Bez an Aotrou Perrot gwallet hiziv Lun Fask 2018

Skrivat o deus e ruz war ar groaz “Facho er-maez” a-raok diskar anezhi d’an douar. https://www.argedour.bzh/scrignac-la-tombe-de-labbe-yann-vari-perrot-a-ete-profanee/

Doue ra en devo truez ouzh an dud a vag ken bras kasoni ouzh Abostol Feiz ha Breizh.https://feiz-ha-breizh.blogspot.fr/2018/04/glachar-hiziv-e-breizh-douleur.html

Aotrou Perrot, pedit evidomp !

Luc’hskeudenn belegiezh Armañs Ar C’halvez

Luc’hskeudenn eus dibenn an eil brezel-bed eus beleien eus korn-bro Lannuon. Ur merker-pajenn e oa, uzet dre forzh servijañ, en unan eus peder levrenn brevial Vatikan II e latin an Aotrou Klerg.

Adalek an tu kleiz hervez hon enklask gant Yves le Breton, beleg : 1. (?) Guilaume Renan ; 2. Loeiz ar Floc’h-Maodez Glanndour, kure e Gwengamp d’an ampoent ; 3. (? Tad A. Ar C’halvez ?) ; 4. Louis Ar C’halvez Person-dean Lannuon d’an ampoent, marteze kar da Armañs ar C’halvez ; 5. (?) dirak ; 6. Francis Barbu d’an ampoent kelenner e kloerdi bras Sant-Brieg, a vo eskob Kemper e miz mae 1968 ; 7. Marsel Klerg, stouet un tamm, bet kure e Kemper-Gwezenneg betek 1942, kure e Ploubêr d’an ampoent ; 8. Armañs ar C’halvez, eus Kemper-Gwezenneg marteze eo al luc’hskeudenn da geñver e velegiezh (31 Meurzh 1945) peogwir emañ er c’hreiz, un aer sirius warnañ, harpet a bep tu gant tud e liamm gant e barrez, e-lec’h e oa bet lazhet ar person anezhi, Pêr Mari Lec’hvien nav miz a-raok gant Rezistañserien ; 9. Yves Le Saint, eus Kemper-Gwezenneg ; 10. (?) Henri Mordellès, eus Sant-Ke-Perroz ; 11. (?) Yves Prat, eus Plougouskan.

 

 

Ur gouizieg war al latin : Marsel Klerg

Lakaat a reomp en-linenn un diell a-bouez diwar-benn Marsel Klerg.klerg-hag-anjela-duval
Ganti e teskomp meur a dra :
– gouzout a ouie mat-tre al latin klasek (an dra-se a ouiemp dija dre m’hon eus embannet e droidigezhioù eus ofis al lennadennoù diwar an henlennegezh kristen : 14 levrenn)
– fall-tre ha gwashoc’h : tuek eo troidigezh ofis al lennadennoù e galleg ;
– Diskouez a ra bezañ evezhiek-tre war al latin, en deus pleustret a dost evit e droidigezhioù-eñ eus an Tadoù eus a’n Iliz. Bez e c’heller bezañ sur en deus graet kement-all evit e droidigezhioù diwar ar Bibl, pergen evit liderezh an Oferenn en deus troet penn-da-benn, zoken ar re war ar sizhun.
– edo dija stad an Iliz en ur stad truezus e 1980 gant un a-raokouriezh arloupet ha tu ebet da arguzenniñ a-enep : an diell-mañ a zo bet nac’het embann anezhi gant kannadig eskopti Sant-Brieg !
– kaset e oa bet gant Klerg d’an Aotrou Troal (fiziet en doa ennañ e droidigezhioù war an henlennegezh kristen a zo bremañ e dielloù EAT), hag e ra anv eus Anjela Duval nevez aet da anaon d’ar 7 Du1981 (kinnig a ra oferennoù da vezañ lidet evit he ene, eus an 18 12 1981 eo al lizher)
– anv a ra eus e labour war prosez Sant Erwan (embannet nevez ‘zo) e ti Hor Yezh
– merzout a reer ar stourmer dibleg pa skriv “Hogen brezel a vo hag a vo. Krog on dija”.

Ober ur c’hik-dehou evit brasaat ha moulañ evit gellout lenn.

 

 

 

 

Galv evit sevel ul lec’h-kounaat gouestlet d’an Aotrou Perrot

An tiegezh Kaouissin en deus divizet sevel ul lec’h-kounaat gouestlet d’an Aotrou Perrot.

Na pebezh keloù mat !

Aoter chapel Sant Kaourintin Toull-ar-Groaz Skrigneg (Luc’hsk. Ar Gedour)

 

Savet e vo zr c’houn-lec’h e kichen Maner Kermorvan Ploue ( bro Pourled izel) : ur chapel an hini e vo, a vo savet gant mein chapel Toull-ar-Groaz Skrigneg, gouestlet da Sant Kaourintin, patron Kernev, hag a zo al lec’h m’en doa lidet an Aotrou Perrot e Oferenn ziwezhañ, d’an 12 a viz Kerzu 1943, da geñver Gouel Sant Kaourintin just a-walc’h, ha deiz e zrouklazh e-lec’h m’eo savet kroaz ruz e verzherinti.

Miliadoù ha miliadoù a euroioù e kousto d’an tiegezh Kaouissin.
Bez e c’hellit kas dezho war-eeun ur skodenn vrokus

Youenn Caouissin
Maner Kermorvan
56240 Ploue

Dre ma klot ar raktres-mañ gant palioù Emglev An Tiegezhioù, e c’heller kaout ur baperenn evit digreskiñ ho tailhoù, m’hoc’h eus ezhomm. Neuze, eo ret sevel ho chekenn war anv Emglev An Tiegezhioù, ha kas evel-se da Youenn Caouissin.

Er chapel adsavet e vo kavet, ouzhpenn ar pezh a vo gellet adsevel diwar hini Toull-ar-groaz, an aoter pergen, hag ar gael-kommuniañ (‘an Daol Santel)’, e vo miret efedoù prizius an Aotrou Perrot : e gapenn, e vantell fankek warni gwad e verzherinti, ha kalz a draoù all a oa dezhañ hag a zo bet miret an darn vras anezho gant Herri Caouissin, a oa tost-tre outañ hag e benn-hêr ouzhpenn.

Da notiñ : Evit kement prof a vo e vo kaset deoc’h e levr gant Youenn Kaouissin diwar-benn Yann-Vari Perrot, dont a raio al levr er-maez e dibenn ar bloaz 2017.

 

 

Tremenet eo an Aotrou Troal

Deut, va servijer mat, da gaout Doue an Tad

troal 3

Aet eo an Aotrou Troal d’an Anaon da Ouel Yann 2016, da 9 eur. Kofesaet ha nouennet e oa bet gant ur beleg yaouank brezhoneger, en deus olevet e zaouarn, « an daouarn-se, emezañ din, o deus badezet, benniget ha roet an absolvenn, olevet ar re glan, sakret bara hag gwin ar Sakramant ken alies…». Fromus e oa bet evito o-daou al lidoù-se, a c’heller krediñ.

Ur beleg da Jezuz Krist, ezel gredus da Gristenien Breizh, unan eus hon diwezhañ beleien broadelourien, a zo distroet davet e grouer eta, goude ur vuhez hir : en tu all da zek bloaz ha pevar-ugent e oa Youenn Troal.

E Obidoù a voe lidet d’al Lun da 14e30 e Kombrid.

Bet ganet e 1925 ha deuet emzivad abred en e vugaleaj e voe savet en ur familh a gouerien vrezhonegerien e Kombrid, hogen ne oa ket troet da gomz en yezh e vugaleaj. Brezhoneg Gwalarn an hini a gomze, a youl-gaer.

Beleget e voe e 1949 en iliz-veur Kemper hag anvet da skolaer. E 1957 e voe kaset da bPlouenan da ren ar skol. Eno e krouas ur c’helc’h keltiek, ur bagad en e skol, ha beilhadegoù e brezhoneg. Pemp bloavezh a virvilh, hogen santout a rae ne glote ket tre gant e c’halvadenn a veleg.

Da-heul ar c’halvadenn a reas ar Pab Pi XII en e lizher Fidei Donum e 1957 a c’houlenne digant beleien Europa mont da sikour an Iliz en Afrika hag en Amerika ar Su ez eas neuze d’ar Perou etre 1963 ha 1968. Lavarout a reas din e kavas gwelloc’h pellaat diouzh Breizh eget dont da vezañ ‘Beleg an FLB’, en abeg d’e venozioù broadelour.

Etre 1968 ha 1973, e Skol an Aod e Gwiseni e kenlabouras gant Visant Seité, en e gevredigezh Ar Skol dre Lizer. Mignoniezh a oa etrezo daoust da afer vantrus skritur Ar Falc’hun. Ma n’en defe ket pleget Seité da Batrioted ar Skol-veur, o dije «Torret va brec’h din» en doa lavaret Visant Seité dezhañ. D’ar mare-se ivez e voe e derou Oaled ar Vro-Bagan, a oa ur seurt patronaj e brezhoneg er penn-kentañ, hag ivez e rae war-dro ar gelaouenn «Wanig ha Wenig», evit ar vugale hag e kemeras perzh un tammig e troidigezh Kenvreuriez ar Brezoneg evit al liderezh e brezhoneg goude Vatikan II. Buan avat e chomas a-sav pa ne oa ket donezonet ha m’en em gave unanetoc’h a spered gant «Beleien Treger» : Mab speredel da Varsel Klerg e voe, ha galvet e oa bet gantañ, ha fiziet en doa neuze kalz dielloù ennañ, en o zouez e zornskrid eus ofis al lennadennoù a zo bet moullet endeo gant Imbourc’h e daouzek levrenn.

Etre 1973 ha 1979, e tistroas d’ar Perou en Ayaviri, 4000 metrad uhelder. Met teologiezh an «Dieubidigezh» ne-z ae ket dezhañ. Fellout a rae dezhañ chom feal d’ar Pab. E eñvorennoù eus e droiadoù er Perou a voe moullet a-dammoù : er gelaouenn Al Liamm e 1965, ha goude-se e meur a levrenn gant Imbourc’h dindan an talbenn «Ar C’hrist d’an Indianed», bet adembannet gant Moulladurioù Hor Yezh, e div levrenn (2007 ha 2010).

Er bloavezhioù 80 e oa Person Plouneour-Menez en ur presbital dirapar-tre. P’en doa ranket kuitaat e bresbital a Blouneour e oa bet ranket deviñ ur bern paperoù a oa aet mouestl er presbital-se, na veze ket tommet mat : presnester torret a oa !

Diskleriet en doa ur wech en iliz Plouneour : «Pas de confession, pas de communion !», met dindan komzoù reut evel-se (hogen reizh !) e teue a-benn, lorc’h a oa ennañ eus se pa oueze ne gofese mui den ebet er parrezioù all koulz lavaret, da gofes tud c’hoazh er barrez-se a vro-Leon, un hanter-kant bennak war mil a dud. Meret e oa ar gomun c’hoazh gant ur c’huzul-kêr komunour ha na lakae ket da ober al labourioù en iliz-parrez ha ne c’hellas ket derc’hel da lidañ an Oferenn en iliz-parrez en abeg da se. Neuze e lidas an Oferennoù en… « Abattoirs Plassart »…

Gant Fañch Morvannou em eus soñj ec’h aozas meur a dro Gousperou kaer an Hanter-Eost en Abati ar Releg, war an tonioù «krampouezh gwinizh du» latin, hogen e brezhoneg penn-da-benn. Edo «en e C’hloria Mundi !». Chapel sant Divi Plouneour a voe adlañset gantañ ivez. Un deiz, ouzh ar chapel, e voe adkavet an delwenn anezhi a oa bet laeret. Ezel aketus Kristenien Breizh e oa deut da vezañ neuze. Kristenien Breizh a oa bet savet d’ar poent-hont da vezañ ur Vreuriezh a bedenn hag a studi, gant bennozh Maodez Glanndour a oa aet re gozh, evit erlerc’hiañ Unvaniezh Speredel Breizh. A bep eil gant an Aotrou Blanchard, person Kistinid, e veze emgavioù e Plouneour pe e Kistinid, betek 1993. A-dost en doa ambrouget an Aotrou Troal derou Tiegezh Santez Anna, adalek an deroù anezhañ e Landerne e 1988, hag e reas war-dro ar gelaouennig «Ar Fulenn» da reiñ boued speredel d’ar vrezhonegerien yaouank a oa en-dro dezhañ ha Kristenien Breizh.

Ur si bihan en doa an Aotrou Troal. An hini a lavar n’en deus ket a si en devez tri ! En ur renkañ e bresbital evit an dilojadeg e kavis derou un deizlevr, bet kroget gantañ, war am eus soñj d’ar mare ma voe beleget. Hag e oa skrivet n’en em gave ket barrek da vezañ beleg, dreist-holl abalamour ma n’en em sante ket gouest da sevel sarmonioù a-zoare. Hiviziken, a lennis, e tastumfe danvez evit boueta e sarmonioù, o tidroc’hañ pennadoù kazetennerezh, hag ouzh o renkañ dre zanvez, e rochedoù kartoñs. Tost 60 vloaz war-lerc’h, en e bresbital a Langolen, e oa degadoù a gartonsadoù bras bet savet gantañ evel-se ! Ur seurt kleñved e oa, moarvat, rak da biv e servijo bremañ ? An dra-se, avat, en doa sikouret dezhañ, sur a-walc’h, da zerc’hel da vezañ aketus ouzh ar pezh a dremene en-dro dezhañ. Lenn a rae kazetennoù e spagnoleg ha n’eo ket hepken ar c’hazetennoù gall, La Croix ha Le Télégramme pergen.

Er bloavezhioù 1990 e voe person parrez vihan-tre Treogad er vro-Vigoudenn. Lavaret en doa din neuze : «N’heller ket kouezhañ izeloc’h !». Ul labour uvel a reas eno, kempenn an iliz-parrez (graet e veze ‘chapel’ anezhi gant an dud, hervezañ !). Goude-se ez eas da bresbital Langolen e 2002, betek 2015. War an diwezhadoù-se ez embannas ingal danvez e sarmonioù e Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev an Tiegezhioù.

E-kreiz ar bloaz 2015 e oa kouezhet war al leur ha chomet e oa semplet e-pad eurvezhioù. D’an ospital Laenneg e Kemper e voe kaset ha goude-se da gKernizi, ti ar veleien gozh, tost da greiz-kêr Kemper.

Ezel gredus eus  Kristenien Breizh e oa bet Youenn Troal, se am eus meneget dija. En emvod-meur Emglev an Tiegezhioù, e Kergreven Trelevenez d’ar Sul 10 a viz Gouhere e vo ret deomp divizout diwar-benn dazont ar vreuriezh-se m’en doa Youenn Troal kavet ganti un tiegezh a gomprene anezhañ evel beleg a felle dezhañ chom feal d’ar Pab en amzerioù trubuilhus a vevomp en Iliz, hag a gomprene anezhañ evel broadelour a felle dezhañ pediñ e brezhoneg ha kaout ur vuhez kefredel uhel e brezhoneg : ezhomm en doa da gejañ gant tud unvenoz gantañ war boentoù ar Feiz hag ar Vro. Daoust ha tud evel-se a garo, eveltañ, en em gavout gwech-ha-gwechall e-pad ar bloaz, e lec’h-mañ-lec’h e Breizh, en em gavout gant beleien ha laiked, a-benn chom fidel d’ar bedenn ha chom spiswel dirak an darvoudoù, ha kement-se holl e brezhoneg, tre « e linenn istorel Breizh», evel ma lavare ?

Bezet pe vezet, salv m’e gavimp un deiz e Baradoz an Aotrou Doue, gant ar fulenn a valis dizrouk a gavemp a-wechoù, lemm ha bev, en e zaoulagad, ha fent an den, ha douster e vouezh… pa gomze deomp ! Da skouer an deiz ma kontas penaos e vountas dre zievezh gant e Renault Peder-askell, aet kozh-dirapar, a-benn da garr nevez e Vikel-vras, mil enervet ma oa bet gantañ en unan eus an emvodoù niverus ha diziwezh-se ma veze rebechet outañ, a-benn ar fin, chom stag ouzh feiz an «Iliz trec’hlidus» amzer e yaouankiz ! Met an Iliz-se eo, gwriziennet don e stuzegezh hor bro, an hini eo e komzas drezi an Aotrou Doue d’e galon un deiz, ouzh e c’hervel da vezañ beleg, hag «o fiziout ennañ amzer da zont ar Vro», evel ma lavare an Aotrou Perrot.

Ar feiz a salv, Aotrou Troal. Salvet omp dre ar feiz. Salvet oc’h dre ar feiz hag hor gortozit gant Hor Salver er Baradoz, ganeoc’h en ho torn Banniel feiz karet ha trec’hlidus hon Tadoù-kozh !

Tepod Gwilhmod.

 

Kristenien Breizh 1981

War ar skeudenn e weler a gleiz da zehou lod eus izili Kristenien Breizh : Youenn Troal, an Ao. Itr. J.-P. Brown, Paol Kalvez, Youenn Olier, Iwan Couée, Nolwenn Bouessel Dubourg, an Itr. Yann Petton, Tepod Gwilhmod, Maoris ar C’hollo, Marsel Blanchard. Luc’hskeudenn bet kemeret e Kembre en hañv 1981 gant Yann Petton, eus Lokournan.