Krog eo lec’hienn nevez Emglev An Tiegezhioù

War roll hol lec’hienn e vo leun a draoù.

E brezhoneg hepken e vo kinniget an traoù : un diaester ez eo pa ne vestroniomp ket ken mat ar yezh ha ma reomp kalz gant ar galleg, bemdez-Doue.

Netra nemet implij ar yezh a zo evidomp un oberenn he deus ur ster dispac’hel : lakaat da vevañ un danvez kevredigezh da zisteurel ar patrom digristen a fell deomp diskar.

Al Lec’hienn-mañ a zo krouet evel gwitrin “Emglev An Tiegezhioù” eta :

1. Evit buhez ar gevredigezh :

– Kinnig ar gevredigezh : palioù hag all
– Kemennoù ;
– Brezhoneg en Iliz
– Kannadig Imbourc’h ;
– Labourioù war ober (Degemer mat d’ar re a gavo mat kemer perzh enno !…) -rentaoù-kont ;
– Heklevioù, liammoù diouzh kevredigezhioù c’hoar : Kristenion Breizh ; Breuriezh Sant Erwan ; Minihi Levenez ; Tiegezh Santez Anna

2. Diaz-roadennoù :

– Renabloù pennadoù Imbourc’h, Kannadig Imbourc’h …;
– An embannadurioù e gwerzh ;
– Levraoueg en linenn, evel geriadur Imbourc’h ;
– Liammoù en-linenn ;

3. Evit kas en-dro ur preder brezhon ha kristen en hor yezh

– Blog gant pennadoù a c’hello servijañ goude-se da vagañ Kannadig Imbourc’h – liammoù

Tepod Gwilhmod