Kantik Sant Alar Plouzeniel

Ar c’hantik a vez kanet war don «Pegen Kaer ez eo mamm Jezuz» (a zeu diwar «kan bale Arzhur»)

Diskan : 1. En Neñvoù ha war an douar
Meuleudi, hag enor ha gloar,
ha mil bennozh da Sant Alar.
2. Morse Sant alar ne vanke
e-kreiz e labourioù, bemde
da ginnig e boan da Zoue.
3. Start e laboure, ha bemde
mes an holl Sulioù a roe,
penn-da-benn, da servij Doue.
4. ‘Vel Sant alar, poaniomp ive
da gaout ur gwir humilite
netra kaeroc’h dirak Doue.
5. Dalc’homp ivez ha dalc’homp mat
‘vel Sant alar, da santelaat
ar boan a gavomp en hor stad.
6. Ouzh an dud paour ha maleürus,
e galon a oa truezus
bennozh d’an den madelezhus !
7. Daoust ma oa kalz dreist ar re all
ne gemeras ket ar pleg fall
da gaout lorc’h, da fougeal.
8. Evit kerzhout war e roudoù
ni a santelaio ar Sulioù
gant euvroù mat ha pedennoù.

Ar pardon a vez da sul diwezhañ miz mezheven.

Goude an Oferenn da 10e 30 e vez prosesion tro-dro ar chapel hervez red an heol, teir gwech, marteze en anv an Drinded santel, ha goude e ra ar c’hezeg teir gwech an dro ivez, benniget teir gwech gant ar pardoner (ar beleg en deus oferennet) diwar kalvar bras kloz ar chapel.

Goude-se e chom an dud o pakañ ur banne (ne vez ket mui debret asamblez).

 

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s