Kafedi Istor : “Istor ar Bibl e brezhoneg”

KafediIstor : “Istor ar Bibl e brezhoneg”

lusket gantT. Gwilhmod.
E Kemper, d’ar Sadorn 9 a viz Kerzu 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand.

N’eus ket keit-se ez eus troidigezhioù eus ar Bibl e brezhoneg : an hini gentañ a zo gant «Reizher ar brezhoneg », Ar Gonideg, embannet e 1866, met n’eus hini ebet evit c’hoazh anavezet gant an Iliz katolik. Teir zroidigezh eus an Testamant Nevez disheñvel a implij an Iliz katolik hiziv an deiz, a verk doareoù disheñvel da sellout ouzh ar brezhoneg, unan poblelour Eskob Fave), egile begennelour (Maodez Glanndour), ar pezh en deus degaset freuz abaoe donedigezh ar yezh el liderezh goude Vatikan II.

Abaoe 2012 ez eus un arnod da sevel ur Bibl lidadurel klok e brezhoneg da heul al labourioù niverus a-walc’h, a zo bet e brezhoneg abaoe 150 vloaz.


Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Notenn : e miz Genver e vo aozet un abadenn all e Brest gant ar stal “Nadoz-vor”, straed Jean Jaurès.

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s