Gouel Maria Hanter Eost e Bodiliz

 

Bep bloaz d’an Hanter-Eost e vez lidet un Oferenn e Bodiliz, da zek eur hanter. E brezhoneg e vez an holl gantikoù hag al lennadennoù. Ar peurrest a vez an hanter anezhañ e galleg.
Mat eo en em gaout abred rak leun-barr e vez an Iliz d’an Oferenn-se.

War don “Itron Varia ar Porzhoù” eo kantik Pardon bras parrez Bodiliz
Diskan : Itron Varia Bodiliz, er baradoz kurunet, wamomp ho parrezioniz, ho krasoù skuilhit bepred.
1. Choazet a bep eternite da sikour prenañ ar bed, Ouzh mouezh ha lezenn Doue C’hwi Gwerc’hez, ho-peus sentet.
2. Evel-se, a-hed an amzer , eo bet meulet hoc’h anv, Ni, ho servijerien dister, d’hon tro ive, ho meulo.
3. Hon tadoù-kozh a beb amzer Koulz ha ni ho pugale o-deus kavet, o Mamm dener ennoc’h-c’hwi gwir hent an Neñv.
4. Mari, ô gwerc’hez galloudus, ouzhomp-ni, Bodiliziz Taolit ur sell madelezhus p’ho pedimp en hoc’h iliz
5. Pa sono hon eur diwezhañ, en draonienn-mañ a zaeloù O! grit d’hon ene douarañ, e porzh eürus an Neñvoù.
Glav bihan a zo bet e-pad ar brosesion en-dro d’an iliz-parrez, nebeut a-walc’h, hag e oa deuet poent debriñ ar C’hig-ha-fars.(evit ar bloaz a zeu ma fell deoc’h mont e c’hellot mirout ho pred o pellgomz da 06 63 27 02 18. 12 euro (hanter-briz dindan 12 vloaz).