Evit gwelout disoc’h al labourioù klikañ AMAÑ
Evit lenn hepken ar pezh a vank e derou embannadur 2009 : pajennoù 1-114, klikañ war ar skeudenn.
Evit gwelout disoc’h al labourioù klikañ AMAÑ
Evit lenn hepken ar pezh a vank e derou embannadur 2009 : pajennoù 1-114, klikañ war ar skeudenn.
1736 pajennad (hep ar menegva) a ya d’ober trede levrenn Liderezh an Eurioù ar brevial latinek e talvoud gant Sened-meur Vatikan II.
Evel an div levrenn gentañ eo bet aozet an oberenn-se gant Paol Kalvez : tost da 6.000 pajennad en holl, tre evel m’emañ e latineg, o terc’hel da niverennadur pajennoù an embannadur latinek-skouer.
Bennozh Doue dezhañ, ha bennozh da Zoue : n’eus ket uheloc’h tra a c’heller ober war an douar-mañ en ur yezh bennak, estreget pediñ.
E brezhoneg e c’heller bremañ pediñ evel ma kinnig an Iliz hen ober.
Un deiziadur gant gouelioù ar bloaz kristen hag ar sent e brezhoneg ez eo.
En abeg d’al load implijet e chom re vras plas ar galleg, met un taol esae eo : gwelloc’h e vo klasket ganto ober a-benn bloaz… ma vez tud prest da brenañ.
20 euro eo, tu zo da gas ur gwennegig bennak ouzhpenn, rak un doare da sikour Tiegezh Santez Anna eo, evel-just.
Skrivañ da :
Tiegezh Santez Anna,
Lann-Anna, 56110 Roudoualleg
“Memento homo qui pulchris es et in pulverem reverteris !”
(Dalc’h soñj, mab-den, ez out poultrenn, hag e tistroi da boultrenn)
Amzer ar C’horaiz, un amzer a bedenn, a binijenn hag a aluzon, da zistreiñ en hor c’hreizon,
da gempenn hon diabarzh
a-benn degemer ar Garantez Diharz.
Sed amañ pp.544-562 Eurlid 3
“Dibenn gouelioù An Dreinded Santel, Ar Sakramant, ar Galon Sakr, eo bet ret din treiñ pe aozañ va-unan. p 557 Yrm 32, 40 “ur gevredelezh peurbadus” e-lec’h “ur gevredelezh beurbadus”.
A galon. Paol.”
Reizhet eo bet Jeremia MG e Bodad ar Bibl.
TG
setu amañ un nebeut evezhiadennoù : pep lec’h Titos e-lec’h Titoz
p 482 2 Kor 8,19 hor c’hompagnun e-lec’h c’humpagnun
p 485 2 Kor 9,3 viot e-lec’h vefot
6 Gouezit e-lec’h gouvezit
11 c’hellot e-lec’h c’hellfot
13 e veulint e-lec’h e veulfont
p 488 2 Kor 10,2 hardizhegezh e-lec’h hardiziegezh
4 falsarguzennoù e-lec’h falzarguzennoù
p 492 2 Kor 11,,17 Hardizhegezh e-lec’h hardizhiegezh
p 18 pa-z eo gwir e-lec’h pazeogwir, hervez ar reizher
p 493 Pebeilganenn Gal 1,12 digant un den em eus e-lec’h am eus. Reizhañ e TN ivez.
p 496 2 Kor 12,10 heskinadegoù e-lec’h heskinadurioù
p 499 2 Kor 12,18 Titos 2 wezh
p 500 2 Kor 13,6 anavezot e-lec’h anavezfot.
Un nebeut reizhadennoù e levr Liderezh an Eurioù 3 (eurlid3.doc) :
Barr-avel, le blog du nationalisme breton
Lec'hienn embannadurioù "Ar Gouloù Gwenn"
"Tost-tost ouzhit emañ Komz Doue, ez kenoù emañ, hag ez kalon, ma seveni anezhi." (Adl 30, 14)
Traouigoù diwar-benn ar verdeadurezh a-genwerzh
Un digarez de skriù Brezhoneg
bed ar faltazi
(pe un tammig nebeutoc'h)
Breizh dieub ha sokialour
Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez.