Meuleudi d’an Oan Pask

Oan Pask

Ardamez parrez Geneston (Bro-Naoned) :              “E sabel, e Oan Pask en arc’hant, o tougen ur banniel en arc’hant ivez, karget gant ur groazig e gul, eilet a zehou gant ur steredenn en aour” (J-C. E.)

VICTIMAE PASCALI LAUDES
Da Jezuz, Oan Pask kinniget,
Ra gano ar gristenien.
Oanig marv dibec'hed,
Gantañ holl omp dasprenet.
Setu-ni adarre
E gras Doue.
Ar vuhez hag an Ankoù
Zo bet ganto emgannoù :
Met Jezuz a zo bev,
Trec'h d'ar marv.
- Lavar din, Madalen,
Petra 'peus gwelet en hent ?
- Ar bez am eus gwelet goullo,
Ar C'hrist 'zo adsavet, trec'h d'ar marv !
Testoù eo an Aelez.
Al liñser-gañv 'zo ivez.
Adsavet Jezuz, ô dudi I
E Bro-C'halile e vo en ho raok-c'hwi.
Bev ar C'hrist, ni holl a oar !
Meuleudi ha Gloar !

 V.S.

Ton

 

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s