Landouzen-Ar Folgooad : emgav kentañ EAT bep bloaz.

Bep bloaz da zerc’hent Sul kentañ miz Gwengolo e vez lidet un oferenn vrezhonek er Folgoad : gouel ginivelezh ar Werc’hez Vari.

D’an Oferenn-se a zo da 6 eur noz e tired kalzik a dud, a bep korn a vro-Leon, war droad alies.

Evel-se e krog ar bloavezh-skol nevez : dont a ra an dud da bediñ ouzh treid ar Werc’hez kurunennet, ha boaz e vezont da bokat an delwenn sakr e maen
kersanton, ha da lezel ur piled koar dirazi arouez hor pedennoù oc’h erbediñ ar Werc’hez santel d’ober da Zoue reiñ deomp hor goulennoù.

An emgav-se er Fogoad a zo c’hoazh moarvat an emgav a vod ar muiañ a vrezhonegerien evit un dra e brezhoneg.

Kinnig a ra Emglev An Tiegezhioù evel bep bloaz d’en em gavout evit an degouezh-se, ha mont war droad d’ar Folgoad war hed 7 kilometr a-dreuz
maezioù bro-Leon. Evel bep bloaz eta e c’hellit dont d’al lec’h m’en em gavas tad ha mamm Sant
Herve : chapel Landouzen An Dreneg.Digor e vo ar chapel, ha loc’hañ a reomp da 15 eur hanter- 4 eur nemet kard diouzh ar chapel.

Pediñ a reomp war an hent, 20 mister ar chapeled. Kanañ zo moaien ober ivez (degas peadra);

Tu a vo da lezel e garr e-kichen ar chapel, ha kenweturañ a vo graet da gas ar vlenierien en-dro da Landouzen d’o c’haout en-dro.

Da 18 eur e vo kroget gant an Oferenn. Goude an oferenn ez eus tu da zegas e voued ha da zebriñ war ar plas da c’hortoz prosesion ar gouloù.

Deuit eta disadorn da vale etre Landouzen hag ar Folgoad, evit kregiñ gant ar bloavezh-skol nevez !

Advertisements

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s