Bodad ar Bibl : Ar profed Daniel ha Tobit adwelet

Tamm-ha-tamm e kempennomp ur bibl katolik a zoare enhor yezh o klotañ eta gant an “Nova Vulgata” e latin.
Sellout ouzh https://emglev.wordpress.com/bodad-ar-bibl-santel/ evit heuliañ al labourioù.
Al liv glas-tañval = Klerg diwar al latin
Al liv Gwer = skipailh Maodez Glanndour diwar ar gresianeg
Al liv limestra pe roz = Bibl an Tour-Tan diwar an hebraeg

Laouen omp bepred da resev evezhiadennoù.
Tobit klok.odt  Tobit ABS.odt

Daniel 1-5.odt  Daniel 6-8.odt
Daniel 9-10.odt  Daniel 11-dibenn.odt  Daniel ABS.odt

Kêr-vrezhon : raktres ur geriadennig e brezhoneg

https://sites.google.com/site/kervrezhon/home

Na pet taol esae a zo bet e istor Emsav ar brezhoneg !

Youenn Olier a lavare : “Mont a reomp eus un enkadenn d’eben, hogen war-raok ez eomp memestra”.

Abatioù Botgwenn ha Landevenneg (1950) a oa bet sikouret o soñjal e c’hellfent dont da vezañ kreizennoù brezhon ha brezhonek ;
Gwenole Ar Menn hag Erwan Evenou ha re all o doa kroget gant un ti e kostez Kemperle war-dro 1970 ;
Ur maner er menezioù Du etre Gourin ha spezed, Menez-Kamp, a oa bet kempennet gant Pêr Manac’h, Pêr Denez ha re all er memez bloavezhioù ;
E koadeg Pempont e oa bet savet daou di e Lez Hinog-Beauvais gant sikour Langleiz e tro 1975; E Becherel e oa bet ur raktres kaer ivez e tro 1980 pe se;
E 1984 e oa bet prenet skol an Itron Varia e Treglonou gant un SCI kabestret gant emsav Diwan ;
Gant Tiegezh Santez Anna e oa bet kroget er Forest-Landerne e 1987, goude e Kistinid ha bremañ e Roudoualleg ;
E Trelevenez c’hoazh e oa bodet un nebeut tiegezhioù brezhonek en-dro d’ar Vinic’hi adalek 1984 hag e pad evelseik abaoe 30 vloaz.
Kostez Kergo Plougerne ez eus familhoù brezhonek o chom tostik-tost an eil eus ar re all… unan anezho a zo aet da vaer zoken.

Ha setu bremañ ur rummad yaouank o sonjal sevel un endro brezhonek evit o ziegezhioù e kostez Pondi pe bro-Dreger…

Un emzalc’h sirius o deus, mennet int, kemer a reont amzer : pemp bloaz a lakaont dirazo.

Salv ma kredo tud all ober evelto.

https://sites.google.com/site/kervrezhon/home