Sifr ar Gerzhadeg evit ar Vuhez e Pariz : 220.000 !

Ya, 220.000 babig sioc’hanet eo ar sifr da zerc’hel soñj anezhañ evit muntradeg euzhus Lezenn Veil, ouzhpenn 7.000.000 a vabiged lazhadeget abaoe 1975 !

Kalz a dud a oa e straedoù Pariz hiziv, ar Sul 21 a viz Genver, dindan ar glav, en o zouez un nebeut bretoned yaouank a zo bet hardizh a-walc’h da ziskouez o eneberezh dizarbennus ouzh ar pezh a zo bet anvet gant Santez Tereza Kalkuta : “AR MUNTR EUZHUSAÑ ZO BET BISKOAZH”.

Sant Gwenole

Bep bloaz e vez pardon Sant Gwenole en abati sant Gwenole Landevenneg da zeiz kentañ miz Mae.
Pa oa bet adsavet an abati adalek 1950 e oa bet graet ur vedalenn gant Pêr Peron, a lakaomp amañ gant aon ma ve dianket. Stil ar seizh breur a zo warni, anat eo.