Ha sinet hoc’h eus an ervennadeg-mañ evit ar yezhoù ?

Tennañ a ra d’ur sinadeg simpl evel ar re all met n’eo ket ! Ur gwir benveg demokratelezh dihanterat savet e 2012 gant Unvaniezh Europa (UE). Ur benveg lezennel, met dizanav gant an dud, eo an Intrudu kumuniezh europat : da sinañ a-raok ar 4 a viz Ebrrel.

Ur roll a ginnigoù lezennel eo ar Minority Safepack evit gwareziñ ar minorelezhioù broadel dre reoliadurioù reoliek evit broudañ gwirioù ar minorelezhioù, gwirioù o yezhoù ha gwareziñ o sevenadurioù. E berr gomzoù eo ar pal reiñ ur statud europat d’ar yezhoù bihanniver ha d’o sevenadurioù.

Ma vefe sinet an intrudu gant ur milion a geodedourien Europa (a orin eus seizh stad europat da nebeutañ) e vefe ret d’ar Gomision Europa kinnig un danvez lezenn war sujed ar yezhoù, ar minorelezhioù yezhel hag al liesseurted sevenadurel. Ha ret e vefe gant ar Frañs asantiñ pezh he deus nac’het betekhen: gwirioù evit pobloù Frañs, o sevenadurioù hag o yezhoù !850 000 den o deus sinet a-live Europa ar sinadeg europat-mañ d’ar 14 a viz Meurzh. E Frañs a-bezh tro 3 500 den hepken padal e oa bet lakaet da bal tizhout 55 500 sinadur.

Ar 4 a viz Ebrel 2018 eo termen an intrudu evit tizhout an niver a sinadurioù ! Chom a ra 3 sizhun evit kreskiñ niver a sinadurioù e Breizh hag e Frañs a-benn tizhout 1 million a sinadurioù en Europa. N’eo ket dibosubl ma vo graet get pep hini un tamm striv evit brudañ ar benveg-se !

SKIGNIT ledan ar gemennadenn, KOMZIT eus an dra-se tro-dro deoc’h ha SINIT !
Ezhomm ho ‘po eus ho kartenn identelezh pe ho pasporzh ha bezañ 18 bloaz evit sinañ an intrudu-se rak ur benveg lezennel eo !

Hervez al lezenn, pennad 10 eus ar reoliadur 95/46 CE Parlamant Europa e vo gwarezet ho roadennoù ha ne servijont nemet d’ar pennadurezhioù evit gwiriañ ha testeniañ an niver a sinadurioù e talvoud.

Un nebeut eilennoù zo trawalc’h evit siniñ, goude skignit dre Facebook, Twitter, dre bosteloù tro-dro deoc’h !

En linenn / War paper

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s