Karaez : Oferenn e brezhoneg evit Gouel al levrioù

D’ar Sul 26 a viz Here, da geñver Gouel al levrioù e Breizh, e vo lidet an oferenn e brezhoneg en iliz Sant Treveur Karaez da 10e30.

Ur stand en devo Imbourc’h ti-embann Emglev An Tiegezhioù er Gouel, d’ar sadorn ha d’ar sul.

Kinniget e vo “Katekiz an Iliz katolik” e brezhoneg evit ar wech kentañ.

Emañ ar C’hatekiz dindan ar Wask

diverradur katekiz an iliz katolik

Diverradur katekiz an iliz katolik

Abaoe 1943 ne oa ket bet embannet a levr katekiz e brezhoneg. Moullañ a reomp an hini erbedet gant Roma gant Yann-Baol II e 2002 : un diverrañ eus al levr tev “Katekiz an Iliz katolik”.

Al levr-mañ a 254 pajennad, a zo skrivet en ur brezhoneg klasel-tre gant Job Lec’hvien, beleg. Etre ar pennadoù eo bet fellet d’an aozourion kinnig ha displegañ ikonennoù.

Un akt a feiz e dazont ar feiz e-touez ar vrezhonegerion eo an oberenn-mañ, hag ur benveg mat evit donaat e anaoudegezh eus ar feiz en amzer-vremañ.

Kas 22 euro franko da Imbourc’h c/o EAT, Kergreven, 29800 Trelevenez. E Festival al levrioù Karaez e vo kavet e gwerzh e stalig Imbourc’h : 20 euro hep ar mizoù-kas.

Kannadig Imbourc’h 87 Gouere-Gwengolo 2014

Taolenn Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 87 Gouere – Gwengolo 2014 :

Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc’hded, gant T. Gwilhmod

(Ur gealiadurezh frankizelour…awenet gant ar Varksouriezh… da ziskar ar sevenadurezh a-vremañ a anavez kenglokaüsted ar c’houblad… Mennozhiadeg ar Gender hag ar stourm evit Breizh : dilavaroù an Emsav frankizelour brezhon. Ur gealiadurezh c’haouiat hollveliour… kaset war-raok en Unvaniezh Europa gant diskianted c’hwec’hgonteizhat…)

Mont ermaez eus an antell stignet, gant Donwal Gwenvenez

(Ur fablenn war an tu-gin…ABC de l’Egalité, an Diskeladegoù Palestiniz e Pariz, brezel e Siria hag Irak…)

Notennouigoù, gant Olavo de Carvalho, Brezhoneg gant Ewan Delanoy.

An darempred gant an Aotrou Doue, homelienn gant Youenn Troal, beleg.

(“Ar bobl-se am enor gant he muzelloù, he c’halon avat a zo pell diouzhin” (Mk 7).)

Lec’hanvadurezh vreizhek e Bro-Naoned, eil lodenn, gant Yann Mikael

(An enezennad vrezhonek Anorzh-Safrieg)

Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen

(Bro-Skos ha Breizh)

Buhez Hon Emglev :

emgav “Breuriezh sant Erwan-Beleion Breizh ; e Festival al levrioù e Karaez d’ar 25-26 a viz Here

(10e – 19e) e vo ur stalig gant Imbourc’h (ti-embann Emglev An Tiegezhioù) gant kinnig al levr katekiz “Diverradur katekiz an Iliz katolik”.

Kannadig Imbourc’h 87 (klikañ AMAÑ)

Ar Bibl Santel (ABS) : Samouel 1 & 2 ; Danevelloù 1 & 2 adwelet.

Setu amañ testennoù gwellaet evit Samouel 1 ha 2 ha Danevelloù 1 ha 2 hag ar c’hemmoù degaset dre ar munud :

Samouel 1 1-10.odt
Samouel 1 11-20.odt
Samouel 1 21-31 (dibenn).odt
Samouel 1 ha 2 ABS.odt
Samouel 2 1-10.odt
Samouel 2 11-19.odt
Samouel 2 20-24 (dibenn).odt
1 Danevelloù klok.odt
2 Danevelloù klok.odt
Danevellloù 1 ha 2 ABS.odt

Festival al levrioù : Imbourc’h a ginnigo al levr-katekiz.

Evit Festival al levrioù e Karaez d’ar 25-26 a viz Here (10e – 19e) e vo ur stalig gant Imbourc’h (ti-embann Emglev An Tiegezhioù) gant kinnig al levr katekiz “Diverradur katekiz an Iliz katolik”. N’eus nemet nav den o deus urzhiadet al levr a-bouez-mañ a chom en ur yezh klasel-tre daoust ma tispleg traoù uhel-mat. Trugarez da Job Lec’hvien evit e labour-treiñ ! Da 10e 30 e vo an Oferenn e iliz-parrez Sant Tremeur. Un darvoud a-bouez e buhez an Emsav.