Oferennoù brezhonek… ha gallek-latinek

Diaes-mat eo d’ar vrezhonegerien gristen bevañ o feiz gant brezhonegerien all o vezañ maz int strewet a bep tu. Evelkent ez eus tu da implij al liammoù da heul. O vezañ ma n’eus koulz lavaret oferenn vrezhonek ebet, e c’heller dioueriñ ar galleg un tammig en ur vont d’un Oferenn er stumm dreist-ordinal (Latin-Galleg). Evelkent ne dalv ket e vije distaolet Sened-Meur Vatikan II ganeomp  (amañ ar 14 kraf nevez degaset gant Vatikan II) 

Lec’hienn da c’houzout peseurt lennadennoù (stumm ordinal) eo evit pep devezh

Aviel an deiz (skritur 1958)

alies e vez ivez war ar bajenn Facebook Kelc’h katolik

Avieloù (eskopti Kemper ha Leon)  Bibl a-bezh (EAT)

Testenn Latin-galleg an Oferenn er stumm dreistordinal

Lec’hienn Ar Gedour a glask dastum roll an oferennoù brezhonek :

Prantad-pediñ gant Aviel ar Sul d’ar Sadorn da 18e (radio Arvorig FM) ha d’ar Sul da 9e (radio Arvorig FM, radio Kerne ha radio Naoned)

Ur bedenn a vez bemdez war Radio an Aodoù, amañ e postcast, gant Aviel an deiz.

Evit komuniañ :  A-raok, pa n’heller ket kofes, e tleer lavarout an Akt a geuzidigezh (klikañ)    pe a Azreg klok (klikañ amañ evit gouzout petra eo ha kavout un Akt a geuzidigezh pe a Azreg klok)

Pa ne c’heller ket komuniañ e c’heller atav selaou an Oferenn ha komuniañ ent-speredel sant Alfoñs Ligori. Pedenn hiroc’h evit ar gomunion speredel gant an Aotrou Centène

Oferennoù e Latin :  da lod ac’hanomp eo gwelloc’h kemer perzh en un Oferenn latin eget en unan e galleg hepken : amañ da heul liammoù evit un Oferenn e latin (nemet al lennadennoù hag ar sarmon a vez e galleg)

Roll Oferennoù e Latin (Breudeuriezh Beleien Sant Pêr FSSP hag eskoptioù) :

Roll Oferennoù e Latin (Breudeuriezh Beleien Sant Pius X FSSPX)

Da notiñ e vez a-wechoù an Anjelus e brezhoneg en Oferennoù latin e Penn-ar-Bed hag e Sant Kristol An Oriant.

Dre internet war eeun Latin-Galleg (FSSP  10 e d’ar Sul) ac’heller selaou ivez dre postcast ha war ar pemdez.

Dre internet St Nicolas Chardronnet (FSSPX 9e 10e30, 12e30)

Lec’hiennoù kantikoù brezhonek :

http://www.kan-iliz.com/

https://kantikou-brezhoneg.skyrock.com/2980842767-TAOLENN-TABLE-DES-MATIERES.html

http://per.kentel.pagesperso-orange.fr/frame_par_genre.htm

Ur soñj war “Oferennoù brezhonek… ha gallek-latinek

  1. An Oferenn Nedeleg e Brezhoneg a vo lidet d’ar 24 a viz an Avent en iliz Plañvour. Filaj hag oferenn da 5 eur d’enderv.

    A galon
    Alan HERVE

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us