Santez Peronell (heul)

E chantele ar chapel e c’heller lenn e brezhoneg un nebeut titouroù all, skrivet n’eus ket pell :

«Amañ e vevas Santez Perounel, gwerc’hez santel, hec’h-unan-penn, ha tost ouzh ar familhoù. </em><em>Soursial a rae outo, he spered troet war-zu an Neñv. He flijadur ‘oa ober war-dro ar vugale, he brud a redas kement ma teue an dud a bell da c’houlenn diganti kuzul ha sikour. Un dudi ‘oa gwelout anezhi o pareañ ar vugale. Anaout a rae ar plant, met pareourez ‘oa, dreist-holl abalamour d’he feiz e madelezh Doue, ur feiz ken anat ha ken sklaer eget dour ar feunteun, ‘lec’h ma skuilhe Perounel kement a garantez.»

E 2015 e oa bet roet lañs d’ur pardon e Kervern-an-aod <strong>Dirinonn</strong> : eno he vije en em gavet dre vor, e traoñ lenn-vor Brest eta, o tont diouzh Iwerzhon. Evit gwir n’anavezer netra war ar santez-mañ, a zo bet erlerc’hiet gant Sainte Pétronille, a oa gwechall patromez rouantelezh Frañs, ur werc’hez eus ar c’hentañ kantved bet merzheriet e Roma, hag a oa bet pareet ha badezet gant Sant Pêr e-unan, ha deuet da heul da vezañ evel e verc’h speredel : diwar anv Pêr e teu hec’h anv eta, ha Perrine, Pierrette, met ivez Peronelle, ur ger a veze roet e galleg d’ar merc’hed sod ha teodek !

Setu ar pezh a lavar ar c’hantik bet savet nevez ‘zo, war don I.V.. Ar Porzhoù :

Diskan : Santez Peronell venniget
Pedit Doue evidomp
hag eus palez kaer an Dreinded
digorit frank an nor deomp !
1. Er bedenn c’hwi ho peus bevet,
ho kalon tost d’hor Salver,
goulennit ma vo hor spered
leun a beoc’h ha dibreder.
2. Labouret ho peus da c’hounid
bara ‘vidoc’h hag ar paour,
deskit deomp bevañ hol labour
‘vel un doare da bediñ.
3. Ho feunteun ‘oa evidoc’h,
sin kaer karantez Doue ;
grit ma raimp an hent ganeoc’h,
betek feunteun hon ene.
4. Klasket ‘peus dremm hor Salver,
ho kalon ‘oa da Zoue ;
bevet ‘peus ‘vel an dud dister,
gant karantez ‘n hoc’h ene.
5. Roet ‘peus d’an dud hoc’h amzer,
douget ‘peus o fedennoù,
‘vit o c’has betek hor Salver
ha kaout perzh ‘n e vennozhioù.
Advertisements