Ur c’helou trist eo. Ar gevredigezh “Mignoned ar Brezhoneg“, aozerien Gouel Broadel ar Brezhoneg, ne anavezont ket o mignoned. Da “Vignoned ar Brezhoneg” e lavaromp ez int faziet : ne fell ket dezho bezañ mignoned ganeomp daoust ma-z omp-ni mignoned d’ar brezhoneg abaoe 1947. Evit ar wech kentañ en istor EAT eta ez eo berzet deomp dor “Gouel Broadel ar Brezhoneg” .
E oan o soñjal mont eno… nulet eo ma raktres neuze…. 😦