Santez Peronell

Bep trede sul miz Gouhere e vez pardon santez Perounel e Plouzeniel (Leon). Prosesion hag Oferenn a vez, ha goude Kig ha fars (n’eo ket dav lakaat e anv) ha c’hoarioù (kilhoù kozh da skouer).. Gwechall e veze da Sul an Drinded hervez levr Mikael Madeg war feunteunioù bro-Leon. Hervez Turiav ar Menteg er «Goueler Kelt», embannet gant Preder, e vez he gouel d’ar 25 a viz Meurzh. Gouez da dud ar vro e vije bet c’hoar da sant Goulven. E buhez Sant Goulven Alberzh Ar Meur n’eus anv ebet anezhi avat. Abalamour ma vije marvet diwar an derzhienn ez eo brudet dour feunteun ar chapel da bareañ diouzh an derzhienn, hag ivez da lakaat ar vugale da vale. (Lenn amañ da heul)

 

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s