[Bodad ar Bibl Santel] Levr Daniel

An destenn nevez-ouzhpennet e renkell “Bodad ar Bibl” a zo hini “Levr Daniel”.
Div lodenn ez eus : unan a zo bet skrivet en hebraeg hag eben “deuterokanonek”, da lavarout eo n’eo ket degemeret

gant ar brotestanted dre maz eo bet skrivet war-eeun e gresianeg.
An droidigezh-mañ a sav d’ar bloavezhioù 60 a gav dimp. Savet eo bet gant an Tad Ar Gall person Eviaz a oa ur mailh war an hebraeg, adkempennet gant an Tad Bourdelles, ha reizhet gant Maodez Glanndour. Al lodenn c’hresianek(3, 24 -43 ha lodenn Suzanna ha Bel) a zo troet diwar ar galleg gant an Tad Bourdelles ha reizhet gant Maodez Glanndour evit klotañ gant ar Vulgata latin evel ma c’houlenn an Iliz.

Renta-kont Emgav EAT e Pornizh ar sadorn 26 a viz Here 2013

E Feunteun ar Vretoned Pornizh eo en em gavet an dud, seizh,, gant un amzer hinon.
Da heul ur bourmenadenn war an aod hon eus selaouet Paol Kalvez a gomzas war Breuriezh Kristenion Breizh.
Kanet eo bet ar Gousperoù ha tro zo bet da zipakañ stalig EAT-Imbourc’h ha da varvailhat en-dro d’ur banne tomm.
Mont a raio meur a hini ac’hanomp da zevezh-koun YV Perrot d’ar sadorn 14 a viz Kerzu. Anv a zo bet ivez da aozañ beilhadegoù pediñ e brezhoneg e bro-Naoned.

pornizh 2013 2

Abostolerezh al laiked (Vatikan II)

D’ar sadorn 19 a viz Here e oa un emgav gant Breuriezh Sant Erwan-Beleien Breizh e presbital kozh Brelevenez evit studiañ an diell a-bouez-mañ eus goursened Vatikan II war plas al laiked en Iliz : Apostolicam Actuositatem, ar pennad 2 betek ar pennad 6.

Yann Talbot en deus troet an diell ha kinniget un destenn da ginnig anezhi.

AMAÑ E RANKER KLIKAÑ EVIT LENN AN DIELL : Abostolerezh al laiked 2-6

Un emgav all a vo e miz mae 2014 : un degemer lat a vez graet d’an holl re a garfe kemer perzh en devezhioù-se.

Emgav EAT di sadorn e Pornizh

Emgav EAT a vo e bro Naoned : d’ar sadorn 26 a viz Here e Pornizh : E ostaleri Feunteun ar Vretoned Pornizh eo bet lakaet emgav EAT e-pad ehanoù an Hollsent adalek 15 eur. Un digarez e vo evit izili ar c’horn d’ober anaoudegezh kenetrezo ha da skoulmañ darempredoù a vignoniezh. Displeget e vo pergen doare hol labourioù war-dro al liderezh, ar Bibl, ha framm Kristenion Breizh.

Kannadig Imbourc’h 82 (Gouere-Gwengolo 2013)

Taolenn niv. 82 (Gouere-Gwengolo 2013)

Brezel atav, gant Donwal Gwennvenez

Ene Bro-C’hall eo an Ingalded gant Yann Mikael

Gwir-da-respont da vBREMAÑ gant Tomaz Jacquet

Diouganoù an Diaoul, gant Olavo de Carvalho, tr. gant Ewan Delanoy

Ikonenn, gant Youenn Troal

Notennoù diwar an darvoudoù gant Y. Maneguen

Oberiantizoù EAT, kemenn Emvod meur Emglev An Tiegezhioù d’ar sadorn 26 a viz Here e Pornizh.

Pellgargañ amañ : Kannadig 82

70vet Deiz-ha-bloaz Merzherinti an Aotrou Perrot

70 vet Deiz ha bloaz Merzherinti an Aotrou Perrot

D’ar Sadorn 14 a viz Kerzu : Devezh-studi
gouestlet d’an Aotrou Perrot ha d’e ger-stur “Feiz ha Breizh”.
Prezegenn da 15 eur, kendiviz da heul, levrioù…
Koan a vo da noz ha tu a vo da gousket war al lec’h (15 km diouzh Skrigneg).
Evit lakaat e anv e ranker skrivañ da z/Devezh-studi Y.V. Perrot :
eat 0298251072 Mirit aketus an devezh-se war ho teiziataer !

D’ar sul antronoz, 15 a viz Kerzu, evel bep bloaz :
11 eur : kounlid e Kroaz an Aotrou Perrot, aozet gant Mignoned Feiz ha Breizh ;
Kreisteiz : Pred (lakaat e anv : MFhB, S. Huonic c/o IDBE 21 Str. Duguesclin 22000 St Brieg)
15 eur : Oferenn e Koad Kev