Barnerion adwelet

War droidigezh skipailh “MG” eo bet diazezet al labour-mañ, un droidigezh bet savet pellik ‘zo, war-dro ar bloavezhioù 50-60, ha marteze zoken ez eo Klerg an troer anezhi. Marsel Klerg en deus troet a-hent-all tammoù ‘zo eus “Barnerion” evit an oferenn war ar premdez er bloavezhioù 71-72 (gwelout a reer heñvelderioù a ro da soñjal edo an droidigezh kentañ etre e zaouarn).

Lennekoc’h a galz eo “MG” eget hini an tour-Tan (an TT), a chom fetis-tre ha ger-ha-ger gant an hebraeg, er frazennadur zoken a-wechoù, ken e c’hell bezañ a-wechoù pellik diouzh an destenn latin kefridiel a vremañ, a chom an destenn hon eus heuliet pa save diaesterioù.

En droidigezh “MG” n’hon eus ket gellet fiziout re en anvioù divoutin a zo bet kemmet alies da dostaat ouzh ar stumm latin evel ma c’houlenn an Iliz. Maodez Glanndour en deus o adwelet kalz diwezhatoc’h eget an droidigezh-mañ en e droidigezhioù all gant sikour levr CERF 1978 “Dictionnaire des noms propres de la Bible”.

Sonjal a ra dimp hon eus bremañ un destenn a zoare en hor yezh, aes da lenn ha feal ouzh an Nova-Vulgata.

Barnerion ABS eost 2014.odt
Barn 1-10.odt
Barn 11-18.odt
Barn 19-21 (dibenn).odt

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s