Ur 6vet divyezhek e St Se Landerne ?

Anv ‘zo gant skolaj Sant Sebastian Landerne digeriñ ur rouedad divyezhek en distro-skol a zeu.
Degouezhet omp e derou Miz Mae, skolajidi a zo enskrivet
met MANKOUT A RA DAOU C’HOAZH da zigeriñ an hentenn.
Ar pennadig-mañ ‘zo skrivet d’ho kelaouiñ a-benn ma vo graet un tamm bruderezh.
Daou n’eo ket ouzhpenn deomp evit ober d’ar brezhoneg mont war-raok e Landerne !
Daoust hag eñ e vo kavet an daou skoliad-se a-raok dibenn ar bloavezh-skol ?
Marteze e vint kavet a-drugarez deoc’h.

Trugarez deoc’h da brederiañ un tammig da welout ar pezh a c’hellit ober da ziskoachañ daou skolajiad nemetken…

 

 

Erlec’hiadur ar boblañs er C’hwec’hkogn

Ar gartenn-mañ a gomz gwelloc’h eget ur brezegenn hir.
E rannbarzh Breizh e kaver sifr izelañ ar C’hwec’hkogn, met n’eo ket kontet Liger Atlantel er sifr-se, mar befe kontet e vefe ar sifroù en tu all da zek marteze.
Un dra all a zo da verzout en emdroadur etre 2005 ha 2014 : (8,11/3,47)= + 234 %, ar pezh a verk ez eo e Breizh B4 ez a ar buanañ ar c’hresk er bloavezhioù-mañ e Frañs.

Ouzhpenn ar ‘melting pot” abaoe an Dispac’h  Gall hag a zo aet kalz war washaat goude ar c’hentañ brezel bed, hag a zo o vuanaat bepred abaoe oc’h ober d’ar Vretoned kuitaat o bro da labourat e lec’h all e teu d’en em staliañ en hor bro kalz a C’hallaoued a orin eta, ha neuze ez eus ivez ouzhpenn 8% a dud aralleuropat.
Ma seller ouzh ar rannbarzhioù all e c’heller rakwelout e vo daougementet ar sifr-mañ a-raok 10 vloaz, sellit ouzh an emdroadur er PDL da skouer a zo aet eus 8,24 % da 14,8 %.

Penaos ‘ta e c’hellje Breizh mirout he yezh gant an daou c’hour-lanv-se ?

Ar pezh a zo nevez ouzhpenn eo n’eo ket kristen an darn vras eus an dud-se.
Nec’hus eo evit ar c’henvevañ er gevredigezh, pa n’eo ket mui talvoudoù ar relijion gristen boutin etre an dud er gevredigezh, ar pezh a oa e diazez ar peoc’h hag ar c’henvevañ er gevredigezh, betek nevez ‘zo e Breizh, ha n’eo ket gouest an tebet “talvoudoù ar Republik” da c’hoari d’e dro ar roll-se abalamour m’he deus ar republik-se un termenadur faos eus an Den :

– klask a ra diskar ar relijion gristen (1789, 1881, 1905…) ;

– ne zouj ket ouzh ar Vuhez (lezenn Veil-Giscard 1973)
– ne zouj ket ouzh ar familh (an torr-dimeziñ, lezenn Taubira…)
– ar frankiz revel ‘pep hini zo libr gant e damm kig’ (lezenn an hilastalerezh, ar bilulenn, ar sioc’hananadurioù)

– (…) (…)
Hag an Emsav, dilezet gantañ ar vroadelouriezh kristen evit ur gleizelouriezh nay, siwazh a zo evel kalemarc’het gant ar gleizelourien c’hall, a zo, an holl anezho, Jakobined e-keñver hor broad (sellout ouzh afer Naoned e Breizh, pe an adaozadur rannbarzhel).

Emañ ar gwir gant Roparz Hemon : Poent eo distagañ hor c’harr diouzh hini Bro-C’hall. Hogen n’eo ket gallus er mare-mañ. Pezh a chom gwir d’am soñj eo e rank ar brezhoneg servijañ da venveg evit derc’hel d’hon identelezh brezhon-kristen el ledenez-mañ.

 

T. G.

 

Kentelioù Katekiz evit ar re vihan Kentel 0 da 6

Unan eus kudennoù brasañ an Iliz abaoe Vatikan II eo diskaradur naet ar c’hatekiz.
Anat eo e rank ar gerent pediñ gant o bugale bemdez kerkent ha ganet, hogen ivez kelenn anezho abred-tre hep gortoz an nebeut katekiz a c’hellint tapout e stern ar parrezioù pa vezint degouezhet en ‘oad a skiant’, seizh vloaz : re ziwezhat e vo, diheñchet e vezint buan gant an endro andoueat ma’z eo soubet an dud ennañ e Frañs hiviziken.

Petra da ober ? Amañ-kevret e kavor 6 kentel gentañ ul levr katekiz en deus diskouezet e berzhioù mat e galleg dindan an anvad “La nouvelle Miche de pain” bet adembannet meur a wech abaoe 1934 (an embannadur diwezhañ a gav gwerzh bepred, un embannadur e teir levrenn a zo nevez deuet er-maez e ti Elor e 2005).
Ur c’helennadur asur-tre eo, ur bedagogiezh eeun-kenañ. Savet eo evit an oad tenerañ, adalek 4 bloaz. Ar gerent a gavo aes ober gant ar pajennoù-mañ gant o bugale.
Evit abegoù a wirioù hon eus dibabet skeudennoù embannadur 1973 avat, ha kempennet un tamm an destenn hec’h-unan.

Da c’hortoz ar c’hamp katekiz da zont en eskopti Gwened (skrivañ deomp ma ‘z oc’h dedennet da zont gant ho pugale) e c’hell kerent Emglev An Tiegezhioù, hag ar re a garo, ober o mad eus ar pajennoù-mañ.
Ul levr 250 pajennad e vo pa vo echu. Laouen e vefemp o c’houzout pet skouerenn a vo mat moulañ rak gwerzhet fall-tre eo bet “Diverradur Katekiz an Iliz katolik” : digeriñ a reomp eta ur roll rakprenerien skrivañ deomp. Klask a raimp chom hep lakaat ur priz re uhel evelkent.

Katekiz bugale betek kentel 6.pdf

Ar Vuhez Kristen, kelaouenn ar familhoù kristen

Amañ e vor ar renabl eus ar pennadoù a gaver en niverennoù eus ar gelaouenn-se a zo e kerz Emglev An Tiegezhioù.
Ur studiadenn a vefe mat gouestlañ d’an oberenn-se he deus padet 18 vloaz etre 1926 ha miz Mae 1944. Relijiel rik e oa ar gelaouenn ha kar-he-yezh ivez : ur rummad pennadoù a ro arguzennoù d’ar mammoù evit ma talc’hfent d’ar yezh gant o bugale. A-du gant Pétain e oa a-hent-all, n’eus ket da souezhiñ.
Yac’h-tre eo ar brezhoneg a embannas.
Ar Vuhez Kristen kelaouenn ar familhoù kristen (renabl).odt

Tresadennoù hudur Frilouz war 7seizh.info

5euro franko

Mignoned vat,
Da heul klemmoù an dud (en o zouez re izili EAT) ha zoken, diouzh hon eus klevet, re skipailh “7seizh.info”, ez eo bet tennet kuit ar bajenn a dresadennoù hudur, bet treset gant “Frilouz” he deus feuket bras meur a hini ac’hanomp.
http://7seizh.info/2016/04/06/pok-dam-revr-o-doue/
Aet e oa an den betek hon daeañ gant ur ger kaset deomp amañ.
Bennozh da Zoue !

Seurt traoù divalav ne oant ket bet gwelet biskoazh betek-hen e brezhoneg.
E galleg, ne lavaran ket.
An doujañs ouzh ar relijion a zo ret. Unan eus “mentoù” mab-den ez eo ar relijion, an hini donañ.
An doujañs ouzh ar veleien evel beleien a zo un dra gaer, pa skeudennont Hor Salver en hon touez. Pec’herien int moarvat evel an holl, ha grevus-tre eo degouezhioù ar re a gouezh er vaboriadezh / bedofiliezh seul vui maz int tud a zo e karg eneoù,
hogen tagañ ar velegiezh hec’h-unan evit keloù-se a zo direizh, dizonest, treitour, ha gwashoc’h : diheñchañ a ra an eneoù gwanañ a zo endeo dic’houez-mat war draoù ar relijion gristen a zo relijion ar garantez : “Doue ‘zo karantez” (1 Yn 4,9) eme sant Yann Avielour, mignon tostañ Jezuz.

Pedomp evit reuzidi ar vaboriadezh, evit “Frilouz” hag an holl re n’o deus ket skiant an doujañs ouzh an dud-a-Zoue, evit an dud a laka mesk e speredoù an dud er meziennoù, e-lec’h klask degas dezho sklerijenn.
Evitañ hag an dud vaoriadek (niverusoc’h-niverusañ en ur gevredigezh frankizelour (libertariste) deut eus 1968), adlennomp gourdrouz Jezuz en Aviel Sant Mazhev :

“Mallozh d’ar bed en abeg d’e wallskouerioù !
Rak mar rank ar gwallskouerioù bezañ,
mallozh d’an den
e tegouezh drezañ an droukskouer.» (Mzh 18,6)

a wir galon,
Evit Emglev An Tiegezhioù
Tepod Gwilhmod

Oberoù an Ebestel : istor an droidigezh

 

Elizher Klerg d'ar C'hollo 1965 dielloù Emglev A Tiegezhioù hon eus kavet penaos e voe graet troidigezh Oberoù an Ebestel.
– War c’houlenn Loeiz ar Floc’h (Maodez Glanndour), e reas Maoris Ar C’hollo un droidigezh kentañ ;
– kas a reas anezhi d’an Aotrou Barbotin, eus eskopti Roazhon, gouizieg war ar Bibl (gant Paol Kalvez e skrivas al levr “Petra eo ar Bibl ?” embannet gant Imbourc’h)
– Da c’houde en em gavas gant Marsel Pajenn gentañ Oberoù an Ebestel ar C'hollo reizhet gant Klerg 1965Klerg e Bulien, a lakaas evezhiadennoù niverus a-walc’h, embann a reomp amañ ul lizher anezhañ, a echu gant “evit an Aotrou Floc’h n’ouzon seurt”, a verkfe e oa moarvat dizemglev etrezo o-daou.
– 6 vloaz goude, e 1971, ez embannas AL LIAMM troidigezh an Oberoù, kemmet c’hoazh an destenn gant an aotrou Floc’h a anaveze ervat ar gresianeg.

Diouzh ar brouilhed a zo en hor c’herz e c’heller lavarout eo bet miret gant Loeiz ar Floc’h an droidigezh dre vras, an notennoù hag ar ger digeriñ bet savet gant Ar C’hollo.