Pardon an Itron Varia Lambaol-Gwimilio

Da sul kentañ miz Mae (Miz Mari) e vez lidet pardon an iliz-parrez gant ur brosesion, un Oferenn gant an hanter eus ar c’hantikoù e brezhoneg, ur banne a enor hag ur pred er skol Sant-Jozef. Ar c’hantik a vez kanet war an ton anavezet : “D’hor Mamm Sante Anna”.

Parrezioniz Lambaol

Diskan : Parrezioniz Lambaol, pedomp Mari hor Mamm,

Rak ar Werc’hez dinamm ‘deus joa ouzhomp-ni holl.

1. Ho mamm santez Anna ‘deus desket deoc’h pediñ, labourat ha kanañ, da Zoue Meuleudi.

2. ‘Vit saveteiñ ar bed, ha digeriñ ‘n hent mat, Doue ‘neus ho kalvet da vezañ mamm e Vab.

3.  War holl hentoù ar vro ho kalon ‘oa gantañ, betek kroaz e varv ‘peus heuliet anezhañ.

4. War-zu ho Mab karet, troit kalon pep den, ho peugale ho ped : grit ma vevimp laouen.