Bezañ kristen zo bezañ gwriziennet dre ret

…daoust d’ar pezh a lavar ar Pab Frañsez, ar Samaritan mat ne soñj ket eveltañ :

– ne zegemer ket an den en e di ;

– paeañ a ra dezhañ un ostaleri da c’hortoz e c’hellfe distreiñ d’e vro ;

– karitez a ziskouez, ha n’eo ket kengrediezh rediek gant ar galloud politikel evel bremañ…

https://youtu.be/kgIh-JtVnIw

Holl gelennadurezh an Iliz a ya a-enep Babel, un tour unyezhek a glasker sevel a-nevez.

Ar re n’o deus ket ar feiz eo diaes dezho kompren savboent an Iliz katolik, hogen gant ar video-mañ e c’hellint kompren un tamm bennak.

Pouezus eo evit EAT, seul-vui ma-z eus en EAT izili ha n’int ket krederien met a zegemer ar fed n’eo ket sotoni kelennadurezh sokial an Iliz, a zo daou-vilvedel hag hervez ar feiz katolik n’emañ ket dogmad “difaziusted ar Pab” da vezañ dalc’het e kont en degouezh-mañ : e zifaziusted a zo e par an dogmadoù nemetken (displegañ ar Gredo). War boentoù al c’hoazh ez eo nec’hus-tre Frañsez evit ar gatoliked ordinal pa fell dezhañ urzhiañ belegezed ha aotren ar gomunion d’an dud torr dimezet hag addimezet. Mont a ra aze penn-da-benn a-enep dogmad belegiezh ar C’hrist priedet gant an Iliz hag ar Briedelezh sakramantel (met se zo un afer all !)

Ne yelo ket EAT da Langoned

Ur c’helou trist eo. Ar gevredigezh “Mignoned ar Brezhoneg“,  aozerien Gouel Broadel ar Brezhoneg, ne anavezont ket o mignoned. Da “Vignoned ar Brezhoneg” e lavaromp ez int faziet : ne fell ket dezho bezañ mignoned ganeomp daoust ma-z omp-ni mignoned d’ar brezhoneg abaoe 1947. Evit ar wech kentañ en istor EAT eta ez eo berzet deomp dor “Gouel Broadel ar Brezhoneg” .

(kendalc’h)

Herve Catta : Goulennoù Mab-den


Peder levrenn vihan 30 pajennad pep hini, e brezhoneg hag e galleg.

1. War ar marv ;

2. War an horoskopoù ;

3. War istoregezh tudenn Jezuz, hag eñ ez eo Doue ?

4. War an dehandizh (pe an helazhañ, an eutanaziezh)

Daou zoare evit o c'haout : pe dre Briceminister AMAN(levrioù EAT eo a 
vez gwerzhet gant 'levrdier')

pe War eeun : lakaat 4,50 (ar mizou-kas eo, evit ur bennozh Doue emaint)
EAT K/greven 29800 Trelevenez.

 

N’eus ket mui a frankiz-eztaoliñ e Frañs

https://www.facebook.com/403505586497759/videos/vb.403505586497759/557152861133030/?type=2&theater

Er video-mañ e klever ur c’hargiad eus ar Stad c’hall o tiskleriañ ez eo al lezennoù e Frañs dwb internet ar re strishañ eus ar bed.
Lavarout ara e fell dezho serriñ o beg da Soral, Dieudonné, Henry de Lesquen (Radio courtoisie).
Evel Henry de Lesquen eo bet serret e gont Twitter da Boris Le Lay, hep tremen dre al lez-varn !
Bez e c’heller burutellañ mennozhioù Le Lay hogen ar frankiz ezteurel a zo ur gwir penndalc’hel a zo e danjer bras.

Erlec’hiadur ar boblañs er C’hwec’hkogn

Ar gartenn-mañ a gomz gwelloc’h eget ur brezegenn hir.
E rannbarzh Breizh e kaver sifr izelañ ar C’hwec’hkogn, met n’eo ket kontet Liger Atlantel er sifr-se, mar befe kontet e vefe ar sifroù en tu all da zek marteze.
Un dra all a zo da verzout en emdroadur etre 2005 ha 2014 : (8,11/3,47)= + 234 %, ar pezh a verk ez eo e Breizh B4 ez a ar buanañ ar c’hresk er bloavezhioù-mañ e Frañs.

Ouzhpenn ar ‘melting pot” abaoe an Dispac’h  Gall hag a zo aet kalz war washaat goude ar c’hentañ brezel bed, hag a zo o vuanaat bepred abaoe oc’h ober d’ar Vretoned kuitaat o bro da labourat e lec’h all e teu d’en em staliañ en hor bro kalz a C’hallaoued a orin eta, ha neuze ez eus ivez ouzhpenn 8% a dud aralleuropat.
Ma seller ouzh ar rannbarzhioù all e c’heller rakwelout e vo daougementet ar sifr-mañ a-raok 10 vloaz, sellit ouzh an emdroadur er PDL da skouer a zo aet eus 8,24 % da 14,8 %.

Penaos ‘ta e c’hellje Breizh mirout he yezh gant an daou c’hour-lanv-se ?

Ar pezh a zo nevez ouzhpenn eo n’eo ket kristen an darn vras eus an dud-se.
Nec’hus eo evit ar c’henvevañ er gevredigezh, pa n’eo ket mui talvoudoù ar relijion gristen boutin etre an dud er gevredigezh, ar pezh a oa e diazez ar peoc’h hag ar c’henvevañ er gevredigezh, betek nevez ‘zo e Breizh, ha n’eo ket gouest an tebet “talvoudoù ar Republik” da c’hoari d’e dro ar roll-se abalamour m’he deus ar republik-se un termenadur faos eus an Den :

– klask a ra diskar ar relijion gristen (1789, 1881, 1905…) ;

– ne zouj ket ouzh ar Vuhez (lezenn Veil-Giscard 1973)
– ne zouj ket ouzh ar familh (an torr-dimeziñ, lezenn Taubira…)
– ar frankiz revel ‘pep hini zo libr gant e damm kig’ (lezenn an hilastalerezh, ar bilulenn, ar sioc’hananadurioù)

– (…) (…)
Hag an Emsav, dilezet gantañ ar vroadelouriezh kristen evit ur gleizelouriezh nay, siwazh a zo evel kalemarc’het gant ar gleizelourien c’hall, a zo, an holl anezho, Jakobined e-keñver hor broad (sellout ouzh afer Naoned e Breizh, pe an adaozadur rannbarzhel).

Emañ ar gwir gant Roparz Hemon : Poent eo distagañ hor c’harr diouzh hini Bro-C’hall. Hogen n’eo ket gallus er mare-mañ. Pezh a chom gwir d’am soñj eo e rank ar brezhoneg servijañ da venveg evit derc’hel d’hon identelezh brezhon-kristen el ledenez-mañ.

 

T. G.

 

Tresadennoù hudur Frilouz war 7seizh.info

5euro franko

Mignoned vat,
Da heul klemmoù an dud (en o zouez re izili EAT) ha zoken, diouzh hon eus klevet, re skipailh “7seizh.info”, ez eo bet tennet kuit ar bajenn a dresadennoù hudur, bet treset gant “Frilouz” he deus feuket bras meur a hini ac’hanomp.
http://7seizh.info/2016/04/06/pok-dam-revr-o-doue/
Aet e oa an den betek hon daeañ gant ur ger kaset deomp amañ.
Bennozh da Zoue !

Seurt traoù divalav ne oant ket bet gwelet biskoazh betek-hen e brezhoneg.
E galleg, ne lavaran ket.
An doujañs ouzh ar relijion a zo ret. Unan eus “mentoù” mab-den ez eo ar relijion, an hini donañ.
An doujañs ouzh ar veleien evel beleien a zo un dra gaer, pa skeudennont Hor Salver en hon touez. Pec’herien int moarvat evel an holl, ha grevus-tre eo degouezhioù ar re a gouezh er vaboriadezh / bedofiliezh seul vui maz int tud a zo e karg eneoù,
hogen tagañ ar velegiezh hec’h-unan evit keloù-se a zo direizh, dizonest, treitour, ha gwashoc’h : diheñchañ a ra an eneoù gwanañ a zo endeo dic’houez-mat war draoù ar relijion gristen a zo relijion ar garantez : “Doue ‘zo karantez” (1 Yn 4,9) eme sant Yann Avielour, mignon tostañ Jezuz.

Pedomp evit reuzidi ar vaboriadezh, evit “Frilouz” hag an holl re n’o deus ket skiant an doujañs ouzh an dud-a-Zoue, evit an dud a laka mesk e speredoù an dud er meziennoù, e-lec’h klask degas dezho sklerijenn.
Evitañ hag an dud vaoriadek (niverusoc’h-niverusañ en ur gevredigezh frankizelour (libertariste) deut eus 1968), adlennomp gourdrouz Jezuz en Aviel Sant Mazhev :

“Mallozh d’ar bed en abeg d’e wallskouerioù !
Rak mar rank ar gwallskouerioù bezañ,
mallozh d’an den
e tegouezh drezañ an droukskouer.» (Mzh 18,6)

a wir galon,
Evit Emglev An Tiegezhioù
Tepod Gwilhmod

Peseurt ster politikel a roomp d’ar yezh ?

Diwar-benn ar reizhskrivadur e sav tabut c’hoazh gwech ha gwech all. Evit gwir n’emañ ket an dalc’h war an dachenn yezhoniel, war an hini politikel ne levaran ket. Gwir eo e c’heller kavout e traoñ bro-Ouelo un nebeut tud a zistag c’hoazh /marf/blif/bef/pif/evel va mamm-gaer hogen, evit lavarout ar wirionez evel m’emañ ez a war gresk e-touez ar vrezhonegerion an dud a zistag /maro/hirio pe Hirie/beo/piou/ hag all. N’eus ken met un nebeut gwenedourion, kelennerion ar braz anezho, a zeu a-benn da zerc’hel mort d’un doare diforc’h dezho-o-unan, dreist-holl, na petra distagañ H e lec’h Z pe gaver ur ZH, ha derc’hel d’o rannyezh rik zoken pa gomzont gant tud ken desket hag int war ar brezhoneg. Kement se n’eo ket sirius : ur benveg yac’h ha kreñv e rank bezan ar brezhoneg pe e vo kaset d’ar blotoù da gemer ur benveg yac’hoc’h. Ne rank ket bezan hor yezh ur mirdi troiennoù rannyezhel diniver e-lec’h pep tra, kement lavar a zo, a vefe koulz hag ar re all.

Ur yezh didammet e oa ar brezhoneg poblek, gant leun a zoareoù diforc’h evit lavarout “Maintenant” : hiziv, hirio, hirie, hiziù, hidi, hudu, ha me ‘oar-me ! Da heul Roparz Hemon ha Youenn Olier ec’h ouzomp avat n’heller ket kontañ war al luc’hajoù evit reiñ un dazont talvoudus d’hor yezh evit hor Bro. Rak eno emañ an dalc’h : peseurt ster politikel a roomp d’hor yezh ? An darn vrasañ eus an dud ne brederiont ket war se hogen a-bouez kenañ eo. Ur yezh a zo tonket da vont da goll pe da vezañ yezh ur gumuniezh a dud.
Peseurt kumuniezh a dud e Breizh ? Pe kantadoù ha miliadoù a gumuniezhioù bihanoc’h bihanañ ha toc’hor, kumuniezhioù ar vrezhonegerion ziwezhañ a ziwar ar maez, dizesk war o yezh, kabac’h, oc’h ober o zalaroù hag o komz galleg ouzh o bugale, pe neuze ur gumuniezh leun a startijenn, troet ouzh an dazont, o chom e kêr peurliesañ, o komz brezhoneg kement ha ma c’hellont, ouzh forzh piv, desket war o yezh, gant ur raktres evit o bro ?

Neuze an eil rummad a dud-se, an hini nemetañ a dalv ar boan komz diwar e benn amañ d’am soñj, a roio un dazont d’hor yezh, a raio ur genyezh gant dibaboù na blijint ket alïes d’ar c’hlanyezhourion.

Neuze, ya, gwir eo, ez eus un diforc’h didec’hus etre an doare da skrivañ hag an hini da zistagañ ar brezhoneg er genyezh-se. Setu aze dres perak d’am soñj ne felle ket da Roparz Hemon degemer ar ZH e 1941 : ar gwenedeg a oa peuzvarv dija e kornioù bras a vro-Wened, evel kornog ledenez Rhuys da skouer hervez Herrieu e-unan. Ar Wenedourion kar o bro n’o devoa da zever nemet dilezel o zammig rannyezh evit mad ar brezhoneg unvan bet diazezet e 1912 war ar KLT. Se ne oa ket reizh-reizh evit gwir rak pinvidigezhioù dibar en deus ar gwenedeg, ha pergen ur wir skol a lennegezh -relijiel dreist-holl
avat- ha setu penaos e voe graet ar KLTG pe ZH e 1941, war atiz va goureontr Zavier Langleiz dreist-holl, un den en doa desket brezhoneg dre al levrioù dreist-holl KLT (c’hoari a reas roll Yann Landevenneg e 1928 pe se), ha digant liorzhour maner e dud e Kohanno Surzhur.

Roperzh ar Mason a skrivas neuze ul levrig talvoudus-tre da heul emglev 1941 war ar reizhskrivadur. E adkopiet em eus penn da benn hag e lakaet war Wikipedia brezhonek evit diskouez mat gwir youl Roperzh ar Mason : derc’hel d’ar gwenedeg hengounel evit ar Bobl dre ma ne oa ket gouest da gemm doare skrivañ nag en em ober ouzh lennegezh Walarn a rae gant ur brezhoneg ‘uhel’, pell mat
diouzh o hini, hogen , evit ar vegenn hag ar rummadoù da zont, TOSTAAT, tammig ha tammig ouzh ur brezhoneg ETRE a felle da Roperzh ar Mason, a zegemerfe pinvidigezhioù ar gwenedeg dreist-holl evit an ereadurezh, gerioù dianav hag all.

Hogen sklaer e oa d’an holl e 1941 pezh n’eo ket splann ken da dud ‘zo er mareoù-mañ : war zu ar genyezh e rank an holl mont, klask tostaat an eil diouzh ar re all, freuzañ mogerioù ar rannyezhoù. Evel-se pa weler daou zen eus “ar bobl” o klask komz kenetrezo, ez eont peurliesan e galleg pa n’en me anavezont ket. Memestra, en hañv tremenet e Kerien-Loudieg em boa kejet gant ur c’houplad gwenedour eus kostez an Henbont deut eveldon da birc’hirinañ d’al Lourdez brezhon. Evel ma talc’hen me da vont hepken e brezhoneg – ur brezhoneg liv ar gwenedeg warnañ a glasken distripañ – e rae ar paotr strivoù diouzh e du da zistagañ fraeshoc’h din ar gerioù eget na rae pa gomze ouzh e wreg… Moarvat e ouie skrivañ un tamm a soñjis. Sklaer e oa din, da vihanañ e vefe bet kavet dindan berr amzer ur genyezh kenetrezomp.

En hevelep doare ez eus ur genyezh en em ra tamm-ha-tamm etre ar vrezhonegerion desket. Kavout a ra din ez a re bell ganti eta -se am eus meneget uheloc’h dija- gwenedourion ‘zo pa ne glaskont ket atav tostaat ouzh bloc’h ar C’HLT (betek kemm divizout emglev 1941 pa zegasont troiennoù diezhomm gwenedeg rik hep doujañ da alioù fur roperzh Ar Mason) ha kavout a ra din ivez ne ra ket bepred tud ar KLT strivoù bihan da reiñ degemer da berzhioù mat ar gwenedeg.

Setu aze perak, p’emañ IMBOURC’H anavezet evit bezañ broadelour hor broadelouriezh n’eo ket tamm ebet an nasionalouriezh faskour pe stalinour. Lavarout a reomp ez eo Breizh hor Bro nemeti dezhi ur yezh da adsevel a-gevret gant ar vro hec’h unan war diazezoù doujus d’an holl hogen gant pennaennoù eeun evel hemañ : hor bro da zont n’en deus ezhomm ebet eus teir yezh nag eus rannyezhoù diamzeret. Ezhomm hon eus eus ur benveg kreñv gouest da empentiñ holl zoareoù ar bed arnevez a drugarez da holl binvidigezhioù ar brezhoneg a zo da bennaouiñ en holl rannyezhoù ha roudoù all, koshoc’h eus hor yezh. Setu aze penaos ez eo IMBOURC’H an ti embann en deus moulet ar muiañ a skridoù gwenedek rik er yezh peurunvan rak n’omp ket evit dilezel an darn se eus glad ar brezhoneg.

T. Gwilhmod

Notenn : r ti Imbourc’h : “Chal ha Dichal », barzhonegoù gant Roperzh ar Mason, e gwenedeg 12 euro ; “Istor an Itron Varia a Lourd” gant S. Seveno, e gwenedeg 8 euro ; Enez ar Vertuz, gant Y. Marion, e gwenedeg dibenn an 18vet kantved 12 euro, ‘Tri fezh c’hoari” gant Roperzh ar Mason 5 euro ; Magazin Speredel, un oberenn wenedek eus 1790 enni 450 pajenn e 3 levrenn , an tri, 30 euro.