An dielloù niverus o deus talvezet da sevel ar Bibl-mañ, ha titouroù diwar-benn an aozerien.
Mont a ra atav al labour en-dro : skrivañ da eat@orange.fr evit kaout ar fichennaouegoù nevesañ.
An testamant nevez lennet war You Tube
– Testamant nevez (Mae 2021)
– Pentateuk ABS Mae 2017 PDF 1 Pentateuk 2018
– Levrioù-istorek (1/2) (4/11/16) PDF 2 Josoua – Samouel 2018
– Levrioù istorek (2/2) (29/12/16) PDF 3 Rouaned – Ester 2018
– Levrioù-barzhoniel (17/1/17) PDF 4 Makabeed – Sirac’h 2018
– Levriou Izaias ha Jeremias (25/1/17)
– Profeded-dibenn (17/2/19)
Penaos eo bet stummet ar Bibl-mañ ? 40 % anezhi a zeu diwar labourioù An Tour-Tan (ger-ha-ger diwar an hebraeg), 60 % diwar labourioù skipailh Maodez Glanndour (diwar an hebraeg hag ar gresianeg, adalek Job betek an dibenn), pergen Marsel Klerg en doa prientet tost d’an hanter.
Lakaet eo bet ar Bibl-mañ da glotañ gant ar Bibl e latin a vez implijet gant an Iliz katolik, an “Nova-Vulgata”.
Disheñvel eo un tamm diouzh “Ar Bibl e brezhoneg” bet moullet gant Ti embann Penkermin :
- adlennet ha reizhet eo bet an testennoù diwar adlennadenn bizh ur bobad 12 den ;
- implijet eo bet troidigezhioù Klerg evit al liderezh (pergen an Oferenn war ar pemdez bloavezh par ha bloavezh ampar) evit an Testamant kozh : an diazez a zo an Tour-Tan met pa ‘z eus troidigezhioù arbennik gant Klerg ez int bet kemeret. Diwar ar gresianeg e laboure tra ma’z eo diwar an hebraeg eo graet troidigezh an Tour-Tan ; an destenn c’hresianek (ar Seikont pe Septuaginta) a zo koshoc’h eget an destenn hebraek deuet betek ennomp ;
- lakaet hon eus an notennoù a gaver e troidigezhioù an Tour Tan, Al Liamm ha troidigezhioù Maodez Glanndour ;
Pingback : Bodad ar Bibl Santel Testamant Kozh M. Ar C’hollo en linenn | EMGLEV AN TIEGEZHIOÙ
Pingback : SALM 16 (15) . An Aotrou, va lod-hêrezh. - Ar Gedour
Dewi Bowen Williams a lavar:
Even 1, 2013 da 5:11 g.m. Kemmañ
Trugarez bras deoc’h evit ar holl Bibloù Brezhonek. Un Teñzor bras eo!
Mar plij, pelec’h amañ Krennlavarioù 2:3 – 3:2 Maodez Glanndour, kollet int?
Erbedadenn war dalvoudegezh ar furnez
2. 1 Va mab, mar degemerez va c’homzoù,
mar mirez ennout va reizhadurioù,
2 o reiñ da skouarn da selaou ar furnez
o stouiñ da galon etrezek ar skiantegezh,
[n’eo ket 2:3 met 3:3, kollet eo 2:3-3:2]
[3:3] 3 na lez ket an drugarez hag ar fealded da vont diouzhit.
Stag anezho ouzh da c’houzoug, engrav anezho ez kalon,
[3:4] 4 hag e c’hounezi neuze grad ha brud-vat
dirak Doue ha dirak an dud.
…
A galon,
Dewi Bowen Williams
[ya, gwir eo. Trugarez deoc’h evit an evezhiadenn brizius-mañ o tont a Gembre ! Ur gudenn henvel ‘zo pelloc’h. Mankout a ra div bajenn eus an dornskrid eta. Ouzh o c’hlask emaomp adarre.
Siwazh n’eus ket kalz a chañsoù d’o c’havout : neuze e lakaomp troidigezh an Tour Tan en toulloù-se da c’hortoz (meneget eo e traoñ ar bajenn)
a wir galon,
T. Gwilhmod
Geneliezh an Aotrou Yann Wilhou Herry 19vet Kvd http://diocese-quimper.fr/bibliotheque/files/original/8d31638f2f38ba68e7d7e81aa710bfad.pdf
Mersi bras evit brudañ al labour-se ! Met ne wellan ket ar salm 104
…
Aotrou ker,
hon digarezit evit dale ar respont.’M eus aon na vezañ bet responte deoc’h.
Eo da! emañ ar Salm-se e fichennaoueg al “levrioù barzhoniel”, mont eta war “Kristenien Breizh , / bodad ar Bibl, hag e kavot : seetu aze un eiladenn eus ar salm a zo tost da vat hini embannadur Al Liamm : (un nebbeutnkemmoù am eus lakaet evel-se). Klask a reomp unan bennak da adlenn pizh ar salmoù. Marteze e vefec’h kontnat d’hen ober (vioù-koukouk, evezhiadennoù pa gavit ‘drol’)…
a galon,
T.Gwilhmod rvit Bodad ar Bibl
SALM 104 (103) Meulgan d’an Doue krouer.
1 Bennig, va ene, an Aotrou !
O va ene, bennig an Aotrou.
Na bras oc’h-C’hwi, Aotrou Doue !
Gwisket oc’h a lugern hag a veurded,
2 ha mantellet gant splannder ar sklerijenn.
*
Ledet hoc’h eus an neñvoù evel un deltenn,
3 war zoureier an oabl hoc’h eus savet ho palez.
Kemer a rit ar c’houmoul da garr-reder,
war zivaskell ar gorventenn e valeit.
4 Eus an avelioù e rit ho kannaded,
eus ar flammennoù-tan ho servijerien.
5 Startaet hoc’h eus an douar war e ziazezoù,
evit ma chomo divrañsellus da virviken.
6 Gant ar mor, evel gant ur gwiskamant, ho poa e c’holoet,
a-us d’ar menezioù en em zalc’he an doureier.
7 Met diwar ho kourdrouz e tec’hjont,
dirak mouezh ho kurunoù en em dennjont.
8 Ar menezioù a savas, an traoniennoù a ziskennas,
hag an dour a redas d’al lec’h ho poa divizet dezhañ.
9 Hag un harz hoc’h eus lakaet d’ar mor na dremeo ket pelloc’h,
na zistroio ket da c’holeiñ an douar.
10 Er c’haniennoù e lakait an eien da strinkañ,
ha dinaou a reont etre ar menezioù,
11 o dour a zegasont da holl loened ar maezeier,
an onagred a dorr o sec’hed enno.
12 War o ribloù e teu da chom laboused an neñv,
ha dindan ar c’hlasvez e tispakont o c’han.
13 Eus ho palez uhel e tourait ar menezioù,
gant frouezh hoc’h oberoù e vez leuniet an douar.
14 Ar geot a lakait da ziwan evit ar chatal
hag ar plant da servijout d’an den,
evit ma tenno e vara eus an douar
15 ha ma vo sederaet e galon gant ar gwin ;
ma lakaio e dal da lugerniñ gant an eoul,
ha ma vo kennerzhet e galon gant ar bara.
16 Maget fonnus e vez gwez an Aotrou,
sedrez al Liban bet plantet gant e zorn.
17 Eno emañ an evned o neizhiañ,
war ar beg anezho e lakaio ar c’hwiboned o zi.
18 D’ar givri gouez eo ar menezioù uhel,
ha d’an damaned repu ar reier.
19 Graet hoc’h eus al loar evit mentañ an amzerioù,
an heol a oar ampoent e guzh.
20 Degas a rit teñvalijenn ha setu an noz,
ma kantre enni holl loened ar c’hoadeier,
21 al leoned yaouank a yud war-lerc’h o freizh,
en ur c’houlenn o magadur digant Doue.
22 An heol a sav, setu m’en em dennont kuit,
evit mont da c’hourvez en o zoulloù.
23 Ha tro an den eo da vont er-maez evit e labour,
evit e drevell betek ar serr-noz.
24 Na pegen niverus hoc’h oberoù, Aotrou !
Gant furnezh oc’h eus savet an holl draoù,
leun eo an douar gant kement hoc’h eus krouet.
25 Setu ar mor bras oc’h en em astenn a bep tu :
ennañ loened o virviñ diniver,
anevaled bras ha bihan ;
26 eno e kerzh ar bigi,
hag al Leviatan hoc’h eus stummet da c’hoari en dour.
27 Kement a vev a c’hortoz diganeoc’h,
e rofec’h e koulz o bevañs dezho.
28 En reiñ a rit, hag e pakont anezhañ,
pa zigorit ho torn o deus o gwalc’h a vadoù.
29 Met pa guzhit ho tremm ez eont da goll ;
pa dennit o alan diouto e varvont
hag e tistroont en o foultr.
30 Met addegasit ho spered hag e vo adkrouet ar bed,
ha nevesaet dremm an douar.
31 Gloar an Aotrou da bado da viken ;
levenez d’an Aotrou gant e holl oberoù.
32 Ur sell anezhañ ouzh an douar ha setu ma kren,
ur stok ouzh ar menezioù hag e tivogedont.
33 Kanañ a rin an Aotrou keit ha ma vevin,
salmiñ a rin d’am Doue keit ha ma vin.
34 Ra vo plijus dezhañ komzoù va c’hanaouenn,
rak va joa din-me eo an Aotrou.
35 Ra vo skubet ar bec’herien a-ziwar an douar
hag an dud fall na vezet ken anezho.
O va ene, bennig an Aotrou.