En notenn-mañ e kinnigomp ur vandenn dreset eus buhez skeudennet Santez Tereza Lisieux.
Prest eo an droidigezh : o kempenn ar vaketenn emaomp. E stumm ur vandenn dreset a c’hiz “kozh” eo kinniget, evel embanadurioù Fleurius gwechall. 
(skeudenn gentañ) dindan pep skeudenn e vo un destenn verr. Setu eñ evit ar skeudenn gentañ :
“D’an 2 a viz Genver 1873 ez eo goloet kêr vihan Alençon, e Bro Normandi, en un nozvezh yen sklas.
23 eur 30. Ur gouloù divoas a lugern ouzh prenestroù an estaj kentañ, d’an niverenn 36 (deuet da vezañ an niverenn 32 en deiz a hiziv) eus straed Sant Blaise e-lec’h m’emañ Louis ha Zélie Martin o chom. Ur plac’hig ‘zo o paouez bezañ ganet. Honnezh ‘zo kreñv ha yac’h-mat hag ez eo an eizhvet bugel eus un tiegezh ma ne van nemet peder merc’h ennañ : Marie, Pauline, Léonie hag Céline. Thérèse eo an anv a resev, da lavarout eo : Tereza.”
38 pajennad peb a 4 skeudenn enno a ya d’ober ar vuhez skeudennet se, a vo gwerzhet moarvat etre 10 ha 12 euro+ mizoù-kas. N’ouzomp ket, avat, pet skouerenn a vo gwerzhet rak gwerzhet fall eo bet an div oberenn diwezhañ embannet ganeomp : 50 skouerenn evit ar c’hatekiz ha 16 hepken evit Kelc’hlizher HTS Frañsez. Klasket e vo skignañ ivez an oberenn-se dre diez “procure” ‘zo e Breizh Digeriñ a reomp eta ur roll eus an dud a ouestl prenañ anezhi adalek bremañ. mailto:eat