Deizlevr EAT a zeiz da zeiz

Amañ lod traoù bihan ha bras buhez pemdeziek ar gevredigezh :

2022 :Pedenn ar gerent kozh (eskopti Gwened) ; Gouestloù evit 2022 a-berzh an Ao. Centène ; Kinnig Kanndi Ti Ruz an Treoù-Leon (panell) ; Kinnig un abadenn gant Bagad ar Faoued ; boutik Anne Floc’h skeudennerez ; Gouestl da Galon Dinamm Mari ; Kensakradur Rusia hag Ukrenia da galon dinamm Mari ; azasadur e bzhg ar c’hantik Vidi Aquam Berthier ;

2021: troidigezh embannoù ur c’hamp marc’h-houarn gant kevredigezh sant Visant Ferrer Gwened

adlennadur troidigezh eil hanterenn levrenn gentañ Istor Breizh La Borderie

Buhezskrid war Maodez Glanndour

2020 :troidigezh testenn ar skeudenn evit gwenvidikadur Maodez Glanndour

Ur strolladig Facebook “Kelc’h Katolik” zo bet lañset evit pediñ bemdez e brezhoneg.

ouzhpennet 2 goublad d’ar c’hantik “Gouelit va daoulagad” d’ober 14 koublad evit 14 stasion Hent ar Groaz.

Pajenn Facebook.

troidigezhioù : evit parrez Pondi : deiziadur an Azvent ; esperañsPedenn da Itron-Varia ar Gouestl an Henbont ; Pedenn dre hanterouriezh santez Anna, sant Joakim hag ar Werc’hez Vari  (3 mae Eskopti Gwened) : Pediñ gant Santig Du ; Aspedenn da sant Visant Ferrerpedennoù evit ar gomunion speredel + eskopti; Aspedenn da Itron Varia ar Joaamañ ivez (eskopti) ; Pedenn evit gwenvidikadur Loeiz ar Floc’h (Maodez Glanndour ; Lakaat er skritur peurunvan ur c’hantik da Stez Anna e-pad ar Brezel (e brzhg Gwened) ; Reolennoù ar C’hilhoù kozh  ‘mod Plougastell-Dz ; Aspedenn da I.V. an Drein Josilin + eskopti;

Troidigezh pevar skritell evit gweladenniñ ur chapel : Parrez Pempoull – Kreizenn Ploueg-ar-mor, Kengor-eskopti an arzoù sakr – Gwazerezh-eskopti ar c’hatekizañ hag ar gatekiziadelezh

Gouhere : Ritual ar Vadeziant ; Mezheven Niv. 101 Miz Mae Niv. 100 Kannadig Imbourc’h. EAT nac’het outañ diskouez e obererezh e Gouel “broadel”ar brezhoneg ; Miz  Ebrel emgav sadorn Fask da noz 28 Plasenn Viarme en Naoned ti-debriñ “Pierrot Gourmet” Miz Meurzh Krog omp da bajennaozañ ar Bibl C’hwevrer : echu niverelaat ofis al lennadennoù LE4 Genver enklask war aozerien ar Bibl ha kronologiezh ar gomision etreeskoptiel Here Manifestadeg e Pariz a-enep ar GPA Miz Gwengolo Pardon ar Folgoad kerzhadeg diouzh Landouzen Miz Gouere Emvod Meur EAT, obidoù An Ao. Troal e Kombrid Miz Genver 2016 Youtube Feiz ha Breizh, ar pedennoù pennañ  Miz Kerzu Kannadig 93  Miz Here Gouel al levrioù Karaez Miz Gwengolo  Pennad war Ouest France hag abadenn war RCF war santez Tereza (BT)  Miz Eost Pennad e Telegramme war ar Bannoù treset Santez Tereza vihan ; un all a vo dizale war OF. ; Tro Breizh 2015 nebeutoc’h a vrezhonek ; ret e vefe sevel ur chabistr e brezhoneg (n’eo ket diaes, n’eus ken nemet kemer ur bannielig a douez ar re niverus a vez) Kelou eus savedigezh ur c’hampig katekiz e bro Wened e 2016 ; Miz Gouere Tremenvan Jozef Lec’hvien ; Deuet eo er-maez BT Ste Tereza 42 skouerenn gwerzhet nemetken ; Oferenn e Stez Anna Wened e brezhoneg : kalz a dud a oa , leun chapel ar cloastr, gwerzhet evit 200 euro a levrioù,Ur pennad war Ya. diwar ar pennad “Hep tiegezhioù brezhonek, brezhoneg ebet” hogen n’o deus ket dalc’het an titl .   Kaset 408 postel evit kemenn embannidigezh niv. 91 ar C’hannadig Miz Mezheven An Aotrounez beleien J. Lec’hvien ha Y. Troal a oa ospitalizet. Bremañ emaint o-daou e ti ar Veleien gozh. Unan e St Brieg, egile e Kernizy Kemper. Bodadeg Breuriezh Sant Erwan 11/6 : 8 den a oa deuet da studiañ pizh kelennadurezh an Iliz o lenn Gaudium et Spes (Vat. II) ha Katekiz an Iliz Katolik. Re fonnus e oa an danvez : kendalc’het e vo e miz Here.    Miz Mae Echu gant Makabeed goude teir mizvezh a  labour tenn. War -raok ez a raktres BD Stez Tereza : echu an droidigezh, credofunding, goulenn skoaziad, kemm al logo… ; e keit-se e talc’h ar gouarnamant da ziskar an Tiegezh da skouer oc’h anavezout ar vugale ganet dindan GPA…    Miz Ebrel 7 den a oa deuet da studiañ al lizher d’an Hebreed d’ar sadorn 11 gant Yann Talbot (Breuriezh sant Erwan). Reizhet Lizher d’an Hebreed u nebeudig. 30 skouerenn eus Bibl Dardare dasparzhet evit an adlenn: leun a fazioù !   Miz Meurzh Meulganoù sizh. 6 ha 7 amzer ordinal troet ha rimet. Niv. 89 Kannadig Imbourc’h deuet er-maez. Echu gant adweladenn Testamant Nevez “Ar Bibl Santel”(Al Liamm). Gwerzhet 9 skouerenn hepken eus Lumen Fidei. Ur prof 500 euro a zo bet kaset da Skoazell d’an Iliz en Dienez (AED) evit Kristinien ar Reter en anv ar vrezhonegerien gristen. Miz C’hwevrer Lumen fidei dindan ar wask ; echu adlennn ar Pevar Aviel evit an embann ; Meulganoù Sizhun 5 amzer ordinal troet ha rimet diwar al latin.   Miz Genver 2015 Emgav gant un tiegezh evit Kêr Vrezhon ; Kaset Kannadig 88 ;    Miz Kerzu 2014  Keloù raktres Kêr Vrezhon en deus sachet evezh gweladennerion hol lec’hienn : ouzhpenn 100 lugadenn en ur miz Gwerzhet un nebeut levrioù evel profoù Nedeleg. Echuet Kanenn ar c’hanennoù hag an 12 profed.   Miz Du . Pennad an Télégramme war ar c’hatekiz. Echu gant troidigezh ar c’hatekiz bihan” Rouen” evit ar vugale vihan ; degemeret daou lizher gourc’hemennoù a-berzh eskibion Sant Brieg ha Gwened ; Echu gant ar profed Daniel ha graet ar braz eus an 12 profed bihan. Sadorn/Sul 25-26 Here Gouel al levrioù e Karaez. Oferenn er barrez d’ar sul e brezhoneg. Gwerzhet 32 “Katekiz an Iliz katolik”, dasparzhet war-dro 400 pegsun evit ar poubellennoù melen. Yaou 23 Here Echu gant Tobia ; kaset ar c’hatekiz da 5 eskob Breizh ; nac’het ar c’hatekiz gant ul levrdi e Landerne ; kelou ebet gant OF ha Telegramme war ar c’hatekiz ; Lumen Fidei tost echu gant PK Sul 12/10 Foar al levrioù e Landerne ; Sadorn 11 Breuriezh sant Erwan : devezh studi ha pediñ war speredelezh Breizh  Gwener 10/10 : Emañ ar c’hatekiz dindan ar wask e ti Ouestelio Sul 7 a viz Gwengolo 200 imaj eus ar Bater prenet ; ul levr katekiz rakprenet ; prof ul levr kantikoù (Treger 1934). Echu gant Samouel 1.. Sadorn 23 : lizher Job L. beleg war ar Bibl, lavarout a ra e ra bemdez gant ar brevial “Liderezh an eurioù” ; prenadenn ur brevial evit person Landreger.Gwener 22/8/14 Gw M prenet gantañ 100 imaj eus ar Bater ; roet Pater da vMK, ClM, Mamm Mari-Karmez leanez, Hermine L. hag he breur Tudual. Sul 31/8 Dasparzhet 200 levrig divyezhek e pardon santez Anna ar Palud. Kejet gant daou c’hloareg brezhonegerien vat. An Oferenn bred : Aviel e brezhoneg gant breur Gwenole eus abati Landevenneg. Brezhoneg gant an dud en tu all da 80. 86 banniel ha kroazioù en holl.

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s