Dielloù dre viz : Mae 2015
Tonioù-Salm Maoris ar C’hollo
Gant ar Vakabeed ez eo echu hon adweladenn eus ar Bibl
Diwar testennoù an Tour-Tan e chom diazezet an droidigezh-mañ.
Tennet hon eus splet eus labourioù an Ao. Marsel Klerg, bet savet en ur brezhoneg resis hag aes da intent.
- Liv limestra : An Tour-Tan ;
- Liv glas : Diwar droidigezh Klerg al levr oferenn war ar Pemdez
- Liv gwer : Testenn goshoc’h eus 2 Makabeed hepken, gant Klerg, bet kavet e KDSK Gwened.
Gant an destenn-mañ ez eo klok bremañ ar Bibl katolik a zo da vezañ kinniget da Roma evit an aprou. Da c’hortoz e chom kalz a labour :
- – ouzhpennañ an notennoù ‘zo d’ober : unan zo krog d’hen ober hag ezhomm ez eus skoazell war ar poent-mañ da vont bunanoc’h (ul labour bizskrivañ n’eo ken) ;
- – kemm stumm kalzik anvioù tud hervez goulenn Roma war ar poent-se ;
- – prientiñ an embannadur eus ur Bibl klok dereat en hor yezh.
Breuriezh Sant Erwan : Devezh-studi war an Tiegezh d’ar sadorn 13 a viz Mezheven
Amañ ar bedadenn evit emgav miz Mezheven.
Klask a c’hellomp kenweturiñ : eus tolead Landerne klikañ Amañ
Ar re all o defe ur plas a c’hell lakaat un notenn.
Skeudennoù deol Anna Floc’h
Klikañ war ar skeudenn evit gwelout skeudennoù all : diouzh ar goulenn e vezint kempennet e brezhoneg, pe c’hoazh e vo treset reoù all
Lenn pelloc’h
A-enep al laikouriezh arloupet
Tro Breizh Sant Maloù-Sant Meven
Crowfunding evit BD Santez Tereza vihan
Ludresadennoù tennet eus “Keleier an Naoned” hag “Herve ha Nora”
Taolenn Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù 90 Meurzh-Ebrel 201 5
An tebet Talvoudegezhioù Republikan
gant Yann Mikael
Diwan o frikotañ gant ar Frankvasoned
gant Tepod Gwilhmod
C’hwi bezañ komunour ?
gant Olavo de Carvalho (tr. Iwan Delanoy)
Ar gwir winienn (Yn 15, 1) gant Youenn Troal, beleg
Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen
Buhez Hon Emglev
Klikañ aze evit pellgargañ Kannadig 90. (da 15 euro e sav ar skodenn emezellañ a ro ar gwir da resev ar c’hannadig moullet ha kaset deoc’h dre ar post)