Bodad EAT “Ar Bibl Santel”

An dielloù niverus o deus talvezet da sevel ar Bibl-mañ, ha titouroù diwar-benn an aozerien.

Mont a ra atav al labour en-dro : skrivañ da vBodad ar Bibl evit kaout ar fichennaouegoù nevesañ.

An testamant nevez lennet war You Tube

Testamant nevez (Mae 2021)

Pentateuk ABS Mae 2017  PDF 1 Pentateuk 2018

Levrioù-istorek (1/2) (4/11/16)     PDF 2 Josoua – Samouel 2018

Levrioù istorek (2/2) (29/12/16)   PDF 3 Rouaned – Ester 2018

Levrioù-barzhoniel (17/1/17)   PDF 4 Makabeed – Sirac’h 2018

Levriou Izaias ha Jeremias (25/1/17)

Profeded-dibenn (17/2/19)

N’eus, na ne vo a-raok pell amzer, degemeret gant Roma ur Bibl katolik ofisiel evit al liderezh, met ar Bibl-mañ he deus bet bep a imprimatur evit an holl levrioù a ya d’ober anezhi. Ar braz eus al labour-mañ a zo bet renet hag adlennet gant Maodez Glanndour a oa ur barzh meur : a-drugarez dezhañ hon eus un destenn gaer ha tost eus ar mammennoù. Evelkent n’en doa ket troet al levrioù kentañ a gaver a-raok al “levrioù barzhoniezh”. Neuze, evit ar re se eo bet dalc’het ar re nemeto ez eus un imprimatur katolik ganto : re An Tour Tan ha re gKlerg.Penaos eo bet stummet ar Bibl-mañ ? 40 % anezhi a zeu diwar labourioù An Tour-Tan (ger-ha-ger diwar an hebraeg), 60 % diwar labourioù skipailh Maodez Glanndour (diwar an hebraeg hag ar gresianeg, adalek Job betek an dibenn), pergen Marsel Klerg en doa prientet tost d’an hanter.

Lakaet eo bet ar Bibl-mañ da glotañ gant ar Bibl e latin a vez implijet gant an Iliz katolik, an “Nova-Vulgata”.

Disheñvel eo un tamm diouzh “Ar Bibl e brezhoneg” bet moullet gant Ti embann Penkermin :

  • adlennet ha reizhet eo bet an testennoù diwar adlennadenn bizh ur bobad 12 den ;
  • implijet eo bet troidigezhioù Klerg evit al liderezh (pergen an Oferenn war ar pemdez bloavezh par ha bloavezh ampar) evit an Testamant kozh : an diazez a zo an Tour-Tan met pa ‘z eus troidigezhioù arbennik gant Klerg ez int bet kemeret. Diwar ar gresianeg e laboure tra ma’z eo diwar an hebraeg eo graet troidigezh an Tour-Tan ; an destenn c’hresianek (ar Seikont pe Septuaginta) a zo koshoc’h eget an destenn hebraek deuet betek ennomp ;
  • lakaet hon eus an notennoù a gaver e troidigezhioù an Tour Tan, Al Liamm ha troidigezhioù Maodez Glanndour ;

6 soñj war “Bodad EAT “Ar Bibl Santel”

  1. Pingback : Bodad ar Bibl Santel Testamant Kozh M. Ar C’hollo en linenn | EMGLEV AN TIEGEZHIOÙ

  2. Pingback : SALM 16 (15) . An Aotrou, va lod-hêrezh. - Ar Gedour

  3. Dewi Bowen Williams a lavar:
    Even 1, 2013 da 5:11 g.m. Kemmañ

    Trugarez bras deoc’h evit ar holl Bibloù Brezhonek. Un Teñzor bras eo!
    Mar plij, pelec’h amañ Krennlavarioù 2:3 – 3:2 Maodez Glanndour, kollet int?

    Erbedadenn war dalvoudegezh ar furnez

    2. 1 Va mab, mar degemerez va c’homzoù,
    mar mirez ennout va reizhadurioù,
    2 o reiñ da skouarn da selaou ar furnez
    o stouiñ da galon etrezek ar skiantegezh,
    [n’eo ket 2:3 met 3:3, kollet eo 2:3-3:2]
    [3:3] 3 na lez ket an drugarez hag ar fealded da vont diouzhit.
    Stag anezho ouzh da c’houzoug, engrav anezho ez kalon,
    [3:4] 4 hag e c’hounezi neuze grad ha brud-vat
    dirak Doue ha dirak an dud.

    A galon,

    Dewi Bowen Williams

    [ya, gwir eo. Trugarez deoc’h evit an evezhiadenn brizius-mañ o tont a Gembre ! Ur gudenn henvel ‘zo pelloc’h. Mankout a ra div bajenn eus an dornskrid eta. Ouzh o c’hlask emaomp adarre.
    Siwazh n’eus ket kalz a chañsoù d’o c’havout : neuze e lakaomp troidigezh an Tour Tan en toulloù-se da c’hortoz (meneget eo e traoñ ar bajenn)
    a wir galon,
    T. Gwilhmod

    • Aotrou ker,
      hon digarezit evit dale ar respont.’M eus aon na vezañ bet responte deoc’h.
      Eo da! emañ ar Salm-se e fichennaoueg al “levrioù barzhoniel”, mont eta war “Kristenien Breizh , / bodad ar Bibl, hag e kavot : seetu aze un eiladenn eus ar salm a zo tost da vat hini embannadur Al Liamm : (un nebbeutnkemmoù am eus lakaet evel-se). Klask a reomp unan bennak da adlenn pizh ar salmoù. Marteze e vefec’h kontnat d’hen ober (vioù-koukouk, evezhiadennoù pa gavit ‘drol’)…
      a galon,
      T.Gwilhmod rvit Bodad ar Bibl
      SALM 104 (103) Meulgan d’an Doue krouer.

      1 Bennig, va ene, an Aotrou !

      O va ene, bennig an Aotrou.
      Na bras oc’h-C’hwi, Aotrou Doue !
      Gwisket oc’h a lugern hag a veurded,
      2 ha mantellet gant splannder ar sklerijenn.
      *
      Ledet hoc’h eus an neñvoù evel un deltenn,
      3 war zoureier an oabl hoc’h eus savet ho palez.
      Kemer a rit ar c’houmoul da garr-reder,
      war zivaskell ar gorventenn e valeit.
      4 Eus an avelioù e rit ho kannaded,
      eus ar flammennoù-tan ho servijerien.

      5 Startaet hoc’h eus an douar war e ziazezoù,
      evit ma chomo divrañsellus da virviken.
      6 Gant ar mor, evel gant ur gwiskamant, ho poa e c’holoet,
      a-us d’ar menezioù en em zalc’he an doureier.
      7 Met diwar ho kourdrouz e tec’hjont,
      dirak mouezh ho kurunoù en em dennjont.
      8 Ar menezioù a savas, an traoniennoù a ziskennas,
      hag an dour a redas d’al lec’h ho poa divizet dezhañ.
      9 Hag un harz hoc’h eus lakaet d’ar mor na dremeo ket pelloc’h,
      na zistroio ket da c’holeiñ an douar.

      10 Er c’haniennoù e lakait an eien da strinkañ,
      ha dinaou a reont etre ar menezioù,
      11 o dour a zegasont da holl loened ar maezeier,
      an onagred a dorr o sec’hed enno.
      12 War o ribloù e teu da chom laboused an neñv,
      ha dindan ar c’hlasvez e tispakont o c’han.

      13 Eus ho palez uhel e tourait ar menezioù,
      gant frouezh hoc’h oberoù e vez leuniet an douar.
      14 Ar geot a lakait da ziwan evit ar chatal
      hag ar plant da servijout d’an den,
      evit ma tenno e vara eus an douar
      15 ha ma vo sederaet e galon gant ar gwin ;
      ma lakaio e dal da lugerniñ gant an eoul,
      ha ma vo kennerzhet e galon gant ar bara.

      16 Maget fonnus e vez gwez an Aotrou,
      sedrez al Liban bet plantet gant e zorn.
      17 Eno emañ an evned o neizhiañ,
      war ar beg anezho e lakaio ar c’hwiboned o zi.
      18 D’ar givri gouez eo ar menezioù uhel,
      ha d’an damaned repu ar reier.

      19 Graet hoc’h eus al loar evit mentañ an amzerioù,
      an heol a oar ampoent e guzh.
      20 Degas a rit teñvalijenn ha setu an noz,
      ma kantre enni holl loened ar c’hoadeier,
      21 al leoned yaouank a yud war-lerc’h o freizh,
      en ur c’houlenn o magadur digant Doue.
      22 An heol a sav, setu m’en em dennont kuit,
      evit mont da c’hourvez en o zoulloù.
      23 Ha tro an den eo da vont er-maez evit e labour,
      evit e drevell betek ar serr-noz.

      24 Na pegen niverus hoc’h oberoù, Aotrou !
      Gant furnezh oc’h eus savet an holl draoù,
      leun eo an douar gant kement hoc’h eus krouet.
      25 Setu ar mor bras oc’h en em astenn a bep tu :
      ennañ loened o virviñ diniver,
      anevaled bras ha bihan ;
      26 eno e kerzh ar bigi,
      hag al Leviatan hoc’h eus stummet da c’hoari en dour.

      27 Kement a vev a c’hortoz diganeoc’h,
      e rofec’h e koulz o bevañs dezho.
      28 En reiñ a rit, hag e pakont anezhañ,
      pa zigorit ho torn o deus o gwalc’h a vadoù.
      29 Met pa guzhit ho tremm ez eont da goll ;
      pa dennit o alan diouto e varvont
      hag e tistroont en o foultr.
      30 Met addegasit ho spered hag e vo adkrouet ar bed,
      ha nevesaet dremm an douar.

      31 Gloar an Aotrou da bado da viken ;
      levenez d’an Aotrou gant e holl oberoù.
      32 Ur sell anezhañ ouzh an douar ha setu ma kren,
      ur stok ouzh ar menezioù hag e tivogedont.
      33 Kanañ a rin an Aotrou keit ha ma vevin,
      salmiñ a rin d’am Doue keit ha ma vin.
      34 Ra vo plijus dezhañ komzoù va c’hanaouenn,
      rak va joa din-me eo an Aotrou.

      35 Ra vo skubet ar bec’herien a-ziwar an douar
      hag an dud fall na vezet ken anezho.
      O va ene, bennig an Aotrou.

Lezit ur respont da emglev Nullañ ar respont