Pardon santez Anna Tro-Aon

Ar Pardon a vez d’ar Sul kentañ a viz Gouhere da 10 eur 30, e mervent parrez an Ospital-Kamfroud.

En ur chapel nevez e vez lidet, bet savet e 1950.

Goude an Oferenn e vez ur brosesion hir a-walc’h da vont d’an aod dre ar “rue du Nerhu”, da lavarout eo “Straed an Erv”, rak evel en Oberlac’h (Aber-Loc’h) Plougastell ez eus evel un ervenn o vont pell en dour.

Eno e vez benniget ar mor ha pedet an Aotrou Doue evit an dud a vor. En ur vont hag en ur zont e vez kanet hepken e brezhoneg kantikoù d’an Itron Varia (“D’hor Mamm Santez Anna” ha kantik “Itron Santez Anna” ar Palud). Da notiñ ivez kantik Itron Varia Geloù-mat, a zo patronez an iliz-parrez, war don Rumengol “Itron Varia Geloù mat / Stouit warnomp ho taoulagad/ Pedit bemdez ho mab Jezuz/ da reiñ deomp-holl grasoù nerzhus.”

Ur pred hag ur c’hermes a zo war-lerc’h : gouel ar c’harter ez eo !

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s