Roll levrioù katekiz e brezhoneg

Pa ‘z eo gwir ne oa ket bet embannet levr katekiz ebet evit ar vugale koulz hag evit ar re vras, abaoe … 1943, ez eo bet graet e 2017 gant Emglev An Tiegezhioù : sellout ouzh pajenn hon embannadurioù.

Amañ da heul e kaver roll al levrioù a gatekiz a zo bet savet e brezhoneg, hervez un enklask hon eus graet. Moarvat ez eus re all : ra lakaior neuze un notenn da heul ar pennad mar plij.

Ar re o deus ur sterenn (*) a-raok n’emaint ket e levraoueg EAT.

*1576 .- CATECHISM – hac instrvction – egvit an catholiqvet – meurbet necesser en amser presant, eguit quelen, ha disquifu an Iaouancdet : – quentafu composet en Latin, gant – M. P. Canisius doctor en – theology, ves à societé an hanu à Iesus. – Goudé ez eux un abreget ves an pez dléer principalafu – da lauaret en prosn an offeren dan tut lic. – Troet bremman quentafu à latin en brezonec, gant Gilles Kanpuil, persson en – Cledguenpochaer, hac autrou à Bigodou (da heul un destenn e latin).

Anavezout a reer teir skouerenn eus an oberenn-se bet moullet e Pariz  «pour Jacques Kerver, demeurant rue Sainct Jacques, à l’enseigne de la Licorne. – M. D. LXXVI». Studiet eo bet gant Ernault Bulletin diocésain d’histoire et d’archéologie Vol. 23, 1924 p. 80, 151, 212.

*1783 Catechis, imprimet dre urz an Autrou Augustin-René-Louis le Mintier, escop a Dreguer : augmantet dre un nombr bras a histoario hac explicationo util evit ar pobl christen

Edition nevez   Montroulles : P. Guyon.- 269 p.

*1807 .- Catechis evit an oll ilizou emeus an Impalaërdet a Franç, Quemper : P. M. Barazer .- 248 p.

1814 Catechis pe Abrege eus ar feiz, imprimet dre Urz an Autrou’n Escop a Guemper  (adembannet e 1835 e 1847) ; E. Blot Quemper ; Montroulez : L.-M. Ledan .-  94-95-119 p. .- 16 cm .-

An Aotrou ‘n eskob Dombinau de Crouseilhes a lakaas advoullañ e 1814 katekizoù kozh eskoptioù Kemper ha Landreger,a dalvezo betek 1877.

*1814 Catekis Treguer, imprimet dre urz an Autrou’n Escop a Guemper, advoulet da vihanañ e 1845.

*1824 Catechim a escobty Guened : spisset dré en eutru Bécel, escob a Huéned.- Guened Galles

Adembannet e 1882 108 p. 17 cm

*1846 Canticou nevez, evit usach ar missionou, ar retrejou hac ar c’hatekismou.

Dre urzh eskob Kemper ha Leon (gw. 1814) ;

*1865.- Catekismou Leon imprimet dre urz Autrou’n eskop Kemper ha Leon.- Kemper Kerangal

*1874 .- Catechim a escobty Guened .- Guened Galles 106 p. 17 cm

*1877 .- Catekis Kemper pe abrege euz ar feiz ( A. de Kerangal evit embannadur 1894, 95 p 15 cm) .-

Ar c’hatekiz-mañ a voe un doare boutin evit an tri eskopti kozh evit ar wezh kentañ, dre urzh an Aotrou ‘n eskob Nouvel de la Flèche, hag a voe e talvoud betek an eil brezel-bed. E 1908 da skouer e voe adembannet dindan an talbenn-mañ : «Katekiz Brezounek Eskopti Kemper ha Leon renket a nevez dre urz ann Aotrou’n Eskob Nouvel».

1879 .- Levr a gelennadurez kristen evit eskopti Kemper (aotreadur gant Dom Anselm Nouvel de La Flèche, eskob Kemper ha Leon) (embannadur da vihanañ e 1884,1904)

*1891 Katekiz eskopti Kemper skriwet e brehonek kanton Arzano (moarvat gant Pierre Madec, hervez studiadenn F. Morvannou e Kaier 1998 ar société Archéologique du Finistère «Arzano et son catéchisme breton).- 92 p.

1892 adembannet e 1908 .- Katekiz Eskopti Zant-Briek ha Landreger.- 100 p.

Lizher hir-mat en diaraok da zisplegañ perak e oa bet savet al levr-se da gemer plas an Ao. Eskop Mintier (Montroulez 1783) ;

1906 .- Caër (J.-F.) cure e Guiclan .- Ar Gelennadurez Christen .- Brest .- 436 p.

Al levr klokañ ez eo, a bell, en ur brezhoneg aes.

1911.- Katekiz ar vugale vihan evit eskopti Kemper ha Leon.– Kemper Kerangal 1911 40 p. sk.

Ger-digeriñ gant Adolf eskob Kemper a lavar ez eo bet skrivet diwar ur c’hatekiz eus eskopti Gwened.

1920 .- Katekiz Eskopti Guéned evit Bro Gourin hag ar Faouët, Lafolye Gwened, 257 p.

1923.- Perron (P.), Madec (abbé) .- Katekiz ar Gear .- Brest 1923.- 96 p.

1924.- Katechim eskopti Guened .- Guened Lafolye Lamarzelle .- 142 p. sk. 16 cm (moarvat ez eo bet embannet a-raok met n’hon eus ket a brouenn : adembannet e voe ingal e 1925 da skouer, ha betek 1939 war a seblant)

1931 .- Katekiz ar vugale vihan .- Brest straed ar c’hastell 20 p.- Imrimatur Messager

1932 .- Levr a Gelennadurez kristen nevezet ha kresket evit eskopti Kemper ha Leon gant an aotrou Madeg, 392 p. .- sk. Tennet diouzh «Le nouveau cathéchisme en images, P. Lethielleux» ;

1934 .- Katekiz Eskopti Kemper skriwet e brehonek kanton en Arhanaou (An Oriant)

1943 .- Va c’hatekiz krenn .- Pariz e ti Tolra – 112 p. sk. e liv.

Embannet a-berzh eskopti Kemper gant rener «Kenvreuriez ar Brezoneg». Ur c’hatekiz berroc’h ez eus ivez, 40 pajennad anezhañ : «Va c’hatekiz bihan» a zo bet moullet er memes bloaz e ti Tolra, a zo ur c’hrennad eus ar c’hatekiz krenn.

197? .- diembann, troet diwar ur c’hatekiz eus ti Téqui Pariz, Daou ugent kentel gant Turiaw Ar Menteg (Live CM1 ha CM2);

1990 .- Klask a ran…: Katekiz ar vugale bloaz 1 (CE1) gant Minihi Levenez A4 ; levrig-ambrouger(ez) ha kasetenn-kleved ; n’eo ket tre ul levr katekiz met kentoc’h ur benveg pedagogel diglok tre e-keñver katekizerezh

1992 .- Dremm an Aotrou: katekiz ar vugale bloaz II (CE2), sk gant Annaïg Kériven-Le Berre 164 p.  gant Minihi Levenez A4 ; levrig-ambrouger(ez) ha kasetenn-kleved. Sellout notenn a-us (Klask a ran)

200? .- Katekiz an Iliz katolik tr. gant Jozef Lec’hvien, diembann (diwar catéchisme de l’Église Catholique Cerf 1995). War dro 500 pajennad.

2015 .- Diverradur atekiz an Iliz katolik tr. gant Jozef Lec’hvien, e ti Imbourc’h.

2017 .- Katekiz ar vugale, diwar “Ar vouchenn vara” e ti Tequi, tr. Turiaw ar Menteg ha T. Gwilhmod, 120 sk. e ti Imbourc’h. Tu zo da c”houlenn an doare niverel.

Karg ar gerent eo treuzkas ar feiz d’o bugale hag ar c’hentelioù-se a zo aes e vo ober ganto, tri c’hard eur bennak bewech : ur c’hantik d’ar spered Santel, ur prantad selaou ar gentel, ur prantad divizout, respont d’ar goulennoù, un destenn da ziverrañ ar gentel, un tammig treserezh hag ur bedennig da glozañ…

Naved evit Benead XVI

Benead XVI

Benead XVI

Setu ur bedenn aes da zibunañ e stern hon tiegezhioù a-unan gant katoliked eus ar bed-holl (trugarez d’ar blog “Ar Gedour“)

NAVED BRAS EVIT BENEAD XVI etre an 20 hag an 28 a viz C’Hwevrer.

Aotrou Jezuz-Krist,
Hent, Gwirionez ha Buhez,
Dremm Doue graet den
Ha dremm an den a-berzh Doue

Grit d’ar garantez evit an Tad a zo en Neñv
Ha d’al levenez da vezañ kristenion
Birvilhañ en-dro en hor c’halonoù.

Deuit en arbenn dimp
Hag heñchit hor c’hammedoù
Evit mont d’hoc’h heul hag ho karout
E kenunaniezh hoc’h Iliz,
Dre lidañ ha dre vevañ
Donezon an Hegaristiezh,
Dre zougen hor c’hroazioù,
Ha kennerzhet ganeoc’h hoc’h eus hor c’haset.

Roit dimp bepred tan
Ho Spered Santel,
Ma sklerijenno hor speredoù
Ha ma tihuno ennomp

Ar c’hoant da arvestiñ ouzhoc’h,
Ar garantez evit hor breudeur,
Ar re zinerzh dreist-holl,
Hag an entan evit kemenn dre holl hoc’h anv
E derou ar c’hantved-mañ.

Ni ho tiskibion ha misionerion
E fell dimp roeñviñ war ur mor sioul
Evit m’o devo ar pobloù, diganeoc’h,
Ar vuhez leun-barr,
Ha ma savint gant kengred
Ar vreudeuriezh hag ar peoc’h.

Salver Jezuz-Krist, deuit ha kasit ac’hanomp !

Mari, Mamm an Iliz,
Pedit evidomp.

Amen.

V/ Pedomp evit hor pab Hon Tad Santel Benead .

R/ Ma vezo gwarezet gant Hor Salver, ma roio buhez hir dezhañ, m’e vennigo war an Douar ha ma n’e lezo ket dindan krabanoù e enebourion.

V/ M’en em astenno ho Torn war ho servijer santel.

R/ Ha war ho mab, a zo bet dibabet ganeoc’h.

Hon Tad… Me ho salud Mari… Klod d’an Tad…

(Pedenn evit ar Pab Benead XVI da geñver Pempet Kenbod-veur eskibion Amerika-Latin hag ar Garaibez)

 

Un diskeladeg all d’ar Sul 24 a viz Meurzh (Sul ar Bleunioù)

Aozañ a raio Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) ur c’harr-boutin adalek Landerne-Landivizio evit diskeladeg ar 24 a viz Meurzh a vo graet e Pariz adarre da c’houlenn ma vo dilezet danvez-lezenn Taubira da aotren an dimeziñ etre daou zen heñvel o rev.

40 euro dre zen e kousto. Titouroù all hag enskrivadur : eat@orange.fr 02.98.25.10.72

Amañ da-heul, hor c’harr-boutin a ya d’ober pajenn gentañ YA ! hag ur pennad-kaoz “a-enep lezenn Taubira” gant Tepod Gwilhmod.

File0063

File0062

Diskeladegoù e Breizh an eil a viz c’hwevrer

photo-7 photo-2

Diskeladegoù e Breizh

Kantmiliadoù a dud o deus diskelet er pemp kêr a Vreizh a-enep Lezenn Taubira. Lod o deus hen graet e brezhoneg.

Daoust ha n’eo ket poent d’ar Vrezhoned dihuniñ ? Ezhomm hon eus eus ensavadur an tiegezh evit en em harpañ war familhoù kreñv a-benn kaout nerzh a-walc’h da zistagañ hor c’harr diouzh patrom peuzvrein Bro-C’hall.

Prederiadennoù Paol Kalvez miz Genver 2013

1 a viz Genver 2013

“ Ar garantez n’eo ket c’hoantaus rak o vezañ n’emañ ket o klask kaout seurt ebet er bed-mañ, ne oar ket petra eo kaout avi ouzh berzhioù-mat an douar. N’eo ket fougeüs, rak, o vezañ m’emañ o klask gant nec’hamant, evel gopr, an digoll diabarzh, ne denn tamm gloar ebet eus ar madoù diavaez.” Sant Gregor Meur, pab, Imbourc’h 299-300, 1995, p 219.

2 a viz Genver

Dimeziñ

koubladoù paotred, pe koubladoù merc’hed evel ma timezer ur c’houblad paotr ha plac’h a vije didalvoudekaat natur priedelezh ar re-mañ, o rediañ da vezañ dimezet evel heñvelrevourien.

3 a viz genver

“ En ur reiñ ar frankiz d’an den e rank an Aotrou Doue azasaat e raktresoù hervez liesseurted an dud. “ Philippe Plet, beleg, e Babel, kehelerezh an eurvad, Salvator embanner.

4 a viz genver

“ Diwezhat em eus ho karet, ô Kened ken kozh ha ken nevez, diwezhat em eus ho karet ! Bez’ edoc’h em diabarzh, ha me a oa er-maez, hag er-maez eo ho klasken. “. Eus Gourbannoù sant Eosten, meneget e Imbourc’h 299-300 c’hwevrer 1995, p 214.

5 a viz Genver

“ Ur gofesion e brezhoneg e iliz-veur sant Kaourantin … hiziv an deiz ? E pelec’h e vez kavet unan bennak o savariñ brezhoneg, nemet e vefe tost d’e gant vloaz ? Ha neseser-bras e vefe d’ur beleg goût ar yezh-se ? Brav eo goût n’eo ket ! An Aotrouien Duparc, Fauvel, hag all, hag all, eskibien Kemper ha Leon en ugent vet kantved, daoust hag-eñ e ouient brezhoneg ? Ne raent ket, feiz ! Pas ur ger ! N’o doa ket klasket deskiñ zoken ! “ Diwar ar gontadenn Minic’hi Plijadur, gant Yann Gerven, e YA 28 a viz kerzu 2012 p15.

6 aviz Genver

“ Ar garantez n’eo ket hepken ar c’henskoazell. “. Benead XVI

7 a viz Genver

“ Diskouez a ra ar gouel a hiziv (Epifania) eo deuet Doue en ur c’horf den, (ivez) evit na zegouezfe ket d’an den marvel, gronnet atav a deñvalijenn, koll dre ziouiziegezh, ar pezh en deus gellet gounit ha perc’hennañ dre c’hras Doue hepken.” St Pêr Krizologos (406-451) e Liderezh an Eurioù p. 496 hag e Imbourc’h 257-258 mezheven 1991 p 104.

8 a viz Genver

Keit ha ma vez youl da stourm e vez spi da drec’hiñ deiz pe zeiz.

9 a viz Genver

“ Piv a c’hell ho pediñ hep hoc’h anavezout ? “ Sant Eosten, Gourbannoù, Imbourc’h 305-306 Eost 1995 p.4. (Penaos anavezout ma ne glasker ket ?)

10 a viz Genver

“ Ar Vajed”, a gomz sant Mazhev anezho, ne oant ket hepken steredoniourien, bez’ e oant tud gouiziek ; diskouez a reont un dialusk, ur mont-dreist (1) dezho o-unan, a zo diabarzhek d’ar relijionoù, – un dialusk a zo anezhañ ar c’hlask ar wirionez, ar c’hlask (2) ar gwir Doue ha dre-se ivez ur brederouriezh e ster orin ar ger philosophia. Neuze ar furnez a yac’ha kenkoulz all kemennadenn ar “Skiant” ; poellelezh ar gemennadenn ne arsav ket e par ar ouiziegezh hepken, met klask a rae kompren an hollenn.”. Joseph Ratzinger, (Benead XVI pab), Jezuz a Nazared III p.134. (1) Kv. Aotrou maer Zalamea, ar Mont-dreist, Calderon, troet gant R. Hemon. (2) Kv. Quaerere Deum, kemennadenn Benead XVI er Bernardins

12 a viz Genver

“ Bezañ douget d’ar relijion dre vras a c’hell dont da vezañ un hent o kas d’an anaout gwirion, un hent etrezek Jezuz Krist. Met pa ‘n em gav an den dirak Jezuz Krist e-unan, ma ne ro ket digor dezhañ evel e Zoue ha Salver nemetañ e teu e anaoudegezh da vezañ diaoulek. “ Joseph Ratzinger, Jezuz a Nazared III p 132, ar Vajed.

13 a viz Genver

“ Dizale, marteze da Bask, e vo ur Misal (Levr Oferenn) e brezhoneg, aotreet gant servijoù ar Vatikan war c’houlenn Eskibien Breizh ha da heul labourioù o c’hengor etre-eskoptiel.

14 a viz Genver

“ An holl Vuzlimiz a zo a-enep an dimeziñ heñverevourien ; met soñjal a reont n’eo ket o afer dre ma ‘n em santont ket gall, met muzlimiz o vevañ e Bro-C’hall. Ar braz anezho o deus un darempred melestradurel hepken gant Bro-C’hall, met tamm ebet un darempred “kigel”. Setu perak e votont evit an tu kleiz a bromet spletoù dezho. En em ren a reont c’hoazh evel izili ur gumuniezh”. Komzoù ur Muzlimad, ezel UMP, e Famille Chrétienne 1826. (Kv. aters ur c’hazetenner “Mais vous êtes français?”; respont ur breizhad “C’est écrit sur mes papiers”.

15 a viz Genver

Evel ma lavare an istorour Emile Poulat e Collège des Bernardins e Pariz warlene : “Polonia a zo ur bobl, Frañs a zo un tiriad”.

16 a viz Genver

“ Unan eus Gwirioù an Den eo ar gwir da vevañ en e vro. Ret eo adlavarout ar Gwir-se. “ HTS ar Pab Benead XVI, da geñver Devezh hollvedel an Divoidi hag ar Repuidi, 13 01 2013.

17 a viz Genver

Ar C’hevredigezhioù Tiegezhioù Katolik (AFC, 30.000 tiegezh e Frañs) o doa komprenet kant vloaz ‘zo, eo diwar ar greanteladur e teufe hinienneladur gwirioù an den. (Kv. Gandhi, Lanza del Vasto, h.a.)

18 a viz Genver

“ An Hini en deus va graet er c’hof, en deus graet ar c’hof-se ivez ”. Job 31, 15. (N’eo ket an duellenn a ra an dour, na zoken an eienenn).

19 a viz Genver

Er bloaz 2012 ez eus bet 2,4 milion a dud o kemer perzh en emvodoù ar Pab Benead XVI e Roma. 20 milion abaoe m’emañ Pab e 2005. (Kv; komzoù Stalin “Ar Pab ! Pet rann-arme ?)

20 a viz Genver

“ Me an hini kentañ am eus graet gant ar ger ‘solidarité’ evit e lakaat er Brederouriezh, relijion an amzer da zont, e-lec’h ar ger ‘charité’ arveret er Gristeniezh. “ Pierre Leroux, politiker ‘sokialour’ gall, 1797-1871.

21 a viz Genver

“ “ Un den ha n’eo ket gouest da reiñ un tammig dioutañ e-unan, a ro atav re nebeut. Kerse eo gwelout e klasker lakaat profoù arc’hant ha traoù danvezel e-lec’h prof ar galon hag engoustl an emreiñ. “ HTS ar Pab Benead XVI, deglevadeg hollek an 09 01 13. (Kv. “Ha pa rofen va holl vadoù d’ar peorien, mar n’em eus ket ar garantez ne dalv din da netra. “ Sant Paol 1 Kor 3.)

22 a viz Genver

“ An abeg a bep trubuilh : den n’en em damall e-unan. “ Doroteus, abad, 6vet kd. Imbourc’h 305-306 eost 1995 p. 12.

23 a viz Genver

Kambodja,

15 milion a dud, 150 000 katolig : e yezh ar vro eo bet embannet Katekiz an Iliz katolik, ha testennoù Vatikan 2. Hag e Breizh ?

24 a viz Genver

“ Ar gwir zezvarnerezh eo homañ : ar soñjezon reizh, unanet gant ur mennad santel “. Baldouen, eskob Kêrgent +1090, brezhoneg gant Klerg, Imbourc’h 305-306, 1995, p 25.

25 a viz Genver

“ An den a c’hoanta dreist-holl daou dra : da gentañ, anaout ar wirionez, hag a zo un dra o sellout outañ evel den ; ha d’an eil, kenderc’hel da vezañ, ar pezh a zo kumun d’an holl grouadurien “ Sant Tomaz Akwinaz (1227-1274), e brezhoneg gant Marsel Klerg en Imbourc’h 1995, n.305-306 p 27.

26 a viz Genver

“ Doue ne ra netra evit herzel ouzhimp a gouezhañ. Met pa-z omp kouezhet e ra pep tra evit hor hor sikour da sevel “. Klevet war Radio Fidélité “Au Puits de Jacob” 24 01 13.

27 a viz Genver

“ Gwelloc’h bale war an hent en ur gammañ, eget bale hardizh er-maez eus an hent. Rak an hini a gamm war an hent, zoken ma ned a ket buan, a dosta d’an termen. An neb avat a vale er-maez eus an hent , seul hardishoc’h e red, seul vui e pella diouzh an termen. “ St Tomaz Akwinaz (1227-1274) en Imbourc’h 1995, N.305-306 p 28, brezhoneg gant M. Klerg.

28 a viz Genver

“ Pa genlabour kristenien a-gevret gant kevredigezhioù a labour evit diorren ha difenn an ezhommeien arabat dezho serriñ an daoulagad war ar fazioù ideologel a ra are-se a-wezhioù e-keñver an denoniezh kristen “. HTS ar Pab Benead XVI.

29 a viz Genver

“ Unan eus ar brasañ pec’hedoù o tistresañ dremm an Iliz eo ar pec’hed a-enep ar pezh a c’helle an dud gwelout eus hec’h unded, ha peurgetket an disrannoù istorel o deus dispartiet ar gristenien, ha n’int ket c’hoazh diverket. “ HTS ar Pab Benead XVI, Sizhunvezh pediñ evit adunaniñ ar gristenien. (Alies a-walc’h e welomp e vez gwashoc’h ar remed eget ar c’hleñved).

30 a viz Genver

“ Danevell an darvoudoù en Aviel n’eo ket ur brederiadenn e stumm istorioù, met danevell darvoudoù istorek a laka da brederiañ war ar Feiz kristen, a zo diazezet war ar pezh a zo c’hoarvezet. “ Alain Bandelier, beleg. 26 01 2013.

31 a viz Genver

“ Mar geller soñjal diwar-benn kement tra ‘zo eo peogwir int bet soñjet kent dezho bout “. (Olivier-Thomas Venard O.P. besrener Skol Biblek Jerusalem).


Paol Kalvez

Perak e vanifestomp ?

Keneiled kêr,

War hol lec’hienn ez eus skritelligoù evit ar pemp manifestadeg hag hini Bariz. Mat e vefe da bep hini tennañ skouerennoù diwar e voulerez ha kreskiñ unan anezho d’ober skouerennoù A3 a-benn en em adkavout er vanifestadeg ha bezañ anavezet evel brezhonegerien.

A-bouez-tre e vo kemer ul luc’hskeudenn bennak er vanifestadeg gant ho skritell. Ma teuer a-benn d’ober-se e vo skignet al luc’hskeudennoù da ziskouez edomp er 6 manifestadeg.

Kement-se a zo a-bouez evit prientiñ a-zevri hini ar 7 a viz Ebrel e Pariz.

A-bouez-tre eo e vefe gwelet tud o vanifestiñ e brezhoneg evit ar familhoù e Breizh. An dra-mañ a c’hello lakaat tud ‘zo da dommañ ouzh ar yezh… ha re all d’en em soñjal war un emsav brezhonek na rafe hepdomp nemet marmouzañ ar patrom kevredigezhel gall diazezet war “Sevenadur an Ankou” (hilastalerezh, torr-dimeziñ, diforc’hañ-bugale, PMA, GPA, pared heñvelrevour oc’h advabañ hag o c’henel bugale, helazherezh, hag all, hag all).

Pa stourmomp evit ur patrom-kevredigezh disheñvel-mik diouzh an hini a zo diazezet don e istor Vro-C’hall e teu hor yezh da vezañ ur benveg talvoudus-bras : gantañ e fell deomp kinnig d’an dud en em lakaat a-ziforc’h da sevel ur stuzegezh all a zoujo ouzh hon holl wrizioù : Ar Vro, ar yezh, an Iliz, ar Familh hag a zistaolo eta groñsrenerezh strolladoùigoù a Bariz a fell dezho diskar an ensavadurioù-se da lakaat sañset an dud da vezañ “liproc’h”, hag a ginnig e plas adtremeniñ ar rolloù : Ar Stad a gemerfe o flas.

Fellout a ra deomp manifestiñ da virout an Tiegezh naturel a zo unan eus gwrizioù pennañ an dud pa c’hanont. N’he deus ket ar Stad hag he farlarmant da gemm reolennoù hag a zo naturel-tre e gwirionez.

Trugarez deoc’h da lavarout deomp pelec’h e voc’h ha da skoazellañ EAT, ma vezo efedusoc’h en hec’h holl obererezhioù. Bemdez ha war bep tachenn hon eus da stourm, hervez donezonoù pep hini. Kentañ tra d’ober eveljust : kas e skodenn d’an deñzorierez (15 euro , EAT Kergreven 29800 Trelevenez)

A wir galon ganeoc’h bepred,

Tepod  Gwilhmod, kadoriad E.A.T.