Nac’hañ a ra GBB e stand da EAT…

Da gentañ e oa bet lavaret deomp e oa dre ma oamp re dost d’ur strollad politikel !!! Pe hini ??!! Ar FN Gall ? A bep seurt tud ‘zo en hon Emglev. Dre zoujañs evit ar frankiz soñjal hag ezteurel ar pennadoù a gaver e Kannadig Imbourc’h ne enouestlont nemet an aozerien anezho.

Gwashoc’h : Stalpet omp er-maez dre an abeg  e vije pennadoù “gouennelour, sesksit pe a-enep an heñvelreizhidi” e Kannadig Imbourc’h. Ur farsite eo, n’eo ket ar wirionez eveljust. Prosezoù ‘ vije !

Diskleriañ a rankomp eta, ur wech ouzhpenn, e rank an dud bezañ doujet evel tud, ha karet zoken, met tu zo d’hor soñj chom spiswel war an darvoudoù a-yoc’h a zegas digempouez er gevredigezh. N’eo ket bezañ gouennelour lavarout ez eo fall evit an holl an enbroadurioù a vil-vern : evit Breizh, ivez evit ar broioù-orin a wel begenn o foblañs o kuitaat o bro, ar re a c’hel l! Petra ‘teuio ar broioù-se da vezañ hepto ?

Bezañ a-enep ar briedelezh keodedel evit ar paroù heñvel o reizh n’eo ket bezañ “a-enep an heñvelreizhidi” met a-enep distummadur ensavadur daouvilvedel ar briedelezh a zo anezhi en holl sevenadurezhioù evit degemer bugale. Notomp ivez emañ ar braz eus  an dud heñvelrevat a-enep distummadur ar briedelezh keodedel, lezenn “T’obéiras”.

Na pegen diaes eo klask luskañ ur preder kristen e brezhoneg, hep bezañ barnet evit ar pezh n’omp ket ! Kizidik-tre eo ar c’hrafoù-se. Evit gwelout sklaer e ranker poaniañ ; ret eo asantiñ da nac’h kouezhañ e menoziadegoù eeunik, rak lorbus ez int : ar gwirvoud a zo luzietoc’h egeto. Diskleriañ a reomp hon eus fiziañs e kelennadurezh an Iliz, a anavez mat Mab-den. Abaoe 2000 vloaz ez eo arbennigourez war an Denelezh ! Klask a reomp kompren ha pleustriñ, en amzer vremañ hag e Breizh, ar gelennadurezh-se, ar furnez-se.

An Iliz ne zegemer nag an torr-dimeziñ, nag an diforc’hañ bugale : “seksist” e vije neuze ? Berzet eo hiviziken Gouel Broadel ar Brezhoneg d’ar gristenien.

Na pegen trist ! Ret e vo deomp mont memestra, evit mad ar brezhoneg : ez prevez !

Degemer a raint d’ar strollad “Gast ! avat, ur strollad ‘seksist’ evit tud’zo, benelour da vihanañ, a gomzo diwar-benn “ar C’henasant” evit an darempredoù revel, met klozet e chom o c’halon d’ar re na soñjont ket evelto. Klozet eo an nor deomp zoken, p’ hor befe karet eskemm seder ganto ha reiñ dezho da glevout ez eo an darempredoù revel, evit ur c’hristen, un dra gaer-tre a zo ken sirius ma rank bezañ e stern ar briedelezh (naturel pe kristen), doujus d’an hini all, a rank asantiñ e pep frankiz, eveljust, un arouez kaer-kenañ, hini ar roadenn-grenn d’an hini all… forzh petra ‘c’hoarvezfe… evit ar vuhez-pad… ha digor dezhi ouzhpenn.

Tu zo da soñjal ivez n’eo ket GBB al lec’h dik evit ren ar stourm-se a zisparti ar revelezh diouzh ar briedelezh, daoust m’eo bet ken frouezhus en istor Breizh hag en Europa ar gevredigezh p’edo diazezet war familhoù kristen : an Iliz a roe dezho da batrom bezañ priedoù emroet an eil d’egile, feal, ha feal betek ar marv, evit mad o bugale. Seurt ‘ro’ (e gwenedeg e talvez ‘gouestl’) a c’hell bezañ ur sakrifis a-wechoù : hadet e douar Breizh en tdeus taolet frouezh puilh, n’heller ket nac’h ! Petra a chom goude ur fouzhadenn, pa ne fell ket d’an unan en em reiñ da vat hag evit mat ?? Sed aze gwir goulenn brizhdispac’h 68 en deus goulonderet hon ilizoù :an hent da bleustriñ evit sevel un tiegezh brezhonek solud, niverus ar vugale ennañ a zo kalz diaesoc’h eget kemer e blijadur hep en em ouestlañ. Ma !…

Sur a-walc’h hor befe kejet e Langoned gant tud prest da begañ hor pegsunioù war ar poubellennoù melen, pe c’hoazh da brenañ al levr-katekiz nevez embannet ?

Siwazh evit an unvaniezh a rank ren en Emsav evit mad ar yezh e forbannont ar Gristenien diouzh ar stourm broadel a zo ret evit hor yezh. Unan bennak, lennet gantañ pe ganti ar c’helou e oamp da vezañ e GBB Langoned, en devo goulennet groñs ma vo stlapet an nor ouzhimp. A-walc’h e vo bet d’or skarzhañ. Er mare-mañ a sponterezh, n’eus ket da vezañ souezhet : Youenn Olier a lavare ez eo an Emsav evit hon enebourien evel un dachenn-vrezel, e-lec’h e kaver heklevioù eus ar bed-holl o treiñ. Ni, evel kristenien ha broadelourien vrezhon , e tiskleriomp ez eo an Emsav hon Tiegezh, pa-z eo egin nemetañ ar Gevredigezh Vrezhon a zo da sevel, unan doujus d’an Aviel, muioc’h, da vihanañ eget ar Gevredigezh c’hall dizoue -ha dre se dizenel- a anavezomp..

Gwallziforc’hegezh eo an afer-mañ ‘ta. A-hed istor an Iliz eo bet evel-se.

Oferenn a vo e Langoned antronoz d’ar Sul en iliz-parrez. Pedet e vo eta evit ma vo digoroc’h o spered da atebeien “Mignoned ar Brezhoneg” a zo aet buan da heul ar “politically correct”. Ma !

“Pardonit dezho rak ne ouezont ket ar pezh a reont”

(Lukaz 23, 34)

Advertisements