eurlid3.doc hag evezhiadennoù

E pep lec’h eürus e-lec’h evurus evit sentiñ ouzh ar reizher, daoust ma santan-me un diforc’h etrezo evel Jil Ewan. E pep lec’h “Ma-z” e-lec’h “Ma’z” a-du gant ar reizher, ha YBB§87, 88.
E pep lec’h : mat e vefe mont dre “c’hwi”, “hoc’h” ouzh an Aotrou Doue , unan e tri ferson, ha n’eo ket gant “te” a-wezhioù.
P. 203 Pebeilganenn : o vezañ m’eo un destenn adaozet (Kv.) em eus miret troidigezh Klerg diwar latin Lirurgia Horarum.

P.211 : Prz 8,13  “ur fazi eo “doujañs ebet”, ret eo lavarout “tamm doujañs evet” YBB!304,336,487.
P.214 :Prz 11,9 Ret eo din lakaat “ha ra vezo eürus  da galon e deizioù da yaouankiz” ouzhpenn testenn Lec’hvie/Dardare, dre m’emañ e Liderezh Eurioù latin, Vulgata Nova, evel e Livre des Jours, Bible Crampon.
P.215 Prz 12,3 “ha ma tisplannaont ar sellerezed dre ar prenestroù;” verb el liester daoust m’eo meneget ar rener, fazi graet p’eo bet kemmet  testenn Bibll an Tour Tan a oa “ha ma tisplann ar sellerezed” en ur lakaat “displannaat e-lec’h “displann(añ)” ; skrivet em eus “ma tisplanna ar sellerezed”
P. 215 Prz 12,8 Goude “kement tra” e ranker lakaat ur verb (YBB§ 483 ; neuze “Kement tra ‘zo a zo moged !”
P.219 Prz 11,15 : Reizhet eo bet “da dapout anezho” a oa e Bibl Tour Tan, dre ‘d’o tapout a zo fazi kemmadur ; skivañ a ran “d’o zapout”.
219, 220 Prz 1,16, 17 ha 18 Ur fazi eo “un all”; ret eo skrivañ “unan all” YBB§505
P. 220 : Pebeilganenn Job 1, : ouzhpennañ a ran “Evel ma plijas d’an Aotrou, evel-se e c’hoarvezas” a zo er Vulgata Nova hag e Liderezh an Eurioù.
P.230 Job 7, lin. gentañ,ouzhpennet em eus “O respont, e lavaras Job:”,evel m’emañ  en destenn latin: “Respondens Iob ait:”.
P.230 Job 7,3b, “nozvezhioù poan” a zlefe bezañ “nozvezhioù a boan” pe gwelloc’h “nozvezhiadoù poan” ; dit da welout.
P.231 Job 7,14 “huñvreoù” : n’eus ket a dildenn ; he zennet em eus kuit:”hunvreoù”.
p 234 Job 11,3 E Lec’hvien ha Dardar “da randonoù” : fazi, ar ger-se n’en deus ket a liester, skrivet em eus randonennoù (An Here).

p 246 Job 28,3 ouzhpennet em eus “ar vein teñval e tevalded skeud an Ankoù” a vank e Dardare, daoust ma oa e Lec’hvien, ha m’mañ en Eurioù latin.
p.251Job 30,8 “ar kozhidi”, fazi am eus reihzet dre “ar gozhidi”
p 251 Job 30,7 “e-kerz” fazi, skrivañ a ran “e-kerzh”
p 251 ob 30,18 “va doneg” fazi reizhañ a ran dre “va zoneg”
p 251Job 30,18 e Lec’hvien e oa “dre golier va (d)zoneg e c’hourizer ac’hanon” E Dardare eo beo kemmet e “dre golier va (d)zoneg am gourizer” fazi ret eo skrivañ “em gourizer”

p 251 Job 30,17 “a-ziwarnon” a zisplij d’ar Reizher ; skrivañ a ran hepken “diwarnon”. Memestra p er Bebeilganenn.

Paol.

eurlid3 – 252 15 Genver 2013

“Poanioù-spered an Tad Gwazdoue” : ur prof kaer evit Nedeleg.

Golo 1 in gwenn ha du

Emañ E.A.T. IMBOURC’H o paouez embann

Poanioù Spered an Tad Gwazdoue

Romant kentañ Youenn Olier

300 pajennad

Priz : 18,50 € franko ar skouerenn

evit Breizh, Bro-C’hall, Europa hag Amerika.

Kas ho chekenn da Yann MIKAEL

12 straed René Giraud 44130 BLAEN Breizh – Brittany

Hanter-kant vloaz ’zo, war e wele e klinikenn Kerlena Roskov, e skrivas Youenn Olier e romant kentañ, dres d’ar mare ma oa birvilh en Iliz ha ma voe igoret Sened-Meur Vatikan II e Roma.

Ur c’helenner war ar brederouriezh, an Tad Gwazdoue, eo an dudenn bennañ. Kelenn a ra en ur skolaj prevez a Vro-Wened. Kavout a ra dezhañ ez eo dellezek eus ur post-labour gwelloc’h, en ur c’helenndi all, unan a lorc’h, e Pariz da skouer. Mouget e vez dezhañ etre mogerioù uhel ar skolaj-se. Klask a ra an dro da c’hellout ober troioù er-maez eus e skolaj gant e reolennoù strizh a drugarez d’ur … strakell. An Tad Prefed – an Tad Bleiz -, a glasko lakaat e gabestr warnañ…, hag ar soubenn a drenko da vat etre an daou veleg.

War zigarez un romant leun a fent evel m’henn diskouez talbenn al levr e-unan, e taolenn Youenn Olier doare an Iliz d’ar poent-hont, en em gave etre daou ved : hini ar gevredigezh plouezat kristen a viskoazh o tizeriañ, hag hini ar gevredigezh kêrel dizoue, deuet diwar Filozofed an Sklêrijennoù… Diskouez a ra eta penaos edo an Iliz 50 vloaz ‘zo, hag ar c’hemm ez eus bet er bloavezhioù tri-ugent-se.

Poanioù-Spered en deus an Tad Gwazdoue gant e vrokadennoù hag e c’hoantoù bugelel un tamm, dister ha farsus war-un-dro. Gant piv ez aio ar maout, gant ar “Bleiz” pe gant an “Oan” ?..

Youenn Kraff a zo aet da Anaon (6/12/2012)

E penn-kentañ miz kerzu ez eo aet Youenn Kraff da Anaon. Abaoe un nebeut mizioù e ouie ne chome ket pell amzer gantañ da vont da gaout an Aotrou Doue.

Eus rummad Youenn Olier e oa. Gantañ ha Marsel Blanchard, person Kistinid, en doa graet e goñje e kazarn Sant-Brieg e 1945. Chom a rejont mignoned vras a-hed ar bloavezhioù a stourm en eil hanterenn an ugentvet kantved.

Labourat e reas a-hed e vuhez evit eñvor an Aotrou Perrot, abostol «Feiz ha Breizh», e «Unvaniezh Koad Kev» ha «Mignoned Feiz ha Breizh», gant ur bennegezh vras. E luskad «Iliz ha Breizh» er bloavezhioù ’70 e voe oberiant ivez evit an oferennoù brezhonek kentañ e korn-bro Kemperle.

An obidoù a vo lidet e iliz-parrez Bei da 14 eur 30 d’ar sadorn 8 a viz Kerzu.

Doue d’e bardono !

Sakr eo ar Vuhez (lizher-digor a-enep an arnodoù war ar c’hroueelloù-tud a zo war roll-mouezhiañ ar Sened ar sizhun-mañ)

D’an Aotrou Marc, senadour.

Aotrou ker,
sur a-walc’h hoc’h eus resevet meur ha meur a bosteloù dre internet a sav a-enep ar votadenn a vo kinniget dizale er Sened diwar-benn ar c’hroueelloù.
Degas a ran hepken deoc’h da soñj diwar betra ez eo bet stummet ar ger-se en hor yezh : diwar ar verb krouiñ an hini eo.
Ha petra a ro ur c’hroueell pa vez lezet da vont en e roud : ur C’hrouadur.
Ha penaos ez eus anezho ? Diwar garantez o C’hrouer.
Ha pa ne gredjoc’h mui e Doue, daoust ha ne ‘z eus ket c’hoazh en hoc’h askre un dra bennak a lavarfe deoc’h n’eus gwir ebet da douch ouzh argerzh an engenhentiñ-tud evel-se, evel deskarded-sorserien oc’h aberzhiñ buhezioù en anv ar “Skiant” ?
Daoust hag eñ e voc’h diskiant ha digalon a-walc’h evit kemm al lezenn a vremañ hag aotren hiviziken e vefe graet arnodoù war kroueelloù-TUD ???
Gant doujañs,
Tepod Gwilhmod, prezidant Emglev An Tiegezhioù, 29800 Trelevenez

Prederiadennoù Miz Du 2012 Paol Kalvez

3 a viz Du

“Anat eo ez eus un dra bennak boutin etre enkadenn ar feiz kristen hag enkadenn ar briedelezh. “ HTS ar Pab Benead XVI e Emvod an eskibien e miz Here 2012. (Gwir evit pep enkadenn)

6 a viz Du

“ N’eo ket hepken dre reiñ arc’hant en aluzen e tiskouezer ar vertuz a garantez, met kalz muioc’h dre rannañ gant ar re all kelennadurezh an Aotrou Doue, ha dre gas war-raok oberoù a drugarez. “ Sant Maksimus ar C’hofesour  (580-662) abad, brezhoneg gant KLERG en Imbourc’h 1995, p.172.

10 a viz Du

“ N’eus netra gwelloc’h evit an den eget debriñ hag evañ ha lakaat e ene da dañva an eurvad en e labour ; gwelout a ran emañ kement-se eus dorn Doue.”.  Diouzh levr ar Bibl “Ar Prezeger” 2,24.

“ Ar bedenn-noz gant ar gerent hag ar vugale, setu  gwellañ simant an tiegezh. Mar fell deoc’h labourat evit an tiegezhioù skoazellit anezho d’ober o fedenn a-gevret er gêr. “ Jozef Houze, beleg eus Plangonwal,  bet kefridiet gant Yann-Baol II evit “Ar bedenn en Tiegezhioù”, ha gant eskob Sant-Brieg ha Landreger evit “Strolladoù ar Rozera”.

An dimeziñ evit an holl” da lavarout eo

 

20 a viz Du

Pedenn evit ar vro : Ewan Nikolazig, c’hwi a nac’has deskiñ galleg, pedit evidomp-ni a zesk brezhoneg !

25 a viz Du

Ur geriadur gallek anvet “Dictionnaire des Ecoliers” savet gant bugale ar c’hentañ derez ha lakaet en-linenn gant Centre National de Documentation Pédagogique e 2010 a zo bet serret war urzh Maodiern an Deskadurezh Vroadel dre ma kaved ennañ termenadurioù  evel : Famille : C’est papa, maman, mon frère et moi. Père : c’est le mari de la maman ; sans lui la maman ne pourrait pas avoir d’enfants.

28 a viz du

An Avielerezh nevez.: an Avielerion nevez a zle da gentañ en em avielañ o-unan dre lenn, adlenn, azlenn, dazlenn an Aviel,  a-raok aliañ ar re all d’henn ober.

29 a viz du

“ Ar pezh a ranker ober da gentañ eo avielañ ar gristenien. Ar gwashañ diouiziegezh a zo krediñ e ouezer a-walc’h, ha neuze ne glasker ket mui deskiñ. Ha n’eo ket a-walc’h embann ur c’heloù, met diskouez emañ Jezuz o vevañ amañ bremañ en hon touez.” Fabrice Hadjadj, prederour.

Kemennadenn a-berzh « Emglev An Tiegezhioù »

Mirout ar Briedelezh naturel

D’ar Sul 13 a viz Genver e vo ur vanifestadeg e Pariz da enebiñ ouzh danvez-lezenn ar gouarnamant a zo mennet da aotren ar Briedelezh d’ar c’houbladoù heñvel-rev.

N’eo ket an arguzennoù a vank da enebiñ ouzh ar Stad, a venn kemm evel-se termenadur naturel ar « familh », a zo kellig diazez ar gevredigezh, karget da zegas d’ar mammoù ar surentez o deus ezhomm da c’henel ar vugale he deus ar gevredigezh ezhomm anezho, ha d’o sevel gant o gwaz. Diouzh savboent gwirioù ar vugale e tiskler « Emglev an Tiegezhioù » en deus kement hini anezho ar gwir groñs da vezañ desavet gant ur vamm ha gant un tad. Degemer el lezennoù an advaberezh evit ar pared heñvel-rev a freuz ar gwir groñs-se hag a grou, diwar youl diatebek ul lobby bihan-tre – ur bihan-niver e-touez an dud troet d’an heñvelrevouriezh zoken – ur gwallziforc’h grevus-tre etre ar vugale. Lod a vefe lammet diganto gant al lezenn karantez o mamm pe hini o zad. Kement-se ne c’hell ket bezañ degemeret.

Gervel a ra eta « Emglev An Tiegezhioù » ar vrezhonegerion emskiantek eus penn-pouez ar familh er gevredigezh da vanifestiñ asambles e Pariz d’ar Sul 13 a viz Genver. Evit lakaat e anv e karr-boutin Emglev An Tiegezhioù : eat@orange.fr 02 98 25 10 72 https://emglev.wordpress.com