Dielloù ar rann : Renabloù
Renabl Kelaouenn ar Bleun Brug 1948-1969
Evit gwir he deus padet betek 1985 met diwar braslenn dastumadenn ar gelaouenn-se ez omp chomet a-sav e 1969 dre ma oa dister a-walc’h ar peuriñ, brasoc’h-brasañ lodenn ar galleg er gazetenn. Sur a-walc’h e vefe mat kenderc’hel da glask perlezennoù er vengleuz-se, ur gelaouenn hêrez da “Feiz-ha-Breiz” an Aotrou Perrot.
Renabl Koaz Breiz – Bleun Brug 1948-1969
Barr-heol war Feiz ha Breizh : ur vengleuz !
100 niverenn, war-dro 10.000 pajennad ma konter ar stagadennoù evit al liderezh.
Amañ ur renabl eus Barr-Heol : n’eo ket bet notet barzhonegoù niverus Anjela Duval avat, na pennadoù bihan ha dibouez a-walc’h.
Ar Vuhez Kristen, kelaouenn ar familhoù kristen
Amañ e vor ar renabl eus ar pennadoù a gaver en niverennoù eus ar gelaouenn-se a zo e kerz Emglev An Tiegezhioù.
Ur studiadenn a vefe mat gouestlañ d’an oberenn-se he deus padet 18 vloaz etre 1926 ha miz Mae 1944. Relijiel rik e oa ar gelaouenn ha kar-he-yezh ivez : ur rummad pennadoù a ro arguzennoù d’ar mammoù evit ma talc’hfent d’ar yezh gant o bugale. A-du gant Pétain e oa a-hent-all, n’eus ket da souezhiñ.
Yac’h-tre eo ar brezhoneg a embannas.
Ar Vuhez Kristen kelaouenn ar familhoù kristen (renabl).odt