Kannadig Imbourc’h 107 Kerzu 2018

Kenderc’hel war-raok, gant Tepod Mab Kerlevenez

Ar begennoù bedelour a-enep d’ar pobloù, gant Donwal Gwenvenez

Sant Maeldan e Blaen, gant Yann Mikael

Marsel Blanchard, person Kistinid gant T. Gwilhmod

Nedeleg : leurenner en em ra an Aotrou Doue, gant Tiernvael

Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen

Kemm a ra anv ar gelaouenn e 2019 : “Kannadig Imbourc’h” a zeu hiviziken da vezañ “Ar Gouloù Gwenn” hag a zo emren diouzh EAT.

Evit resev “Ar Gouloù Gwenn” eo dav kas 20 euro war anv Jean-Marie Michel 12 straed R. Giraud 44130 BLAEN

 

Kannadig Imbourc’h 107

Kannadig Imbourc’h 106

Taolenn Gouhere-Gwengolo 2018 :

File0935

Gouvrezel kêrel e Naoned, gant Donwal Gwenvenez (afer A. Fofana e Naoned, louzoù-diboaniañ kib-bed ar melldroad, roll noazus diatebeg an ONGoù er Mor Kreizdouarel…)
Maboberoù an Harz, gant Tepod Mab Kerlevenez
An uhelwiaderion, gant Tepod Mab Kerlevenez (ar re a zo o micher krouiñ pallennoù-moger ar c’hestell)
Petra ober dirak an digravezekaerezh er bed kornogat ? gant T. Gwilhmod (pe : ur bengadouriezh evit dreist-vevañ evl kristenien – ha brezhonegerien – er gevredigezh a vremañ)
Kastell-kreñv Blaen, gant Yann Mikael (istor lignez ar c’hastell, anvioù-lec’h “La Groulaie”, breuriezhioù karterioù Blaen)
Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen (siocdekmilionoù a verc’hed en Indez, fakenews Ouest-France war ar sioc’hanañ en Arc’hantina, heñvelrevelouriezh e rez uhelañ an Iliz, Orha Salvini….)
– Buhez hon Emglev war ar Bibl nevez embannet.

Klikañ amañ evit lenn ar C’hannadig 106.

Kannadig Imbourc’h 105 Ebrel-Mezheven 2018

File0926

  • Hanter-kant vloaz war-lerc’h, gant T. Gwilhmod (Mae 1968, Yod Kerc’h, Maurras, Marx, IVG, PMA, pillulenn, GPA, Skol an Emsav, Levr katekiz, Doux, Tilly Sabco, CMB, Mad Boutin…)
  • Ha kalz a yezhelourion a zo e Breizh ? gant Tepod Mab Kerlevenez (petra eo ar yezhelouriezh, degouezh flandrez ha degouezh Breizh, azonaz Stockholm ar Vretoned, rankout a reer komz brezhoneg evit bezañ brezhon…)
  • Azonaz (pe sindrom) Telford gant Donwal Gwenvenez (drasterezh ar politically correct dwb 1000 plac’h gwallet e Telford ; dezvad ar vaouez en Islam ; euzhusterioù an Islam degemeret en Europa en anv ar garitez kristen…)
  • Klask-te an Hini da glask ? (Lukaz 15 war an dañvad dianket)
  • Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen
  • Buhez hon Emglev
  • Aet eo Yann Talbot da Anaon
  • “Galv ar Ouenn”, romantig gant Eodez nevez-deuet er-maez 6 euro franko.

Klikañ amañ evit lenn : Kannadig 105

Kannadig Imbourc’h niv. 104, Genver-Meurzh 2018

– Ha berzet eo ar ger-stur “Feiz ha Breizh” hiziviken ?, gant T. Gwilhmod ;

– Diouzh an deiz e serr an noz, diouzh an noz e serr an deiz, gant Tepod Mab Kerlevenez ;

– Petra eo ar yezh evidomp ?, gant T. Gwilhmod ;

– Traduttore, Traditore, gant Donwal Gwenvenez ;

– Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen.

Notenn : kresket eo ar mizoù-post adarre a 14,7 % (koustañ a ra 1,56 euro kas ar c’hannadig dre ar post (timbr), da lavarout eo an hanter eus ar skodenn-vloaz, a sav da 18 euro.

Klikañ AMAN da lenn Kannadig Imbourc’h 104

 

Kannadig imbourc’h 103

Taolenn Kannadig Imbourc’h niv. 103 Here-Kerzu 2017 :

– Kaezar ne oa ket andoueour, gant Yann Mikael ;
– Tiegezhioù emsaverien a brientinien gristen e-pad an 20vet kantved, gant T. Gwilhmod ;
– Daou ahel stourm hon Emglev, gant T. Gwilhmod ;
– An Azen hag an Ejen a anavez o Aotrou, gant J. Ratzinger (2011)
– Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen
– D’ar Bugel-Doue, gant Anjela Duval.

NOTENN A-BOUEZ O vezañ m’hon eus bet keloù eus klemmoù a-ziwar hor c’helaouenn digant Fañch Broudig, Françoise Morvan, ABP (Argouarc’h), Gouel Broadel ar Brezhoneg ha re all c’hoazh, e tegasomp da soñj ez eo “Kannadig Imbourc’h” kelaouenn izili Emglev An Tiegezhioù, da lavarout eo ur gelaouenn diabarzh prevez a breder brezhon ha kristen dishual,  arc’hantaet gant skodennoù an izili. N’eo ket graet da blijout d’an holl met da sikour an Emsaverien da ziorren o yezh ha da brederiañ dirak an darvoudoù e Breizh hag er Bed. Kelaouenn un Emsav e venn bezañ. En ur glikañ AMAN da lenn Kannadig Imbourc’h 103 ez asantit d’ar frankiz-soñjal eta hag ez anavezit e c’hell bezañ pennadoù na blijont ket deoc’h. Ar re-se, forzh penaos, ne ouestlont ket kiriegezh hor c’hevredigezh met hepken an aozerien anezho, hag a zo da vezañ lennet evel bannoù-sklerijenn spiswel ha dishual dirak an darvoudoù.

 

Kannadig Imbourc’h 102

Taolenn : Kannadig Imbourc’h 102

Istor vihan deroù hon Emglev, gant T. Gwilhmod (Istor derou EAT ha notennoù 1947 – 2017)

Piv a sammo bir ha kleze ? gant Donwal Gwenvenez (war danvez-kannaded an Emsav o spered gwallziforc’hañ â ne vezer ket a-gleiz ;Donald Trump e Polonia hag er G20 ; komzoù Macron er G20, tro Barselona ; ar Pab Frañsez, prezidant un dreist-ONG bedelour…)

Bodad ar Bibl : 1 KoFile0813r 12, 13 ; sklav pe sklavour ?, gant T. Gwilhmod ha P. Kalvez

A-zivout ar pennad “Gwalloberoù an Hiniennelouriezh” gant Jord Havelka, hag addisplegoù gant D. G.

Levenez ar Silvidigezh : homelienn trede Sul an Azvent bloavezh A Mazhev 11, 2-11, gant Y. Troal

Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen

(Frañsez hag an Italianed, emlazh Europa hervez an INSEE, lip-babouch kenwerzhel Lidl, ‘La Libre Pensée’ a-enep Enez Houad ; ar feiz ha kaerded ar liturgïezh ; eskobiezh 29 he deus rannet dre 15 niver he farrezioù…)

Buhez hon Emglev : notennoù, pergen keloù eus ar chabistr brezhonek a vo graet en-dro en hañv 2018 etre Landreger ha Sant-Brieg.

Kannadig Imbourc’h 101 : Ar Gristenien eo ar Juifed nevez.

Da heul “censure” pennadoù Emglev An Tiegezhioù gant an “Agence Bretagne Press”,
Da heul berzhididgezh ouzh stalig Emglev An Tiegezhioù e gouel sañset ‘broadel’ ar brezhoneg e Langoned, Da heul berzhidigezh izili zo e Kamp emren Plougastell,
ha, war ar marc’had , Broudig o lakaat an hu warnomp da heul Françoise Morvan, da heul gouennlazh an Irakiz kristen a gantmiliadoù,
da heul lezenn Taubira, ha bremañ ar PMA-GPA a oa da c’hortoz, da heul an 8 milion a vabiged a zo bet lazhadeget abaoe 1975, hag al lezennoù a vir ouzh an Iliz hag an dud a volontez vat da stourm ouzh Kevredigezh an Ankou en em astenn dirazomp bemdez un tammig muioc’h,

Ya, Ni eo ar Juifed nevez, ha ne davimp ket, en anv ar frankiz da soñjal ha da ezteurel hor feiz hag hor menozioù.

Setu amañ eta, gant 70vet deiz-ha bloaz Emglev An Tiegezhioù, a sav da 1947, ur mare p’edo c’hoazh an Emsav Kristen dre vras ha broadelour e spered, hon niverenn 101 en un Emsav deuet da vezañ Kleizelour e-lec’h Broadelour, hag hiniennelour e-lec’h a spered kristen :

TAOLENN niv. 101 Kannadig Imbourc’h

  • Gwalloberoù an hiniennelouriezh, gant Donwal Gwenvenez ;
  • An diwaskañ-poan, dor izel ar Silvidigezh, gant T. Gwilhmod
  • Aozerion ar “Bibl Santel” 3/3, ha roll-lennadurezh, gant T. Gwilhmod (Pêr Ar Gall ha Job Lec’hvien, Maoris ar C’hallo, Bourdellez, Glaoda Barbotin…)
  • Evit ur bed hep Islam, gant Yann Mikael
  • Mouezh an Tad, gant Youenn Troal (Sarmon Badeziant Jezuz Mark 1, 2-13 : “Te eo va mab muiañ karet”)
  • Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen (e-touez krafoù all, Simone Veil, «beulkeez servijus lakaet da santez eus ar Republik” ; e 2016, 90.000 kristen lazhet abalamour d’o feiz ; ni eo ar Juifed nevez en Emsav.)

Klikañ amañ : Kannadig Imbourc’h 101.pdf

Evit 18 euro ez emezeller en Emglev, a ro a gwir da resev ar c’hanndig dre lizher, ha da gemer perzh en e vuhez : degemer mat a vez graet da gement hini a zo tomm ouzh ar yezh hag a zouj ouzh hennadelezh katolik Emglev An Tiegezhioù, en ur virout evelkent e skiant-barn e-unan eveljust.

E

Taolenn niv. 100 Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù :

Deuet eo er-maez “Katekiz ar Vugale” : 250 pajennad, 120 skeudenn e liv, ul levr-katekizañ er gêr, aes ober gantañ evit ar gerent. Diazezet eo war ar skeudennoù. E-pad tri bloaz e vo implijet da brientiñ ar bugel evit e Bask kentañ, ar gomunion gentañ. 24,5 euro franko da EAT Kergreven 29800 Trelevenez.

Macron hag an Tiegezh, gant T. Gwilhmod. Tu ebet da votiñ evitañ pa ouzer e sav-lec’h war an Tiegezh. Petra eo gwir meizad ar familh ?

Penndalc’hel eo meizad ar “vroad” evit Breizh, gant Donwal Gwenvenez

Aozerion ar “Bibl Santel”, gant T. Gwilhmod : eil lodenn, diwar-benn Marsel Klerg.

Robert Estienne, Un den dianav eus an Azginivelezh, gant Erle

Ur Galon drugarezus eo Jezuz, gant Youenn Troal (Sarmon evit eil sul Fask, Sul an Drugarez).

Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen (e-touez krafoù all, Evelyne Sullerot, «idiote utile» ar Planning familial, ha burutelladenn levr dastum «Kement-se alato ! Istorioù farsus»…)

Kannadig Imbourc’h 100

errata : ne yelo ket EAT da Langoned (GBB)