Ur soñj war “Ur c’hamp kristen e brezhoneg (7-20/7/2021)

  1. Goulennoù boaz : 

    Perak ur c’hamp evit ar baotred nemetken ?

    Ar c’hampoù Sant Visant Ferrer a ginnig dija ur c’hamp evit ar Baotred (Camp saint Vincent Férier) hag ur c’hamp evit ar merc’hed (Camp saint Catherine). E galleg eo an daou gamp-se, bet lañset un nebeut bloavezhioù ‘zo. Ouzhpenn an daou gamp-se e kinnigomp ar bloaz-mañ ur c’hamp penn-da-benn dre soubidigezh e brezhoneg penn-da-benn.

    Abalamour da gudennoù o tennañ d’an aozidigezh, n’eus nemet ur c’hamp evit ar baotred ar bloaz-mañ. Eveljust, pa c’hellor en ober e vo klasket en amzer dazont en ober ivez evit ar merc’hed.

    Spletoù ha palioù ur strollad unvan
    • En em gavout etre yaouankizoù eus ar memes reizh : en deiz a hiziv n’o deus ket ar vugale, en tu all d’o mignoned, tro d’en em gavout gant yaouankizoù all eus o reizh
    • Ar vugale dindan 12 vloaz a zo troet alies d’en em strollañ etre merc’hed pe etre paotred. Ur strollad unvan a respont d’ar c’hoant-se pa fell dezho komz diwar-benn dodennoù ‘zo «etre merc’hed» pe «etre paotred».
    • Respont da ezhommoù pep reizh dezhañ e-unan : ur strollad unvan en deus marteze ar splet da vastañ gwelloc’h da ezhommoù pep reizh evit o diorreadur dezho o-unan. Da skouer, en ur strollad unvan a verc’hed o devo tro ar merc’hed da ziorren o «leadership» o-unan
    • Doujañ da lusk-diorren pep reizh : ar merc’hed hag ar baotred ne reont ket o c’hresk er memes doare ; an dra-se a c’hell degas kudennoù en ur strollad kemmesk
    • An darempredoù etre ar vugale ne vezont ket ambiabl e pep degouezh ; an diforc’hioù etre ar reizhoù a c’hell kreskiñ an dizemglevioù e degouezhioù ‘zo
    • Live an oberiantizoù a zo gwelloc’h en ur strollad unvan
    • Mererezh pemdeziek ur c’hamp a zo aesoc’h, pergen evit lojañ en un hevelep teltenn.

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us