrou Perrot” gant Anjela Duval
Skrid orin : http://bibnum.univ-rennes2.fr/viewer/show/541#page/17/mode/1up
Daskor : lec’hienn diellaouiñ al lennegezh vrezhonek
http://www.daskor.org/br/recherche/
Emañ o paouez adembann ur pezh c’hoari aes da lenn : Ar c’hemener gant Job Ar Bayon.
Kavout a reer ivez oberenn vreur YB Kalloc’h : War an daoulin, bet adskrivet gant an doare-skrivañ unvan.
An taol esa-se a oa bet graet ganimp ivez (s. o. Studi ar Yezh) : mat eo ! Gourc’hemennoù da Zaskor, a venn Daskor d’ar Vrezhoned o lennegezh !