Filmoù e brezhoneg : http://www.breizhvod.com/
Filmoù e galleg a spered kristen : http://www.sajedistribution.com/boutique/vod/
Filmoù e brezhoneg : http://www.breizhvod.com/
Filmoù e galleg a spered kristen : http://www.sajedistribution.com/boutique/vod/
tonioc3b9 badeziant pater
Bep trede sul miz Gouhere e vez pardon santez Perounel e Plouzeniel (Leon). Prosesion hag Oferenn a vez, ha goude Kig ha fars (n’eo ket dav lakaat e anv) ha c’hoarioù (kilhoù kozh da skouer).. Gwechall e veze da Sul an Drinded hervez levr Mikael Madeg war feunteunioù bro-Leon. Hervez Turiav ar Menteg er «Goueler Kelt», embannet gant Preder, e vez he gouel d’ar 25 a viz Meurzh. Gouez da dud ar vro e vije bet c’hoar da sant Goulven. E buhez Sant Goulven Alberzh Ar Meur n’eus anv ebet anezhi avat. Abalamour ma vije marvet diwar an derzhienn ez eo brudet dour feunteun ar chapel da bareañ diouzh an derzhienn, hag ivez da lakaat ar vugale da vale. (Lenn amañ da heul)
Da heul “censure” pennadoù Emglev An Tiegezhioù gant an “Agence Bretagne Press”,
Da heul berzhididgezh ouzh stalig Emglev An Tiegezhioù e gouel sañset ‘broadel’ ar brezhoneg e Langoned, Da heul berzhidigezh izili zo e Kamp emren Plougastell,
ha, war ar marc’had , Broudig o lakaat an hu warnomp da heul Françoise Morvan, da heul gouennlazh an Irakiz kristen a gantmiliadoù,
da heul lezenn Taubira, ha bremañ ar PMA-GPA a oa da c’hortoz, da heul an 8 milion a vabiged a zo bet lazhadeget abaoe 1975, hag al lezennoù a vir ouzh an Iliz hag an dud a volontez vat da stourm ouzh Kevredigezh an Ankou en em astenn dirazomp bemdez un tammig muioc’h,
Ya, Ni eo ar Juifed nevez, ha ne davimp ket, en anv ar frankiz da soñjal ha da ezteurel hor feiz hag hor menozioù.
Setu amañ eta, gant 70vet deiz-ha bloaz Emglev An Tiegezhioù, a sav da 1947, ur mare p’edo c’hoazh an Emsav Kristen dre vras ha broadelour e spered, hon niverenn 101 en un Emsav deuet da vezañ Kleizelour e-lec’h Broadelour, hag hiniennelour e-lec’h a spered kristen :
TAOLENN niv. 101 Kannadig Imbourc’h
Klikañ amañ : Kannadig Imbourc’h 101.pdf
E
“mantrus”, ha marvus evit ar c’hrouadur,
gant heuliadoù a-bep seurt war yec’hed kprfel, bredel ha kantaezel ar vamm… hag an tan ivez,… hag ivez war ar vugale a zo pe a vo ganet en tiegezh-se.
http://tempsreel.nouvelobs.com/politique/20170630.OBS1430/verbatim-l-integralite-du-discours-de-simone-veil-du-26-novembre-1974-sur-l-ivg.html
Siwazh, ez eo kresket an diforc’hadoù-bugale eus 60.000 da 220.000 bep bloaz gant al lezenn he deus lakaet votiñ.
Bez eo bet “beulkeez servijus” kambr ar gannaded ha Giscard-Chirac, hag ar frank-mansoned.
Pell e oa da sonjal edo o vont da ziskelañ a-enep an eured-keodedel dinaturet, hag ar PMA-GPA, 40 vloaz war-lerc’h ha lazhadeg en tu all da 8.000.000 ene a zo aet gant an inosanted santel.
Pedomp eviti ha evito, ma erbedint evidomp, evit hon Denelezh reveulzet ouzh he c’hrouer. Doue da Bardono d’an Anaon !
Ar Pardon a vez d’ar Sul kentañ a viz Gouhere da 10 eur 30, e mervent parrez an Ospital-Kamfroud.
En ur chapel nevez e vez lidet, bet savet e 1950.
Goude an Oferenn e vez ur brosesion hir a-walc’h da vont d’an aod dre ar “rue du Nerhu”, da lavarout eo “Straed an Erv”, rak evel en Oberlac’h (Aber-Loc’h) Plougastell ez eus evel un ervenn o vont pell en dour.
Eno e vez benniget ar mor ha pedet an Aotrou Doue evit an dud a vor. En ur vont hag en ur zont e vez kanet hepken e brezhoneg kantikoù d’an Itron Varia (“D’hor Mamm Santez Anna” ha kantik “Itron Santez Anna” ar Palud). Da notiñ ivez kantik Itron Varia Geloù-mat, a zo patronez an iliz-parrez, war don Rumengol “Itron Varia Geloù mat / Stouit warnomp ho taoulagad/ Pedit bemdez ho mab Jezuz/ da reiñ deomp-holl grasoù nerzhus.”
Ur pred hag ur c’hermes a zo war-lerc’h : gouel ar c’harter ez eo !
Barr-avel, le blog du nationalisme breton
Lec'hienn embannadurioù "Ar Gouloù Gwenn"
"Tost-tost ouzhit emañ Komz Doue, ez kenoù emañ, hag ez kalon, ma seveni anezhi." (Adl 30, 14)
Traouigoù diwar-benn ar verdeadurezh a-genwerzh
Un digarez de skriù Brezhoneg
bed ar faltazi
(pe un tammig nebeutoc'h)
Breizh dieub ha sokialour
Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez.