Da reizhañ e Bibl EAT

Mark 9, 29  : “dre ar bedenn hag ar yun“.

Ar ger “yun” a zo bet lammet diouzh holl droidigezhioù kempred eus ar Bibl, nemet diouzh hini Chouraqui. Ar ger-mañ a gaver padal e Vulgata Stuttgart dre m’hen gaver e holl dornskridoù ar Vulgata nemet unan. E gavout a reer ivez en darn vrasañ (tost an holl evit gwir) eus an dornskridoù gresianek (ha siriek, koptek…) ha pergen er papirus 45 eus an trede kantved, hogen n’emañ ket e daou eus an tri codeks a zo sellet evel ar re wellañ. Anv ebet ken eus ar yun eta… un dra ret, hervez Hor Salver, koulskoude, evit argas diaouloù ‘zo…

Lukaz 16, 25

25 Va bugel, a respontas Abraham, az pez soñj ec’h eus bet da eurvad e-pad da vuhez.

Ar ger “bona ” eo e latin, da lavaret eo “madoù”. Ret eo treiñ eta :

25 Va bugel, a respontas Abraham, az pez soñj ec’h eus bet madoù e-pad da vuhez

Pardon Sant Divi Dirinonn

Da bevare sul miz Gouere an hini eo e vez lidet ar pardon bihan-mañ, gant daou gantik brezhonek, unan en enor da Sant Divi, egile en enor d’e vamm Santez Nonn.

KANTIK SANT DIVI (war un ton anavezet)
Diskan : O Patron karet, Sant Divi, ni ho ped amañ gand dudi  Selaouit mat hor pedennoù, grit deomp ganeoc’h mont d’an neñvoù.
1 ) Ho mamm, Divi, eo Santez Nonn Hor Patronez hag hon itron Pebezh enor d’hor parrez-ni Kaout d’he diwall Nonn ha Divi
2 ) Pell amzer zo hon Tadoù Kozh E Dirinonn war lein ar roz, un iliz kaer o-deus savet Da enoriñ ho mamm garet
3 ) Tostik d’ho mamm, e Lannuzel C’hwi ho peus ivez ur chapel el-lec’h ma roit da bep hini Grasoù nerzhus, o Sant Divi
4 ) Skoliet oc’h bet gant Sant Ildud Kelenner dreist, santel e vrud Beleg, eskob oc’h bet goude Abostol braz Breizh ha Kembre.
KANTIK EN ENOR DA SANTEZ NONN (war ton da sant Paol a Leon)
Diskan : Kanomp, kanomp a greiz kalon, meuleudioù da santez Nonn Ha goulennomp dre ar bedenn, eus he bennozh an aluzen ( bis )
1 ) Gant eun douster leun a resped
Ho pugelig ho peus savet un ene gwenn ‘vel al lili
O peus graet d’ho mab Sant Divi (bis)
2 ) Goude ur vuhez ken Santel Santez Nonn zo bremañ uhel E mesk ar Sent hag an Aelez Gant kurunenn ar Santelezh. (bis)
3 ) Gouel ar pardon, gouel a enor Gouel a joa, e Bro Arvor En deiz hirio, e trid kalon holl Barrezianiz Dirinonn. (bis)
4 ) Eus barr an neñv, ô Santez Nonn
Bennigit parrez Dirinon
O kanañ deoc’h meuleudioù
Gant he c’halon hag he mouezhioù. (bis)
5 ) Grit ma chomo gwrizioù ar feiz
E kalon ho parrezianiz
Evel gwrizioù ar gwez derv,
A ziwan war douar hor Bro. (bis)
6 ) Ha gant sikour ho pedennoù Digorit deomp dor an Neñvoù Ha ni gano deoc’h mil bennozh E kreiz dudi ar Baradoz. (bis)

PMA : al lezenn naturel a lavar “NANN !”

Evit gwir, berzañ a ra an Iliz katolik ar PMA E PEP DEGOUEZH.

Diazezet eo ar verzidigezh-se war daou boent divezel (d.l.e. n’eo ket poentoù e rez ar relijion met e rez ar brederouriezh divezel) :

– Dinded ar c’hroueell : ar c’hroueell a zo da vezañ doujet outañ evel person ;

-Dinded ar genel-bugale a zo da vezañ graet e stern ar briedelezh ha da heul an dever revel bevet evel roadenn an eil pried d’egile.

Er pleustr en anv an div zinded-mañ ez eo berzet groñs  ar gouennañ-kalvezadel e pep degouezh, zoken etre priedoù, hag holl stummoù ar frouezhadurioù in vitro (FIV), zoken etre priedoù, da lavarout eo zoken hep tredeeg-roour.

Ar “PMA evit an holl vaouezed” a zo a-hent-all un euzhadenn a ya ent anat a-enep al lezenn naturel, ar skiant vat ha mad ar vugale ; evel m’hen diskouez mat ar video e tigor dre ret, e, anv an ingalded santel, d’ar “GPA evit an holl” .

Pardon an Itron Varia Lambaol-Gwimilio

Da sul kentañ miz Mae (Miz Mari) e vez lidet pardon an iliz-parrez gant ur brosesion, un Oferenn gant an hanter eus ar c’hantikoù e brezhoneg, ur banne a enor hag ur pred er skol Sant-Jozef. Ar c’hantik a vez kanet war an ton anavezet : “D’hor Mamm Sante Anna”.

Parrezioniz Lambaol

Diskan : Parrezioniz Lambaol, pedomp Mari hor Mamm,

Rak ar Werc’hez dinamm ‘deus joa ouzhomp-ni holl.

1. Ho mamm santez Anna ‘deus desket deoc’h pediñ, labourat ha kanañ, da Zoue Meuleudi.

2. ‘Vit saveteiñ ar bed, ha digeriñ ‘n hent mat, Doue ‘neus ho kalvet da vezañ mamm e Vab.

3.  War holl hentoù ar vro ho kalon ‘oa gantañ, betek kroaz e varv ‘peus heuliet anezhañ.

4. War-zu ho Mab karet, troit kalon pep den, ho peugale ho ped : grit ma vevimp laouen.

 

 

Studiadenn war ar “Credo” e brezhoneg

Pa vez un Oferenn vrezhonek ne vez ket lavaret ar gwir Gredo, unan eus an daou Gredo kefridel a gaver en Iliz katolik : Simbol an Ebestel pe hini Nikaeia-Kêrgustentin.

E plas ar Gredo e vez kanet ur c’hantik gant peder gwerzenn eizhsilabennek war ‘un ton anavezet’. Hini Kemper a zo anavezet mat, met unan all a zo, a veze kanet da vihanañ e Roazhon er bloavezhioù ’80.

Kredo Klikañ AMAÑ da lenn ar studiadenn.

Kannadig Imbourc’h 107 Kerzu 2018

Kenderc’hel war-raok, gant Tepod Mab Kerlevenez

Ar begennoù bedelour a-enep d’ar pobloù, gant Donwal Gwenvenez

Sant Maeldan e Blaen, gant Yann Mikael

Marsel Blanchard, person Kistinid gant T. Gwilhmod

Nedeleg : leurenner en em ra an Aotrou Doue, gant Tiernvael

Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen

Kemm a ra anv ar gelaouenn e 2019 : “Kannadig Imbourc’h” a zeu hiviziken da vezañ “Ar Gouloù Gwenn” hag a zo emren diouzh EAT.

Evit resev “Ar Gouloù Gwenn” eo dav kas 20 euro war anv Jean-Marie Michel 12 straed R. Giraud 44130 BLAEN

 

Kannadig Imbourc’h 107

Kannadig Imbourc’h 106

Taolenn Gouhere-Gwengolo 2018 :

File0935

Gouvrezel kêrel e Naoned, gant Donwal Gwenvenez (afer A. Fofana e Naoned, louzoù-diboaniañ kib-bed ar melldroad, roll noazus diatebeg an ONGoù er Mor Kreizdouarel…)
Maboberoù an Harz, gant Tepod Mab Kerlevenez
An uhelwiaderion, gant Tepod Mab Kerlevenez (ar re a zo o micher krouiñ pallennoù-moger ar c’hestell)
Petra ober dirak an digravezekaerezh er bed kornogat ? gant T. Gwilhmod (pe : ur bengadouriezh evit dreist-vevañ evl kristenien – ha brezhonegerien – er gevredigezh a vremañ)
Kastell-kreñv Blaen, gant Yann Mikael (istor lignez ar c’hastell, anvioù-lec’h “La Groulaie”, breuriezhioù karterioù Blaen)
Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen (siocdekmilionoù a verc’hed en Indez, fakenews Ouest-France war ar sioc’hanañ en Arc’hantina, heñvelrevelouriezh e rez uhelañ an Iliz, Orha Salvini….)
– Buhez hon Emglev war ar Bibl nevez embannet.

Klikañ amañ evit lenn ar C’hannadig 106.