C’hoari e-pad an hañv (ha pelloc’h…)

Gant google https://translate.google.com e c’heller treiñ testennoù ger evit ger eus ur yezh d’eben, met n’heller ket henn ober gant ar brezhoneg (gant an Ofis e c’heller treiñ eus hor yezh d’ar galleg metevit c’hoazh pas ar c’hontrol) siwazh.

Met gant Google e c’heller ivez SELAOU testennoù.
Testennoù brezhonek a c’heller lakaat er golonenn gleiz, ha dibab ar yezh a fell deor.
Tu ez eus evel-se da glask pe yezh a zistag an tostañ d’ar brezhoneg.
Graet em eus hag ez eus evelkent un dornad mat anezho ez eus tu da gompren en hor yezh daoust d’o fouez-mouezh :
ar Bosnieg, ar c’hatalaneg, ar C’hreoleg, ar C’hroateg hag ar Serbeg, an esperanteg, ar c’hembraeg, an indonezianeg, al latineg, al letoneg, ar makedonieg, an izelvroeg, hag ar …swahili ha n’eo ket re fall, tamm ebet.

Kenstrivadeg : respont d’ar goulenn-mañ .

Pe hini eus pouezioù-mouezh ar yezhoù-se a gavit ar gwellañ da selaou brezhoneg ?
Tu zo da implij an destenn verr da heul, pe forzh pe hini all :

Krouidigezh ar bed.
Er penn-kentañ e krouas Doue an neñv hag an douar. Hag an douar a oa gouez ha goullo gant teñvalijenn war-c’horre an islonk, met Spered Doue a blave war-c’horre an doureier.
Hag e lavaras Doue : «Ra vezo gouloù». Hag e voe gouloù. Hag e welas Doue ar gouloù : mat e oa. Hag e tispartias Doue ar gouloù diouzh an deñvalijenn. 5 Hag e c’halvas Doue ar gouloù: Deiz, hag an deñvalijenn a c’halvas: Noz. Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : un devezh.

Grit ho soñj eta, ha kasit an disoc’h, ma karit, en Notennoù a c’heller lakaat e dibenn ar gemennadenn-mañ, pe dre vail : mailto:eat

A-wechoù ez eus peadra da c’hoarzhin avat !

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s