Ur Raktres “Bod pe/ha Boued” e brezhoneg


Gant “Ar Redadeg 2016” e vo sikouret ur raktres da sikour ar vrezhonegerien da gaout liammoù sokial kenetrezo :

Tro ha Distro : BB – Bod pe boued e brezhoneg 10 000€

Ha ma sikourfe ar rouedadoù sokial ar vrezhonegerien da gejañ da vat o vout degemeret, bod pe boued, e brezhoneg ?
Gellet a raint touristañ en o bro ha pelloc’h, gwelet abadennoù pell diouzh o zi, foetañ bro evit o labour…, hep dilezel o yezh da-geñver ar predoù pe an nozioù. Skoulmañ darempredoù eus an dibab a raint ivez ha kreñvaat kumuniezh ar yezhourien. Tud o teskiñ ar yezh a c’hello dibab bout soubet enni ouzhpenn o c’hentelioù.
A-benn nebeut e vo kavet titouroù war www.bev.bzh

Advertisements

Ur soñj war “Ur Raktres “Bod pe/ha Boued” e brezhoneg

  1. Taget eo Imbourc’h gant Gast! er skritell-mañ e brezhoneg : http://lepeuplebreton.bzh/2016/04/28/redadeg-gast-a-redo-ar-c%CA%BChilometr-69-e-suce-sur-erdre/

    [Respont : An hini en deus kaset an evezhiadenn-mañ a ro un anv hag ur chomlec’h faos. Marteze ez eo ur ‘brovokasion’ evel hini Frilouz nevesik ‘zo. Ret eo deomp Kristenion en em voazañ ouzh o doareoù divalav. Diouzh un tu all maz eo gwir n’eo ket bet embanet gant Imbourc’h ar frazenn a embannont hon eus embannet e Genver-C’hwevrer 2016 pajenn 11 en traon un ali da izili ar gevredigezh “Gast !”, hogen siwazh n’int ket evit tec’hout diouzh o hent vil hag e fell dezho ma vo anavezet o spered hudur ha zoken ma vo kavet mat gant an holl… Petra’ri ? Pedomp evito pa ne gavont netra gwelloc’h eget kaoc’h evit ober vad d’ar brezhoneg.]

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s