Sadorn 14 a viz Kerzu 2013 70vet Deiz-ha-bloaz Yann-Vari Perrot Obostol “Feiz ha Breizh”

DSCN3822 DSCN3821 DSCN3826

Christophe Carichon

Renta-kont an devezh

DSCN3832 DSCN3838 DSCN3841

D’ar sadorn 14 a viz Kerzu 2013 e oa en em gavet 40 a dud e-kichen Skrignag evit un devezh-koun war an Aotrou Perrot. Da reiñ ton d’an dek-ha-ti-ugentvet deiz-ha-bloaz eus e zrouklazh e oa bet aozet  an devezh-koun, hag aozet mat. 40 a dud bennak hag ouzhpenn a selaouas d’ar sadorn ur brezegenn hir-mat (un eurvezh hanter) gant Youenn Caouissin, mab Herri Caouissin a voe sekretour an Aotrou Perrot ha laesadour hollek an Aotrou Perrot. Dre se ez eus e dielloù an tiegezh kalz a baperoù diembann. Diskouezet en deus lod anezho en ur zisplegañ piv e oa an Aotrou Perrot. An danvez eus ar brezegenn-se a c’heller adkavour war lec’hienn Ar Gedour a zo dalc’het gant e vab Efflamm : c’hwec’h prezegenn.
Goude e selaoujomp ur brezegenn gant Christophe Carichon en deus savet evit ar Skol-veur, hini Brest, ur studiadenn n’eus ket bet tu da embann dre ma veze meneget e oa bet « drouklazhet »’ an Aotrou Perrot, emezañ. Ar studiadenn-se a zanevell istor an div gelaouenn OLOLE. Dija en doa graet ur studiadenn diwar-benn ar skaouted Bleimor, hag embannet ul levr war-se zoken.
Erfin, daoust pegen berr e oa an amzer e ris war-dro ur gaozeadenn, un « daol-grenn » da glask termeniñ un tamm « petra eo ar Spered Feiz ha Breizh » a vo embannet e niverenn 84 Kannadig Imbourc’h.
Dre ma oa diwezhat e oa bet rakwelet ur pred a zoare ha meur a ganaouenn a voe klevet, e galleg hag e brezhoneg. Ar galleg a oa yezh an devezh-koun hogen kalz a ouie brezhoneg ha dre-se e oa aes mont e brezhoneg ouzh an hentez.

DSCN2994

DSCN2995
Chomet eo an hanter eus an dud da lojañ evit gellout mont d’al lid-eñvor boas, d’ar Sul da 11 eur e Kervegen ha d’an Oferenn da deir eur goude merenn a zo bet lidet gant an Aotrou Talbot. Kalzik a dud a oa en Oferenn, un daou-ugent bennak.

T. Gwilhmod

Lec’hienn aozerion an devezh : http://koatkeo.canalblog.com/

Advertisements

Ur soñj war “Sadorn 14 a viz Kerzu 2013 70vet Deiz-ha-bloaz Yann-Vari Perrot Obostol “Feiz ha Breizh”

  1. Pingback : 70vet Deiz-ha-bloaz Yann-Vari Perrot Obostol “Feiz ha Breizh” - Ar Gedour

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s