Delwenn Yann-Baol II Ploermael

Mat eo kemer perzh er sinadeg da glemm a-enep laikouriezh arloupet ar C’huzul-Stad.
Evit gwir e c’heller sellout ouzh kroaz an oberenn-se evel un tamm eus an oberenn arzel : n’eo ket tre ur c’halvar. Ar c’halvarioù n’hellont ket mui bezañ savet war un dachenn n’eo ket prevez abaoe lezenn fallakr 1905. http://citizengo.org/fr/sc/110994-conseil-detat-ou-le-politbureau-culture?tc=gm

Pardon santez Anna Tro-Aon

Ar Pardon a vez d’ar Sul kentañ a viz Gouhere da 10 eur 30, e mervent parrez an Ospital-Kamfroud.

En ur chapel nevez e vez lidet, bet savet e 1950.

Goude an Oferenn e vez ur brosesion hir a-walc’h da vont d’an aod dre ar “rue du Nerhu”, da lavarout eo “Straed an Erv”, rak evel en Oberlac’h (Aber-Loc’h) Plougastell ez eus evel un ervenn o vont pell en dour.

Eno e vez benniget ar mor ha pedet an Aotrou Doue evit an dud a vor. En ur vont hag en ur zont e vez kanet hepken e brezhoneg kantikoù d’an Itron Varia (“D’hor Mamm Santez Anna” ha kantik “Itron Santez Anna” ar Palud). Da notiñ ivez kantik Itron Varia Geloù-mat, a zo patronez an iliz-parrez, war don Rumengol “Itron Varia Geloù mat / Stouit warnomp ho taoulagad/ Pedit bemdez ho mab Jezuz/ da reiñ deomp-holl grasoù nerzhus.”

Ur pred hag ur c’hermes a zo war-lerc’h : gouel ar c’harter ez eo !

Brezhoneg en Naoned : kelaouit ho mignoned !

Demat deoc’h holl !

Evel ma oarit dija sur-mat ez eus e Breizh strolladoù ar pal gante aozañ darvoudoù e brezhoneg, dudiañ e brezhoneg :
“Brezhoneg e Roazhon”, “Brezhoneg e Brest”, “Brezhoneg e Gwened”.

War ar skouer-se eo ganet “BREZHONEG E NAONED” !

Gant ar memes pal :
En em vodañ evit reiñ buhez d’ar brezhoneg e Naoned, ha Tro-Dro.

A-du e vefec’h evit kas ur postel d’ho mignoned e bro Naoned evit kinnig dezhe dont e darempred ganeomp m’int dedennet evit kemer perzh d’hon darvoudoù ?

An Naonediz a c’hallfe respont d’ar sontadeg amañ : https://docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLScfX3xDx2mQcI7YwtDZG12z2wbDcfAxgAQFhk-nOxjT5Vli0Q/viewform

Gwenaelle, Gwenn hag Anna evit ar strollad Naoned e Brezhoneg

https://www.facebook.com/brezhonegenaoned/
http://naoned.spot.bzh (war sevel)
https://twitter.com/brezhonegNaoned

E Kastellin d’ar Meurzh 10 a viz Mae a-enep ar GPA

aozet gant : Ar Manif ‘vit an Holl , d’ar Meurzh 10 a viz Mae 2016, a zo deiz-ha-bloaz eñvoridigezh berzhidigezh ar sklavelezh, date commémorative de labolition de lesclavage, une mobilisation nationale contre la GPA (ou « mères porteuses »), conséquence en France de la loi dite « TAUBIRA ».

Holl bedet, da vezañ an niverusañ ar gwellañ !

Dirak isprefeti Kastellin 18e30 da 19e30

33 rue Amiral Bauguen, 29150 KASTELLIN / CHÂTEAULIN


Ni zalc’ho mat atav, Atav, Atav !

Manif Pour Tous Kreiz-Breizh

Ha ma karit: lennit un tamm amañ