Taolenn niv. 100 Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù :

Deuet eo er-maez “Katekiz ar Vugale” : 250 pajennad, 120 skeudenn e liv, ul levr-katekizañ er gêr, aes ober gantañ evit ar gerent. Diazezet eo war ar skeudennoù. E-pad tri bloaz e vo implijet da brientiñ ar bugel evit e Bask kentañ, ar gomunion gentañ. 24,5 euro franko da EAT Kergreven 29800 Trelevenez.

Macron hag an Tiegezh, gant T. Gwilhmod. Tu ebet da votiñ evitañ pa ouzer e sav-lec’h war an Tiegezh. Petra eo gwir meizad ar familh ?

Penndalc’hel eo meizad ar “vroad” evit Breizh, gant Donwal Gwenvenez

Aozerion ar “Bibl Santel”, gant T. Gwilhmod : eil lodenn, diwar-benn Marsel Klerg.

Robert Estienne, Un den dianav eus an Azginivelezh, gant Erle

Ur Galon drugarezus eo Jezuz, gant Youenn Troal (Sarmon evit eil sul Fask, Sul an Drugarez).

Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen (e-touez krafoù all, Evelyne Sullerot, «idiote utile» ar Planning familial, ha burutelladenn levr dastum «Kement-se alato ! Istorioù farsus»…)

Kannadig Imbourc’h 100

errata : ne yelo ket EAT da Langoned (GBB)

Advertisements

Kannadig Imbourc’h 99

Taolenn K.I. 99

Genver-C’hwevrer 2017 :

– Donwal Gwenvenez : Evit barilhadoù tireoul e werzhjont Europa d’an Islam ;
– Tepod Gwilhmod : Aozerien “Ar Bibl Santel” : 1. Maodez Glanndour ;
– Mari : Levezon an Iliad hag an Odisea ;
– Youenn Troal : An nac’hidigezh ;
– Yann Maneguen : Notennoù diwar an darvoudoù (Martial Ménard, ur blantenn-arouez evit Breizh, Ur skol evit ar baotred e Pont-Kalleg, ar ganedigezhioù izeloc’h eget ar verventi e Breizh, stad ar gloer e Breizh (sifroù), Pevar merzher breizhad nevez lakaet war roll ar Sent (…)

Klikañ aze : Kannadig Imbourc’h 99.pdf

 

Kannadig-Imbourc’h 98

Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 98, Here – Kerzu 2016 a zo deuet er-maez. Setu amañ ar pezh a c’henner lenn warnañ :golo kannadig 98.jpg

  • Hon hendadoù ar C’hallianed, gant Yann Mikael (da heul ar breud waar istor bro-C’hall gant Sarkozy ; ur studiadenn bizh war ar ger “Gallia”ha war ar gerioù deveret dioutañ e mitaweg hag e brezhoneg)
  • Ar Manif ‘vit an Holl e Pariz e miz Here, gant Tepod Gwilhmod (rentañ-kont, ugent poent a ziskouez politikerezh ar gouarnamant a-enep an tiegezhioù)
  • War hent an darblegidigezh, gant Donwal Gwenvenez (ur ger nevez a dalvez ‘soumission’ e-se ar c’hudennoù en abeg d’an enbroerezh muzumat)
  • Desevel hor bugale, gant Nadine Olier (penaos sikour hor bugale en o buhez kantaezel ?)
  • Sant Koulm (615-2015), gant Eskob Traenor, tr. gant Paol Kalvez
  • Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen
  • Buhez hon Emglev : Notennoù yezhadur gant Bodad ar Bibl : -ar rannigoù-verb a hag e ; “Zo” pe “A Zo” ? ; -iad/-ad…

18 euro eo ar c’houmanant paper. klikañ amañ evit lenn kannadig-imbourch-98

Kannadig Kannadig 97 Gouhere-Gwengolo 2016

file0516Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 97 Gouhere – Gwengolo 2016 a zo deuet er-maez.

Pevar fennad a gavor war ar c’heleier mantrus da heul ar sponterezh islamek :

– «Laikouriezh ha Charia a zo lezennoù diamzeret o div», gant T. Gwilhmod

(ur pennad en deus devoudet ur c’havailh a-enep an aozer er gelaouenn ‘Ya’) ;

– «Sklaer e vez distaget ar pezh a veizer mat…», gant Donwal Gwenvenez

(Atav eo bet darempredoù Europa gant ar bed muslimat darempredoù a geñveriañ nerzhioù ; Tonket e oa da Europa bezañ kristen ; ar barabolenn eus “ar Winierion Vuntrerion” (Mazhev 21; 33-45 ); Aloubidigezh Europa keñveriet gant aloubidigezh Roma gant ar Varbared) ;

– «Merzher an Iliz katolik pe merzher an denelouriezh hollvedel ?», gant Yann Mikael

(Birvilh bras a zo bet er meziennoù en dro da zrouklazh ar beleg kozh Jacques Hamel)

– «Da betra e servij an armeoù europat ?», gant Tiernvael

(Da betra e servij un arme, dreist-gourdonet, mar ne servij ket evit herzel ouzh un alouberezh ?)

– «N’eus ket a garantez hep fealded, hep kendalc’husted», gant Youenn Troal

(“Ma-z eus unan bennak hag am c’har, va c’homz a viro…” (Yn 14))

– Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen ;

– Buhez hon Emglev : Renta-kont Emvod-meur EAT, Prientadur ar Bibl, Manifestiñ e Pariz a-enep Lezenn Taubira, evel brezhonegerien d’ar 16 a viz Here (Karr-boutin eus Kastellin), tu’zo da c’houlenn PDF al levr katekiz (3 bloavezh katekiz evit prientiñ o fask kentañ) evit ur bennozh Doue : 230 pajennad skeudennoù e liv, stumm A5.

 

Kannadig Imbourc’h 97.pdf

Kannadig Imbourc’h 96 Mae – Mezheven 2016

En niverenn-mañ ez eus anv eus Youenn Troal, ur beleg broadelour nevez aet da Anaon. Daou bennad hir a breder ‘zo ivez : petra eo ar brezhoneg ha war menoziad ar vroadelouriezh. Erfin, eil lodenn ur pennad-burutellañ war levr Aldous Huxley « Enezenn».

– “Deuit, va servijer mat, da gaout Doue an Tad” , gant Tepod Gwilhmod,( Buhez an Aotrou Troal)

– «Itron Varia, Mamm ar Puron», kantik gant Y. Troal

– Petra eo ar brezhoneg evidomp ? gant Tepod Gwilhmod (Le Du, Le Berre, Falc’hun, Krign-bev ar geñverelouriezh en Emsav, Menoziad treitour an Ingalded , benveg ur gumuniezh a dud)

– Disrannañ ar vroad a ra an hiniennelouriezh, tra ma vez unvanet gant ar vroadelouriezh, gant Donwal Gwenvenez (kristeniezh hag hiniennelouriezh, ha broadelouriezh)

– Studi war “Island” gant Huxley 2/2, tr. Gant Ewan Delanoy

– Notennoù Yann Maneguen ;

– Buhez hon Emglev : war-raok ez a al labourioù war-dro ar c’hatekiz evit ar vugale hag ar Bibl.

Lenn Kannadig Imbourc’h 96 AMAÑ

 

Kannadig Imbourc’h niv. 95 Meurzh-Ebrel 2016

95 golo.jpeg-page-001Taolenn :
– Bedelidigezh ha broadelouriezh, gant Tepod Gwilhmod (Pa’z eo bet diskaret an doare ordin da soñjal ar vroadelouriezh gant ar vedelidigezh ; an diforc’h etre broadelouriezh ha brogarouriezh)

  • Notenn yezh gant Yann Mikael : Bedelidigezh / bedeladur ; Gouhere/Gouere

– An hini na gare ket ar mogerioù gant Yann Mikael (Ar Pab e Lampedusa ; istorioù mogerioù : Moger Sina h.a.; ar ger Wall e predeneg ; pe Yuzev-kristen ez omp ? gant Donwal Gwenvenez (ur sektenn yuzev-kristen e penn-orin ar vuzulmiz)

– Studi war “Island” Huxley 1/2 , gant Olavo de Carvalho tr. Ewan Delanoy
– Tad, da drugarekaat a ran, homelienn gant Youenn Troal ;
– Notennoù Yann Maneguen.

– Buhez E.A.T. ; Lizher a bastor eskob Kemper ha Leon ; prezegenn Lun Fask 2016 diwar-benn Lun Fask Dulenn 2016.

– Un emgav a zo aozet gant Emglev An Tiegezhioù d’ar Sul 10 a viz Gouhere e Kergreven 29800 Trelevenez. Degemer mat a vo graet d’an holl re a garo dont.

KLIKAÑ AMAÑ Kannadig 95