Petra eo hon Emglev ?

Istor Emglev An Tiegezhioù:

E 1947 e voe savet Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) gant Alan al Louarn ha Yann Kerlann e Yerres (Bro-Bariz). P’en em stalias ar re Louarn e Roazhon e c’helljod reiñ buhez d’ur wir gumuniezh vrezhonek e kêr Roazhon en-dro d’an Oferenn vrezhonek, gant an tiegezhioù Louarn, Olier — Youenn Olier, diazezer ar gelaouenn “Imbourc’h” a zo breur-kaer da Alan Al Louarn —, Bouëssel du Bourg, Souffes-Despré, Roy, Gorvan, Kalvez hag an aotrounez beleion Kalvar, Chardronnet, Barbotin.

E 1969 e voe savet ur greizenn all eus E.A.T. e Brest : Oaled Sant Erwan, gant ar vreudeur Souffes-Despré, Ivona Martin, an tiegezhioù Huon ha Provost hag ar veleien Maoris ar C’hollo ha Rumpaot.

E 2001 e voe fiziet ennañ Embannadurioù Imbourc’h hag embannadur Kannadig Imbourc’h.

E 2012 e voe krouet ar blog-mañ en ur soñjal klask kavout respontoù gwelloc’h d’an ezhommoù en em ziskouez (sellout ouzh ar rubrikenn “Rannoù” pe an Obererezhioù, izeloc’hik).

Spered :

Brezhon ha kristen eo spered ar gevredigezh. Ned eo ket dav bout kristen evit kemer perzh en he buhez evit kelou-se, hogen doujañ d’ar relijion gristen ha da gelennadurezh an Iliz a zo un dra ret.

Yezh :

Ar brezhoneg eo yezh nemeti ar gevredigezh.

Obererezhioù :

“Stourm a ran war bep tachenn” a lavare Anjela Duval.

– “Ar bed dre ar brezhoneg”. Klask a reomp diorren e diabarzh an Emsav ur preder dimp-ni hon-unan, unan broadelour ha kristen.

– Emgavioù a vez graet ur wech an amzer ;

– Brezhoneg war bep tachenn : kas war-raok oberiantizoù pleustrek evit sikour gant an dud da vevañ e brezhoneg. Troidigezhioù a bep seurt, diouzh ma vez goulennet ouzhimp ; pegsunioù “Pellgomz” ; levraoueg ; pegsunioù evit ar podoù-lastez melen, lizhiri d’ar pennadurezhioù, kemer perzh en diskeladegoù, renabloù dre gorn-bro evel “etrearfaouhalanderne”(liamm), ledan-tre eo an dachenn, hag all hag all… : EAT a sikour hag a vrud an intrudu a gemer an izili er stourm evit ar yezh ;

– Brezhoneg en Iliz : dindan talbenn “Kristenion Breizh” e vez klasket aesaat  d’an tiegezhioù ren o buhez kristen e brezhoneg

– Stourm “Pro Life” : kemer a ra perzh ez-kefridiel E.A.T. er stourmoù evit gwareziñ an tiegezhioù, hag a zo diazez ar gevredigezh, evit gwareziñ ar re wanañ ha pergen ar vugale.

C’hwi hag Emglev An Tiegezhioù

Dre hec’h obererezhioù e chom pal pennañ E.A.T.  krouiñ liammoù etre an tiegezhioù, ha kement-se a vez graet gant ur spered a vignoniezh etre an izili anezhi. Ledan eo an dachenn-oberiañ, evit an holl-dud, ha pep hini a c’hell kinnig obererezhioù nevez pe kemer perzh er re a zo anezho dija, hervez e zonezonoù hag e c’hoantoù :

Donemat deoc’h en Emglev !

Koulmig ar peoc'h

Ur soñj war “Petra eo hon Emglev ?

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s