Bodadeg EAT d’ar Sul 10/7/2016

Bodadeg Emglev an Tiegezhioùd’ar Sul 10 a viz Gouhere e Kergreven Trelevenez.

Un devezh plijadurus e vo, digor d’an izili, d’o familhoù
(degemer mat a vo graet dezho ha pa ne gomzfent ket mat brezhoneg !…)
ha d’o mignoned. Tu zo da zont d’an derc’hent gant un deltenn pe ur c’hamping-car…

Roll an devezh :
10e30 eur Oferenn e iliz Sant Houarzhon Landerne (Kann Al loar) ;
12 e Digor-kalon e Kergreven. Ar vugale a vo diwallet gant merc’hed bras hag a zebro a-gostez.
12e 30 Pred. Pep hini a zegas un draig bennak ma c’hell (un evaj, un digor pred, pe ur wastell) ; Ar plad bras a vo ur pemoc’h rostet.
Banne kafe da heul ha pourmenadenn er c’harter ;
15 eur bennak : C’hoarioù ;
16 eur Emvod-bloaz EAT.
Renta-kont berr ha dilennadeg an drederenn eus ar c’huzul-merañ (an izili anezhañ a vez dilennet evit tri bloaz). E-pad an devezh e vo tu da eskemm war obererezh EAT. Ra skrivo deomp ar re a garfe dont-tre er c’huzul-merañ. 17e (d’an diwezhatañ) Kimiad. Kamp KEAV a grogo d’an abardaez e Lopereg, (25 km ac’hano). Evit kemer perzh, skrivit a-raok dibenn miz Mezheven da eat, EAT Kergreven 29800 Trelevenez pe bellgomzit : 02 98 25 10 72.

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s