Kannadig Imbourc’h niv. 95 Meurzh-Ebrel 2016

95 golo.jpeg-page-001Taolenn :
– Bedelidigezh ha broadelouriezh, gant Tepod Gwilhmod (Pa’z eo bet diskaret an doare ordin da soñjal ar vroadelouriezh gant ar vedelidigezh ; an diforc’h etre broadelouriezh ha brogarouriezh)

  • Notenn yezh gant Yann Mikael : Bedelidigezh / bedeladur ; Gouhere/Gouere

– An hini na gare ket ar mogerioù gant Yann Mikael (Ar Pab e Lampedusa ; istorioù mogerioù : Moger Sina h.a.; ar ger Wall e predeneg ; pe Yuzev-kristen ez omp ? gant Donwal Gwenvenez (ur sektenn yuzev-kristen e penn-orin ar vuzulmiz)

– Studi war “Island” Huxley 1/2 , gant Olavo de Carvalho tr. Ewan Delanoy
– Tad, da drugarekaat a ran, homelienn gant Youenn Troal ;
– Notennoù Yann Maneguen.

– Buhez E.A.T. ; Lizher a bastor eskob Kemper ha Leon ; prezegenn Lun Fask 2016 diwar-benn Lun Fask Dulenn 2016.

– Un emgav a zo aozet gant Emglev An Tiegezhioù d’ar Sul 10 a viz Gouhere e Kergreven 29800 Trelevenez. Degemer mat a vo graet d’an holl re a garo dont.

KLIKAÑ AMAÑ Kannadig 95

Bodadeg EAT d’ar Sul 10/7/2016

Bodadeg Emglev an Tiegezhioùd’ar Sul 10 a viz Gouhere e Kergreven Trelevenez.

Un devezh plijadurus e vo, digor d’an izili, d’o familhoù
(degemer mat a vo graet dezho ha pa ne gomzfent ket mat brezhoneg !…)
ha d’o mignoned. Tu zo da zont d’an derc’hent gant un deltenn pe ur c’hamping-car…

Roll an devezh :
10e30 eur Oferenn e iliz Sant Houarzhon Landerne (Kann Al loar) ;
12 e Digor-kalon e Kergreven. Ar vugale a vo diwallet gant merc’hed bras hag a zebro a-gostez.
12e 30 Pred. Pep hini a zegas un draig bennak ma c’hell (un evaj, un digor pred, pe ur wastell) ; Ar plad bras a vo ur pemoc’h rostet.
Banne kafe da heul ha pourmenadenn er c’harter ;
15 eur bennak : C’hoarioù ;
16 eur Emvod-bloaz EAT.
Renta-kont berr ha dilennadeg an drederenn eus ar c’huzul-merañ (an izili anezhañ a vez dilennet evit tri bloaz). E-pad an devezh e vo tu da eskemm war obererezh EAT. Ra skrivo deomp ar re a garfe dont-tre er c’huzul-merañ. 17e (d’an diwezhatañ) Kimiad. Kamp KEAV a grogo d’an abardaez e Lopereg, (25 km ac’hano). Evit kemer perzh, skrivit a-raok dibenn miz Mezheven da eat, EAT Kergreven 29800 Trelevenez pe bellgomzit : 02 98 25 10 72.

E Kastellin d’ar Meurzh 10 a viz Mae a-enep ar GPA

aozet gant : Ar Manif ‘vit an Holl , d’ar Meurzh 10 a viz Mae 2016, a zo deiz-ha-bloaz eñvoridigezh berzhidigezh ar sklavelezh, date commémorative de labolition de lesclavage, une mobilisation nationale contre la GPA (ou « mères porteuses »), conséquence en France de la loi dite « TAUBIRA ».

Holl bedet, da vezañ an niverusañ ar gwellañ !

Dirak isprefeti Kastellin 18e30 da 19e30

33 rue Amiral Bauguen, 29150 KASTELLIN / CHÂTEAULIN


Ni zalc’ho mat atav, Atav, Atav !

Manif Pour Tous Kreiz-Breizh

Ha ma karit: lennit un tamm amañ