Kantik Penn-ar-C’hrann : Itron Varia ar Joa

Dastum kantikoù brezhonek ar parrezioù a zo a-bouez dre m’emañ an hengounioù relijiel o kaozhañ dre holl e Breizh.
Talvoudus int e meur a geñver, en o zouez :

– ar boued speredel a gaver enno ha n’eo ket dister alies ;
– ar yezh, a zo dre ret tost da hini ar c’hornad ;
– istor ar barrez (amañ ez eus anv eus ur c’hloc’h kozh, eus adsavidigezh an iliz-parrez, eus gizioù an dud, eus ar pardon a veze, eus ar feunteun hag all, hag all…)

Kantik Itron Varia ar Joa Penn-ar-C’hrann

Enoret e vez I.V. ar Joa en iliz-parrez, hag ivez, ur c’hilometr hanter alese er gevred, tost da Logelloù e-lec’h ez eus ul lec’h-pediñ e-kichen ur feunteun.
War don Rumengol e vez kanet ar c’hantik pezh a ziskouez ez eo bet savet nevezik zo,. N’omp ket deuet a-benn da adkavout levr orin ar follenn-se pajenn 93-94, na petra a sinifi an niverenn 109.

Titouroù diwar lenn ar c’hantik :
– trede koublad : adsavet eo bet an iliz a oa brasoc’h gwechall. E kreiz ar seitekvet kantved. Met e dibenn ar c’hantved-se e 1696 ez eo bet tangwallet , hag adarre e vo taget gant ar c’hurun e 1718.*
– “Enni ur c’hloc’h a seizh kant vloaz” Merket eo warnañ 1365. E tro 1965 e vefe bet savet ar c’hantik eta. hogen moarvat abretoc’h : e-tro ar bloavezhioù 45-50 moarvat, diouzh doare moullañ follenn ar c’hantik. Kavet eo bet evel follenn diroget ul levr kantikoù all en ul levr kantikou eus ar barrez eus 1961
– 7vet koublad “ho trogenn c’hlas”. War an uhel emañ an iliz, met ar feunteun a zo en un dorgenn.
– 9vet : “causa nostrae laetitiae”. Ac’hano moarvat an anvad “IV ar Joa”d l e Levenez/laetitiae.
– 10 vet : anv eus ar feunteun ha da betra eo bet savet : evit ar mammoù “Gras da vagañ o bugale / ha d’o sevel hervez Doue”.

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s