Prederiadennoù Paol Kalvez Miz Gouhere 2013

1 a viz Gouhere

“ Un dra vat eo ar relijion boblek, evel m’eo bet miret e Korsika muioc’h eget war ar c’hevandir : du-mañ eo an holl a gemer perzh er prosesionoù, er c’henvreuriezhoù a bedenn hag a genskoazell. Un arvar avat ez eus gant an hengoun pleustret evel hengoun ; dav eo d’an dud gouzout petra a zo e diazez an hengoun e Korsika : Jezuz Krist hag ar Werc’hez Vari. Deomp-ni tud a Iliz da ziskouez petra a zo e don-donañ o c’harantez evit hengounioù o bro. “ Olivier de Germay, eskob nevez e Korsika.

2 a viz Gouhere

“ Degas a ran da soñj e vez dastumet sinadurioù en un niver bras a barrezioù evit harpañ an ervennadeg e parlamant Europa  e sell da warantiñ gwarez lezennel ar rizhell den, ez omp bet pep hini ac’hanomp  en hon deroù. “ HTS ar Pab Frañsez, 12.05.2013. (E pet parrez eo bet brudet an ervennadeg-se ?) (Ur rizhell ez omp bet ha ne vije ket ac’hanomp mar bije bet implijet evel dafar apotikerezh).

3 a viz Gouhere

“An Iliz katolik a rank en em ragaozañ, e-pad ur prantad n’eo ket hepken da vezañ ur bihanniver met ivez da vezañ goapaet en abeg d’he fealded ouzh ar Wirionez”.  Joel Guibert bet person Ar Poulgwenn.

4 a viz Gouhere

“ Digoromp hon daoulagad dirak ar mediaoù o riklañ soutil en unvennozhiadeg unveliour.“  Joel Guibert,

5 a viz Gouhere

“ An tiegezh a zo ur vad ret-holl evit ar pobloù, un diazez dibar evit ar gevredigezh, hag un teñzor bras evit ar priedoù a-hed o buhez. “ HTS ar Pab Benead XVI e miz gouhere 2005.

6 a viz Gouhere

“ M’eo digresket niver ar vugale en tiegezhioù eo dre m’eo digresket ar garantez wirion etre ar gwaz hag e wreg hag etre ar wreg hag he gwaz, pep hini o klask e vad personel muioc’h eget mad o ziegezh. “ Michel Rouche bet kelenner er Sorbonne, 3000 bloaz Istor an tiegezh.

7 a viz Gouhere

“Kenkoulz ha m’am eus serret an nor ouzh ar Feiz Kristen e mare va yaouankiz pa ne welen ket da betra e servije,  kenkoulz all bremañ p’emaon e-barzh e welan ne servij da netra, nemet ez eo ret-holl evit reiñ en-dro ar sklerijenn d’ar bed. ” E. Jaffelin, Kelenner prederouriezh ha skrivagner “Croire en Dieu rend-il crétin ?”  Flammarion.

8 a viz Gouhere

“ Enskrivet e oan bet d’ar c’hatekiz gant va zud ; met lakaet e oan bet buan er-maez gant ar beleg dre ma raen re a c’houlennoù. Disac’het on bet gant un aluzenner speredek er skaouted, ha diwezhatoc’h gant va c’helenner prederouriezh el lise. “ E.Jaffelin, kelenner prederouriezh, skrivagner “On ira tous au paradis. Croire en Dieu rend-il crétin ?” Flammarion.

9 a viz Gouhere

“ Ar Romantelezh evel prederouriezh he deus gwariet ar garantez en ur santimantelezh kemmdigemm, pennabeg an torr-dimeziñ. “ Michel Rouche, 2000 bloaz Istor an Tiegezh.

10 a viz Gouhere

Joseph Ratzinger, beleg ha kelenner yaouank er bloaz 1969 en ur brezegenn war dazond ar Gristeniezh : “Tremen a ra an Iliz ur marevezh heñvel ouzh hini Dispac’h gall 1789, ur c’hildro spontus, emezañ. Ha diwar an enkadenn-se savo un Iliz he devo kollet savadurioù, fideled, beleien, brientoù kevredigezhel,  Iliz ur bihan niver, met speredeloc’h, nerzhusoc’h ha gredus en abostolerezh. “ Er bloaz 2010, en e levr ‘Lumière du monde’,  : “Ezhomm hon eus oazizoù, arc’hoù Noe, e-lec’h m’eo birvidik ha skedus ar Feiz e Doue, e-lec’h ma c’hell atav distreiñ d’ar vammenn, peurgent war-bouez liderezhioù kaer. “

11 a viz Gouhere

Ha c’hwi zo kristen ? Ya, dre c’hras Doue. Petra eo ur c’hristen mat ?  Ur C’hristen mat a zo un den badezet a gred hag a heul al lezenn gristen. Petra eo al lezenn gristen ?  … an hini a zo bet desket deomp gant Jezuz Krist e-unan p’edo o vevañ war an douar, hag a zesk deomp bremañ eus e berzh an Iliz santel katolik ha roman. … Eus deroù Katekiz eskobti Kemper ha Leon er bloaz1908.

12 a viz Gouhere

Ha ret eo gouzout al lezenn gristen ? Ya, hag ar re ne fell ket dezho he deskiñ ne c’hellont ket bezañ salvet. An tadoù hag ar mammoù hag i a dle deskiñ al lezenn gristen d’o bugale ? Ya, henn ober a dleont, ha pec’hed bras o deus mar mankont d’an dever-se. Tennet eus deroù  Katekiz Kemper ha Leon 1908. (Goude bezañ bet fiziet e katekizerien e weler bremañ kerent, deuet da enskrivañ o bugale evit ar Pask kentañ da skouer, oc’h en em lakaat o-unan da gatekizañ o bugale … hag int o-unan dreist-holl.)

13 a viz Gouhere

“ Dre skrabañ mein e vogerioù eo, ha n’eo ket dre lakaat outo ur gwiskad liv, ec’h adaozer ur savadur. “ Gustave Thibon, kouer ha prederour ganet e 1903.

14 a viz Gouhere

“ Karout a ri da nesañ “, a zibun an doktor war al Lezenn ;  “ piv avat a zo va nesañ ”, emezañ c’hoazh ? Respont Jezuz : An ‘estren’ a ziskenne eus Jeruzalem hag en deus trugarez ouzhit hag a ra war da dro pa-z out bet gloazet gant al laeron, Jezuz Krist enta a ziskenn eus an neñv, a ra war da dro hag a fiz ac’hanout en Iliz betek e zistro.”  Sant Ambrozius ganet e Treveri (Trier Alamagn) e 333, eskob Mediolanum (Milano Italia), addispleg war Parabolenn ar Publikan Mat.

15 a viz Gouhere

“ Bremañ eo hon eus da gas da benn ar pezh a vo spletus evidomp da virviken. “ Raklavar da reolenn sant Benead skrivet er bloaz 540, troet gant Maodez Glanndour e Studi hag Ober 1974.

16 a viz Gouhere

“ Gerioù kentañ Sin ar Groaz a ro da c’houzout e kredomp en un Doue hepken : rak pa lavaromp “ En Anv,” e tiskleriomp unanelezh boud Doue. “ Katekiz bihan sant Pius X.

17 a viz Gouhere

“ Er feiz emañ nerzh ar Gristeniezh. “ Benead XVI. (Kv.sant Pêr : “ Nerzhus dre ho feiz dalc’hit penn ouzh an diaoul. “ e Klozlid an 3de deiz.)

18 a viz Gouhere

“ Chom azezet o selaou Jezuz a zo gounit ar beurbadelezh, met ivez gounit amzer evit hon obererezh war an douar. “ Simon Chouanard, beleg.

19 a viz Gouhere

“ Breudeur, hoc’h aliañ start a ran da gaout karantez, n’eo ket hepken etrezoc’h hoc’h-unan, met ivez e-keñver ar re a zo en diavaez, daoust pe ez int bepred paganed, hep krediñ c’hoazh en Aotrou Krist, pe dispartiet diouzhimp. … Bezomp glac’haret abalaour dezho pa-z int breudeur dimp, pe e plij dezho pe ne ra ket … Paouez a raint neuze da vezañ hor breudeur ma paouezont da lavarout “Hon Tad”…..Hoc’h aspediñ a reomp enta da bediñ Doue evito evit ma roio dezho, ur wezh bennak, skiant reizh  … m’en em welint evel m’emaint, … pa n’o deus netra da abegiñ a-enep ar wirionez ; ne chom ganto nemet gwanded ar gasoni hag a zo seul semploc’h ha ma soñj ganti bezañ leun a nerzh. Evit tud dinerzh, evit tud fur hervez ar bed, troet gant traoù ar c’horf ha traoù an douar, met breudeur dimp evelato … skuilhit ar mel eus ho karantez dirak Doue evito.“ Sant Aogustin, Imbourc’h Eost 1995 niv 305-306 p 171.

20 a viz Gouhere

“ War roudoù ar Sent e vez an Aotrou Doue o vale. “ Person Ars. (Kejet e vez gantañ war hentoù an Tro Breizh, da skouer).

21 a viz Gouhere

“ Liderezh an Eurioù, evel an Oferenn, a zo lidaberzh ar veuleudi a ginnig Hor Salver Jezuz Krist d’e Dad a-gevret gant kumuniezh an dud. Bez’ ez eo ur servij, ur gefridi, uul labour, un testeni a  fealded, un dever fiziet en Iliz a-bezh. Dre hanterouriezh frammadur an Eurioù e seven kumuniezh ar Gristenion ar gefridi m’eo graet eviti. A-gevret gant he Salver ez eo ur bedenn evit ar bed-holl. Ar garg-se n’eo ket hini ar gloer hepken : pedenn an Iliz a-bezh eo Liderezh an Eurioù. “ ( Jean-Claude Crivelli priol abati sant Maoris e Bro-Suis )

22 a viz Gouhere

Perak e serromp hon daoulagad pa bedomp ? Pa leñvomp ? Pa hunvreomp ? Pa bokomp ouzh an hini a garomp ? Dre ma ouzomp n’eo ket dre an daoulagad e tremen traoù pouezusañ ar vuhez, met dre ar galon.

23 a viz Gouhere

“ Karout a zo dibab .” Vincent de Mello, rener ur patronaj.

24 a viz Gouhere

“ Dlead ret-holl pep kristen eo embann ar Wirionez en un doare difeuls met didroidell, gant karantez. “ Marc Aillet eskob e Norzh-Euskadi.

25 a viz Gouhere

“ Spontus eo, pa soñjer, e kreder komz ouzh an an Aotrou Doue krouer an hollvedoù ! Hogen pa bedomp n’eo ket ni a gomz, met trede person an Dreinde, ar Spered Santel e-unan eo a bed ennomp Doue an Tad. “  Sant Paol lizher d’ar Romaned 8,26.

26 a viz Gouhere

“ Ar re wanañ, ar re c’hloazusañ, ar re glañv, ar re gozh, ar vugaligoù e kof o mammoù, a zo ivez  pennoberennoù krouadelezh Krouer Meur ar bed, graet gantañ diouzh ar skeudenn anezhañ evit bevañ da virviken. “ HTS ar Pab Frañsez, e Rio de Janeiro, 2013.

27 a viz Gouhere

“ Gloar Doue eo an den bev ; met eus gloar Doue e vev an den. “ Sant Irenaios 130-208 eskob Lugdunum (Lyon).

28 a viz Gouhere

“ Karout a zo kemer e blijadur e laouenedigezh ar re all. “ Leibniz (1646-1716) .

29 a viz Gouhere

“ An neb a lak e joa e joa ar re all ne c’hell ket koll e hini. “ Martin Steffens, Petit traité de la joie, (Salvator).

30 a viz Gouhere

“ Troet kein ac’h eus d’an Diaoul ha d’e oberoù, d’ar Bed ha d’e vrasoni ha d’e blijadurioù. “ Sant Ambrosius (340-397) eskob Mediolanum, Milano en Italia, prezegenn a-rak ar vadeziant. Imbourc’h 305-306, 1995 p 193.

31 a viz Gouhere

“ N’emaout ket digevez ennout, ur c’hendiviz eo da vuhez diabarzh, ur vouezh az kalv, ur bezañs a c’harm war da lerc’h. “ Maurice Zundel, beleg, prederour, kevrinour (Magnificat 248 p 405.